Ar familh Bajri e Boneur

E miz Kerzu 2016 eo erruet ar familh Bajri e Breizh. Ret e oa bet dezho dilezel hor bro, an Albani, goude ma oa bet bac’het ar vamm Dritte hag he merc’h Armelda gant tud eus o familh a gemer perzh en un doare mafia a felle dezho lakaat o c’hrabanoù war an ti bet savet gant Agim e-unan.

Breinet eo ar vro gant ar wastadur kaset gant tud a gaver e plasoù uhelañ ar stad. Anavezet mat eo an dra-se. Titouroù a gaver, da skouer, war internet e-barzh «Le courrier des Balkans». Koulskoude, hervez Bro-C’hall eo an Albai ur vro digudenn. Ur rouedad, a c’hellfe bezañ e-liamm gant ar mafia albanat, renet gant ul lezenn diabarzh anvet «Kanun», a gas war-eeun an Albaniz betek Brest. Ranket he doa ar familh Bajri paeañ 1500 € evit treuziñ an harzhoù gant ar Montenegro hag ober ar veaj dindan daou zevezh dre kirri-tan.

Gwastadur ha paourentez

Fellout a ra d’an dud kuitaat hor bro abalamour d’ar wastadur ha d’ar baourentez p’emañ 33% eus an dud dilabour e 2017. Keidenn ar goproù er vro a zo 350€ ar miz ha n’ez eus Surentez Sokial ebet. 44% eus ar boblañs he deus klasket divroañ evit dont en Unvaniezh Europa e-pad an dek bloaz diwezhañ. Chom a ra 3 milion a dud er vro ha betek 2016 en em gave hanter-kant mil outo bep bloaz e Bro-Alamagn a-raok ma krogas ar vro-se da gas anezho en-dro d’o bro. Neuze e klaskont bremañ dont e Bro-C’hall, 7 630 Albanad o doa goulennet ar repu e Bro-C’hall e 2017, a vez nac’het evit 93% outo, ar familh Bajri en o-zouez. Nac’het e oa bet dezho ar statud a repuad hag embannet e oa bet en o c’heñver gant ar justis un redi da vont kuit (OQTF) na dalvez ket ken an deiz-a-hiriv, rak tremenet eo an termen. Ne glaskfe ket ar prefedi kas an archerien war o lerc’h keit ha ma ne vez kudenn ebet gant an dud, hervez o alvokad, an aotrou Quantin eus Brest.

A-viskoazh eo bet Albania ur vro a harlu, nemet e-pad ar bloavezhioù p’edo er vro dindan diktatouriezh komunour strizh Enver Hodja, he deus padet betek 1991. Gantañ e veze dalc’het kloz ar vro ha just war-lerc’h e oa aet kuit 600 000 a dud da Vro-Italia ha 500 000 e Bro-C’hres.

Nac’het ar statut

Pa oa maodiern an diabarzh e oa bet Gerard Collomb da glemm dirak kentañ maodiern Albania, Edi Rama, a glaske e vefe degemeret Albani en Unvaniezh Europa. War-lerc’h eo bet serret an harzhoù pezh a ro mêl d’an drafikourien.

E-pad ur bloavezh e oa chomet ar familh e Brest. Keit ha ne veze ket bet nac’het dezho ar statud a repuad e veze degemeret an holl er vro ha roet dezho un tamm arc’hant hag ul lojeiz. Un eil merc’h a zo ganet er familh e Brest e miz Meurzh 2017 nemet war-lerc’h e kouezhas klañv ar vamm Dritte paket gant un doare «skleroz-plakennoù». Goulennet o deus gellout chom ar vro e-giz repuad a-yec’hed. Nac’het eo bet dezho rak louzeier a vefe en Albani evit pareañ se. Savet o deus galv hag ar rerspont a c’hellfe lakaat bloavezhioù da zont. Hervez o alvokad eo bihan-tre ar spi bezañ degemeret e-giz repuiidi-a-yec’hed ha lezel e vint da vevañ e Bro-C’hall na glasko ket war o lec’h.

Hervez al lezenn, eo difennet dezho labourat, met bepred hervez an alvokad, n’eus riskl ebet evito nag evit un implijer bennak da reiñ labour dezho gant ma vefent diskleriet. Klask a zo war-lerc’h an implijidi a ra gant al labour du. Lod eus an Albaniz tro-dro Brest o deus kavet labour en tiez-gwer p’emañ al Labour-Douar o klask dornioù evit ar gounidoù er parkeier pe en tiez-gwer., dreist -holl abaoe ar Corona.

E miz Kerzu 2017 eo emgavet ar familh e Boneur goude bezañ bet taolet er straed, er-maez eus ar CADA p’edont en ul leti e Plougastel.

Ti-kêr Boneur en doa respontet «ya» pa oa bet goulennet gant ar prefedi ma oa prest ar gumun da zegemer repuidi eus Bro-Siria. Dalc’het e oa bet ul lojeiz gant an ti-kêr met, ‘benn ar fin, ne felle ket d’ar prefed ez afe ar repuidi er c’humunioù bihan, ar pezh a zo ur fazi pa weler istor ar familh Bajri e Boneur. Neuze, e penn-kentañ, e oa bet lojet ar familh e-pad ar goañv er bod-arsav, a-raok ma teufe an douristed. Eürusamant eo bet kinniget dezho war-lerc’h un ti evit netra gant un den eus ar gumun.

Atersaden Agim

Bet eo bet Ya! en darempred gant ar familh. Gwelloc’h-gwellañ e teu ar galleg gant an tad Agim ha gant an div blac’h a zo skoliataet e skol bublik Kommanna. Diasoc’h eo d’ar vamm dre ma chom peurliesañ er gêr.

Ya : Penaos oc’h emgavet e Boneur ?

Agim  Bajri : Pa oamp bet taolet er-maez eus kambr al leti lec’h edomp e Plougastel omp bet en darempred gant kevredigezh an Utopisted eus ar Menez Are a ra ivez war-dro Skol ar Repuidi er C’hloastr-Plourin. Ar re-se o doa klasket ul lojamant evidomp er menez ha kavet o doa unan e Boneur digant an ti-kêr. Eno omp chomet tri miz a-raok kaout an ti lec’h m’emaomp bremañ.

Ya : N’eo ket re ziaes bezañ en ur gêr vihan war ar maez?

A. B.: Degemeret omp bet mat gant an dud. Anavezout a ran an holl dud er gêriadenn. Reiñ a ran un taol sikour dezho p’o deus ezhomm ha ma merc’hed a gemer ar c’harr-boutin evit mont d’ar skol e Kommanna. Jentil-tre eo an dud amañ. Pemp pe c’hwec’h eus outo a ra mat war hon tro. Kas a reont ac’hanon ur wech ar sizhun d’ar  Restos du cœur » e Montroulez pe d’ar « Secours Populaire » e Sizun. Bontoù hon eus ivez gant Kuzul an Departamant evit mont er gourmarc’had, Aozet e vez gouelioù gant an dud, predoù krampouezh, Chili con carne, lec’h ma teu betek kant a dud. Mod-se e c’hellomp paeañ predoù ar vugale er skol, dour ar gumun, an asurañsoù..

Ya : Kenvroiz all a weler er vro ?

A. B.: P’edomp e Brest hon doa darempredoù gant familhoù all eus ar vro. A-wechoù e sav kudennoù dreist-holl gant ar re yaouankañ a zo deuet o-unan hag a fell dezho kaout arc’hant. Trafikañ a reont. Lod a zo e-liamm gant ar mafia, N’eo ket mat an dra-se. Riskl a zo e vefe lakaet an holl Albaniz er memes pod. Pellgomz a ran d’un nebeud tud a zo e Brest hag a labour bremañ en tiez-gwer hep kaout paperoù. Diskleriet int. A hend-all e pellgomzan d’ar familh a zo e Albania, en Italia hag en Alamagn.

Ya : Bez’ e tle bezañ diaes bevañ hep arc’hant, hep paperioù, ken pell eus ho pro ?

A. B.: Evel-just eo diaes, met e Albania eo diaesoc’h c’hoazh. Eno e labouren e-giz blenier ha kemenerez e oa Dritte. Savet em boa va zi va-unan. Kavet em boa labour amañ, e ti ur boulañjer, met siwazh n’en deus ket dalc’het ac’hanon dre n’em boa ket ar paperioù abalamour d’al lezenn, amañ e Bro-C’hall. Sellout a ran bemdez eus ar c’heleier war ar skinwel. Hon alvokad en deus displeget e c’hellfen labourat en ur vezañ diskleriet, hep riskl e vefe evit an implijer. Ober a ran un nebeud eurvezhioù dre ar CESU ha n’ez eus kudenn ebet.

Ya : Bez’ e tlefez bezañ enkrezet memestra…

A. B.: Klañv e o ma gwreg ha, ma vefemp e Albania, n’hon defe ket arc’hant a-walc’h evit paeañ al louzoù. Diwar an enkrez eo deuet ar c’hleñved e korf Dritte. Amañ e Bro-C’hall ne vez ket lezet an dud bezañ klañv, ar pezh a zo un dra vat ; Bro-C’hall a zo ur vro vrokus, daoust da gudenn ar paperioù.

Ya : Deskiñ a rez ar galleg ?

A. B.: E-pad daou vloaz e teue tud ingal, div wech ar sizhun, evit deskiñ deomp ar galleg dre un hentenn lakaet e pleustr gant Lan Tangi evit ar brezhoneg. Plijus e oa ha bremañ e c’hellan komz gant an amezeien  ha ma div blac’h a gustum c’hoari e galleg kenetrezo. Diaesoc’h eo evit Dritte.

Ya : Hag an dazont ?

A. B.: Ne zistroimp ket e Albania, daoust deomp nonpas kaout paperioù. Dont a raio hor merc’hed da vezañ gwir Gallaoued. Ret eo deomp kavout ul labour er vro. Bez’ e c’hellfemp dilojañ ha kaout ul lojeiz da feurmiñ gant va gopr hag hini ma gwreg. Amañ e Boneur, n’eus ket kalz a labour met en em blijout a reomp. Marteze e cheñcho al lezenn un dervezh bennak, marteze e teuio Albania en Unvaniezh Europa hag e vefe aesoc’h deomp evit kavout labour amañ. Ne welomp ket gwall sklaer met n’hon eus dibab all ebet.

Ya : Trugarez Agim ha chañs vat deoc’h

A. B.: E brezhoneg ‘m eus desket « Brav eo an amzer hiriv » hag « ur banne az po ? », ha setu…

GG Gwenn

UR PENNAD EMBANNET EN NIVERENN 791 (KOUMANANTIÑ : AMAÑ)

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez