Ar mor a-dost, mod pe vod

Krouet en deus Jos Drevillon e stal, Eizh-Bags, gant ar soñj kinnig d’an dud anavezout gwelloc’h ar vro, ar reier, bed ar mor, dre deskiñ war an anvioù lec’h a denn d’ar mor. Pa ne ra ket se, a-raok miz Ebrel eta, e kustumdastum pezhioù lien breasd hag ober seier ganto.

3 sach a ra bemdez, ha ne vezket daou heñvel. Mont a ra betek porzhioù zo, evel Port la Fôret, nepell eus Fouenan, pe c’hoazh war-zu Brest ha Goueled Leon, evit kemer, digoust, tammoù lien n’eus ket ezhomm outo ken. Gant gwalc’hiñ anezho e krog al labour. «Dedennus eo kaout tammoù bras, 30m² bennak, evit ober a bep seurt evel gweleoù « hamak ». Gant lienoù bigi 9 metr hirder e c’hellan ober 10 sac’h. » emezañ. Dav dezhañ tennañ outo ar brasañ gorread posupl a zanvez n’eo ket uzet, n’eo ket bet pleget ha dibleget betek re. Goude bezañ tapet un nebeud kentelioù gwriat gant e wreg en deus kroget ganti, en en e garrdi deus da vezañ e atalier, e kreiz-ker Kraozon, e lec’h m’en deus staliet e vekanik gwriat. « Ker he deus koustet – 4000€ – met bremañ e c’hellan gwriat betek 10 gwiskad war ur dro. » emezañ.

Hervez ar goulenn

« A bep seurt goulenn a zo. Lod a blij dezho lakaat warno o deiz ganedigezh, pe an niverennoù int sot ganto… Ar memes priz e vo, e fin ar gont. » eme Jos Drévillon. Kroget en deus gant reiñ seier da vignoned dezhañ. Ar re-mañ o deus graet anv eus se da vignoned all. Hag e-giz-se, bep an tammig, eo loc’het ar gwerzh e nozh Bro-C’hall, er Pireneoù, e Pariz, e traonienn ar Rhône. Hag un tammig bremañ er vro. Gant tud ouzhpenn 50 vloaz e vez prenet, pe c’hoazh kalzik gant tud 20-30 vloaz. Gwerzhañ a ra dre e lec’hienn met ivez dre m’eo bet renablet e-touez produerien « Breizh Presse Côtes d’Armor»

Da heul pep sac’h e tispleg d’ar prener orin an tamm lien, istor ar vag he deus bet implijet anezho a-raok. M’eo bet lañsus-tre miz Du n’eo ket bet miz Kerzu kenkoulz, diouzh ma lavar.

Ma chom feal ouzh an danvez – paotr ar mor eo Jos Drevillon – ne vir ket outañ klask marc’hadoù all. N’eus ket pell en deus boulc’het gant ur chanter nevez, sevel lamploù-kleuzeurioù.

www.eizh-bags.bzh

UR PENNAD embannet EN NIVERENN 813 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez