Chroniques d’un peuple oublié

gant Yvon Ollivier, embannet gant Yoran Embanner

Un den a justis eo Yvon Ollivier, ezel eus an Institut Culturel de Bretagne, barner e Naoned abaoe 2006. Skrivet en deus e 2012 La désunion française, a ziskouez penaos e klask ar republik unvaniñ dre heg tud pe pobloù o deus yezhoù, istorioù pe hengounioù disheñvel.

Hervezañ e soñj gouarnamant Pariz n’eo Breizh ken nemet ur rannvro, ha n’eo ket tiriad ur bobl. Hag an dilennidi ivez a soñj eo da Vreizh d’en em ober ouzh politikerezh kreizennerez ar vro. Servijourien ar galloud kreiz, int, ne glaskont ket doujañ ouzh gwirioù ar Vretoned.

Berniet ez eus el levr-mañ div gronikenn verr ha tri-ugent (war ur bajenn pe ziv) bet skrivet a-hed ar bloavezhioù 2018-2020, war ur blog, desunion-française, e lec’hiennoù ‘zo – ABP, 7seizh – pe e kelaouennoù ‘zo evel le Peuple Breton pe Le Journal de la Bretagne.

Temoù liesseurt a gaver : politikerezh, istor, sokiologiezh, gwirioù mab-den, koronavirus, repuidi, yezh. Ha dreist-holl ar goulenn kreiz : petra ober evit mirout ouzh sevenadur Breizh da vont da goll ?

LL

Da brenañ amañ : Coop Breizh

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez