Ar c’hazh talabarder

O lenn emaon, azezet brav war ma c’hador-vrec’h, du-mañ er sal-vevañ e kichen ar prenestr. Brav eo an amzer. Sioul ha didrouz an traoù en-dro din. Sklêrijenn an heol a zeu da c’hoari gant gerioù ma levr ha da reiñ liv dezho. Bannoù heol a zo o lammikat a c’her da c’her evel ma teufe ar c’hoant dezho sevel o c’hontadenn o-unan.

A-daol-trumm e c’hourlamman ; klevet ‘m eus trouz o tont eus ar gegin ; sevel a ran prim evit mont da welet. Ha petra a welan ? Ma c’hazh, Fistoulig e anv, pignet war an daol hag en deus lakaet da gouezhat ar boked dastumet ganin tri devezh ’zo : al lestr torret e tammoù bihan, dour ha bleunioù hag all war al leurzi.

– Na pebezh sotoni a zo bet graet ganit ar wech-mañ c’hoazh! a rebechan dezhañ, droug ennon un tamm, ale, kerzh kuit alese !

Hag eñ da soroc’hal diouzthu: «ne ra forzh ! Gweñvet e oa ar bleunioù hag al lestr ne oa ket gwall vrav forzh penaos».

N’eo ket posupl ! Setu ma c’hazh o pregañ bremañ ! a soñjan hep na vijen souezhet evit kement-se, ken dic’hortoz e c’hell bezañ emzalc’h al loen dous ha kizidik-se a-wechoù…

N’on ket c’hoazh kroget da vat da naetaat al leur ma klevan ur voubouenn o tont eus ar sal-debriñ. Petra ‘zo c’hoazh ? An Aotrou Fistoulig a zo bremañ o c’hoari er ganastell chomet digor he dor war ma lerc’h, an hini a zo bet renket enni tout ma fotoioù ganin. Ha setu al lampon-se o taoler ar fotoioù er vann ne vern e pep lec’h en ur yudal ; «deuit er-maez tudoù kaezh, dalc’het hoc’h bet abaoe keid-all amzer ! Poent eo deoc’h en em zidual un tamm. Trawalc’h a amzer a zo bet kollet ganeoc’h betek-henn !»

Ha me, sabatuet, emsav e-kreiz al leur, o sellout ouzh ar bisig hag ouzh ar bernioù fotoioù a-stlabez un tammig e pep lec’h tro-dro din.

Iskis e seblant din ar re-se da vezañ avat ; sellout a ran spisoc’h outo.

Biskoazh c’hoazh ! Petra ‘c’hoarvez ganin amañ ? O fiñval emaint !! Sevel a ra ur chuchumuchu diouto ; ha tamm ha tamm e welan an dud a oa war ar fotoioù o sevel en o sav : tud eus ma familh, mignoned, tud yaouank, tud kozh, tud vev, tud marvet ha deuet a varv da vev ! Rummadoù ha rummadoù a dud. Sabatuet on ! Sellout a ran outo hep rannañ grik, diskredañs ha kuriusted e-leizh ennon. Pep hini anezho a seblant anavezout an holl re all daoust ma vefe bet marvet lod anezho a-raok ma vefe bet ganet ar re all ; laouen an holl d’en em gavout asambles e-giz-se, war a seblant !

Lod anezho gwisket gant o dilhadoù hengounel, testenioù eus an amzer gwechall : koefoù eus ar vro Vigouden gant ar re diouzh kostez ma mamm met ivez eus Bro-Leon hag eus ar Poher gant ma familh a-berzh tad, tavañjerioù ha jiletennoù brodet brav ganto ; ha lod all gwisket e giz kêr ; an holl anezho sklêrijennet o dremmoù gant goulaouig al levenez. Nag a dud dirazon ! Leun eo ar sal ! Hag a-greiz-holl e krog Fistoulig, pignet war an daol, sonn en e sav war e bavioù a-dreñv, da seniñ gant ur vombard en ur skeiñ ar ventad gant e lost. Hep distagañ an disterañ ger e krog an holl dud da zañsal tro-dro d’an daol, goustadik da gentañ ha tamm-ha-tamm buanoc’h-buanañ treuz-didreuz en ti.

Santout a ran unan bennak o kregiñ em dorn. Treiñ a ran ma fenn : ma mamm-gozh a zo em c’hichen, he mousc’hoarzh ken dous ha ken jentil war he muzelloù ; ma mamm-gozh muiañ-karet, sklêrijenn ma bugaleaj! «deus ‘ta da zañsal ganeomp te ivez» emezi.

Ha me da zañsal gant ar re all !

Tapet on gant kement a santadurioù ha trivliadennoù ha santimantoù kreñv ha fromus ken n’en em santan ket em bleud a-benn ur pennadig amzer. Tost ma c’halon da darzhañ. Kement a dud karet ha bet tennet diganin abaoe keid-all amzer, ken tomm eo din, ken buan e tro an dañserien, poan-benn a zeu din, berr eo ma alan. Emaoñ o vont da gouezhañ sur awalc’h ! a soñj din. Ne c’hell ket mui ma divesker dougen ac’hanon ; baduellet on ; prest on da semplañ…

An deñvalijenn o tont warnon ; ha netra ken!

«E pelec’h emaon eta ?».

Em gwele emaon, em c’hoazez, an dour-c’hwez o tiverañ puilh a-ziwarnon, ma c’halon o talmiñ buan em bruched. Aet ma mamm-gozh ha tout ar re all diwar-wel, steuziet an holl re a oa o tañsal ken laouen bremaik, sonn o fennoù ha skañv o zreid. N’eus den ebet mui war ma zro nemet ma gwaz o tiroc’hal em c’hichen ha Fistoulig kousket war gorn ar gwele.

Sebezet e choman e-pad ur pennad bras a amzer a-raok dont en-dro d’ar vuhez wir.

Ha me da flourañ ar c’hazh hag eñ da rouzmouzat dousig diouzhtu.

Kuzulikañ a ran dezhañ : «Un huñvre iskis a zo deuet din en noz-mañ hag ar wirionez a oa ganit eno ma strobineller bihan kaezh. Gweñvañ a ra ar bleunioù, met an eñvor hag ar c’heuz douget d’ar re garet bet tennet diganeomp morse ne raint».

N’on ket gwall dihunet c’hoazh ; damsur on em eus klevet anezhañ o valbousat koulskoude : «ha ma vije bet da vat ?» damzigor e zaoulagad, goap enno, o parañ warnon…

Mari Buord

  • Un danevell embannet en niverenn 780 – d’an 22 a viz Mae 2020.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez