Adieu les cons

Ur film sevenet gant : Albert Dupontel (2020). Gant : Virginie Efira, Albert Dupontel, Nicolas Marié (1e27).

En amzer-mañ, hanter gufuniet ha masket ar boblañs, setu ur yuc’h tud é voned da weled ar film-mañ. Nebeutoc’h marse eged pa ne vehe ket bet ar virus-se é c’hoari e amiod, mez ne vern, braw memestra. Perag kement-se a dud ? Marse a-gaoz ma kredont ema an dud arall an amioded. Daomp ataw ! Bourrret o deus an arvesterion, rag strakadennoù daouarn zo bet er fin. Vad a ra d’an den pa c’hell lakaad ar gare war ar re arall, iver a-walc’h eo.

Anavet mat eo Albert Dupontel bremañ, evel fentigeller mez ive evel filmour, dreist-oll goude 9 mois ferme hag Au-revoir là-haut. Setu sinema a blij dimp.Dirag ur sort film n’heller ket kousked, un dra vad er bed-mañ pa vez beuzet an dud gant c’hoarïoù ha deverrañsoù o laka da galavriñ o amzer gant traoù dister, tra ma vez tud é aozañ dimp un amzer da zoned na blijo ket kement-se dimp marse.

Ema Suze ur plac’h daou-ugent vloaz, bet lâret dezhi krenn-ha-krak ema klañv braz ha, da-heul, berr an amzer a chom dezhi da vevañ c’hoazh. Mez pa oa pemzeg vloaz he doa bet ur mab, disklaeriet edan X dre volontez he mamm hag he zad. Ha c’hoant da Suze bremañ gouied e-menn e oa arruet ar mab-se ha penaoz e veve. En he c’hlask en em gav Suze gant JB, un den hanter-c’hant vloaz hag a za da goll e labour war-dro surentez elektroneg e embregenn. Mez tud yaouankoc’h a vo gwell egetañ en e lec’h, en deus soñjet ar penn-braz. Digalonekaet oll, e klask JB en em lazhañ en e vurew. Diwar an diazez-se e heuliomp an daou zen, hag a gav un drived war o hent, un diellour dall leun a vugon, an aotrou Blin. Tra m’ema ar polis é redeg war o lerc’h a-gaoz da zarvoudoù drol pe drolloc’h, e klaskont oll doned da benn ag o fal, kavoud ar mab-se.

Evel kustum e tro Albert Dupontel skenennoù ordinel da skenennoù farsuz. Absurd eo ar bed tro-dro dimp, ha daw eo dimp ober gantañ. Beteg pezh poent ? Beteg pegoulz ? Setu aters ar sevener. Mez ar pezh a ziskouez, a-dreñv mizeroù hon kevredigezh hag a-dreñv he bleupted olleg, boud eh eus tud tener. Tud ordinel liez, servijerion ar sistem e-pad bloaziadoù, hag en em gav en un taol, abalamour d’un dister dra, gante o-hunan. Piw on-me ? Petra a ran-me am buhez ? Penaoz ober en ur mod arall ? Adal ar momant-se e chañch an traoù, gouloù a za da sklaerraad o hent, daoust ma chom kamdroienneg an hent-se.

Dre an c’hoarzh, ar fent hag ar mousfent e kas AlbertDupontel an arvesterion gantañ. N’omp ket mui amañ er bloazioù 1920, just goude ar brezel 14, evel er film Au revoir là-haut, mez er bed a-vremañ, dreist-niverellaet, virtual ha mekanik, ur bed hag a zo é tisklosañ diragzimp buan ha gant stokadoù. Un dra guriuz a seblant stivellad a breder Albert Dupontel. Marse n’eo ket pell a soñjal ema ar bed-mañ ur bed heb dazont ebed. Unan heb esper, lec’h ma chomo ataw an amoeted é kas hon speredoù. Ha ne vo ket ‘med ar marw a c’hello boud an alc’hwez. Kenavo er bed arall ! Kenavo d’an amioded ! Ken-ma-vo. Ken ma vo petra ? ne ouiomp ket, gant peb unan ar respont.

A, un draig kent achuoud gant ar pennad-mañ : ar re ponnerglew, n’ankouait ket ho penvegoù kleved, rag liez-braz e ya an aktored gant o chuchumuchu er film (ema ar polis war o lerc’h). Lod a glew hag a c’hoarzh. Lod a c’hoarzh evid ober evel ar re gentañ, heb boud klevet ! Er sal ive e red ar fent.

Jean-Claude Le Ruyet

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez