Deñved evit touzañ

Er Mayenne eo bet savet Quentin Noire gant un tad a save deñved met ne oa ket troet gant se pa oa yaouank, aet ma oa da studiañ e Naoned evit bezañ ijinour ICAM. N’eo ken ‘met pell goude, ur wech beajet e Meksik hag Afrika ar su, bezañ bet labouret en ur stal, zo deuet soñj dezhañ liammañ ekologiezh hag embregerezh ha krouiñ e stal, Moutons de l’Ouest.

Tro-dro da Naoned, e 2016, en deus kroget Quentin Noire gant e vandennad deñved kentañ. Mont a rae e darempred gant strollegezhioù lec’hel, embregerezhioù bras, dezho gorreadoù bras da zerc’hel e stad vat, ha c’hoant ganto gwelet loened o peuriñ kentoc’h eget mekanikoù. Dezhañ e oa oa da sevel ar c’hloz – “Danvez a brenen war al lec’h.” emezañ -, al lochenn evit al loened, an doura diwar dour-c’hlav adpaket war doenn al lochenn.

An douzerien

Goude e vez degaset deñved war ar gorreadoù. Ingal e chom al loened eno, a-hed ar bloaz, ha zoken pa zeuont da vezañ kozh. Betek 10-12 vloaz e vev un dañvad. “Ne vezont ket lazhet. Ne glaskomp ket gounit diwar o c’hig.” emezañ. Deñved div ouenn a gaver, deñved bihan Eusa – a vo lakaet unan dre 1000m² – ha deñved Lannoù Breizh, brasoc’h – unan evit 2000m² – “Evit se e c’houlenner atav kaout gorreadoù a 1500m² d’an nebeutañ.” emezañ.

Buan eo aet war-zu Roazhon e-lec’h en deus kavet fred gant pratikoù liesseurt, strollegezhioù evel kumun Saint Gilles ha Gévézé (44 000m²), embregerezhioù evel Sojasun “Met morse ne labouran gant hiniennoù.” Er c’hêrioù bras ha tro-dro e kaver ar braz eus e 80 pratik hag o 100 lec’h-peuriñ evit e 600 dañvad hag e 10 gavr vihan.

Evit kas-degas deñved o deus 3 c’harr a-ratozh a c’heller lakaat eno betek 15-20 dañvad, hervez ma vez gloan warno pe get

E miz Ebrel-Mae e vezont touzet gant o mesaerien, kaset ma veze ar gloan d’ar “Petite Filature” ha bremañ d’ur stal brasoc’h e-kreiz Bro-C’hall, e Saugues.

Astenn

Goude Naoned ha Roazhon eo aet war-zu Sant-Malo, Gwened, ha nevesoc’h zo, Brest ha Tours. Kresket a-galz eo ar SAS dre ma zo bremañ enni 7 goprad – 3,5 ETP – ingalet un tamm e pep lec’h evel Nicolas le Fébure e Roazhon karget da verañ 25 plas tro-dro kêrbenn Breizh, Thibaud Poulain e Gwened… En Oriant o deus graet marc’had gant an “Tamaris”, un EPHAD a 77 gwele. En holl bremañ e veront 80 000 m².

Ouzhpenn merañ ar peuriñ e kemeront e kont ar buheziñ, da vare touzañ an deñved, da skouer.

  • Ur pennad embannet en niverenn 829 – d’an 30 a viz Ebrel 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez