Bro-Iwerzhon : e Derry

19 vloaz goude bout lañset ar PSNI, polis ar C’hwec’h Kontelezh, a chom ar polis kentoc’h protestant evel an hini a oa a-raok, ar RUC. Goulennet e vez muioc’h a gatoliked gant pennoù bras ar PSNI koulskoude, met n’eus ken ‘met tro 30% anezhe er vro a-bezh. Nebeutoc’h e lec’hioù zo c’hoazh…

A-raok ma vehe bet sinet Emglev Gwener ar Gaoz gant ar Sinn Féin e oa bet kaoz hardizh ag ar RUC (Royal Ulster Constabulary), da lavaret eo polis ar C’hwec’h Kontelezh. Krouet e oa bet ar RUC e 1922 ha kontet da bolis ar brotestanted nemetken. « Ur polis brotestant en ur stad protestant evit ur bobl brotestant » a veze lavaret. Enni e oa protestanted nemetken pe hogozik ha lod ag ar bolisourion a oa izili a vilisoù lealour. E-pad ar brezel diabarzh (an « Troubles ») e voe peurlazhet 55 den gant ar RUC. Ha 319 polisour a zo bet diskaret gant an IRA pe ar strolladoù republikan all (INLA, cIRA, …). Brudet e oa ar RUC evit bout dorn-ouzh-dorn gant ar milisoù lealour ken e oa ar ger « RUC » daet da vout ur gunujenn er gumuniezh katolik.

31% a gatoliked e Derry

E 2001 e voe dismantret ar RUC ha savet ur servij polis nevez : ar PSNI (Police Service of Northern Ireland) an hini eo. Hervez an «  teuliad Patten » (ar « strollad Patten » a voe savet e 1998 evit kas ur preder àr ar polis er C’hwec’h Kontelezh ha kavout an doare da sevel ur servij hag a vehe e dere an div gumuniezh) e oa sañset ar PSNI ebarzhiñ 50% a gatoliked ha 50% a nann-gatoliked. E gwirionez n’eo ket bet tizhet biskoazh ar sifr-se hag e voe lakaet fin da bolitikerezh ar 50/50 e 2011 gant Stormont. Hiriv an deiz, e Derry, zo 31% ag ar bolisourion a zo katolik hag izeloc’h c’hoazh an dregantad evit an ofisourion. Hag ur gêr kentoc’h katolik eo Derry ! Er peurrest ag an Norzh eh eus 28% a gatoliked er polis ha gwashoc’h c’hoazh, e kêrioù Armagh, Banbridge ha Craigavon n’eus ket ‘met 23% anezhe. Bout zo ivez un nebeud ofisourion a vinorelezhioù etnek (pakistaniz da skouer) met ur mizer eo. E kêr vBelfast emañ an niver brasañ gant 0,51% a ofisourion a-orin a vinorelezhioù etnek.

Pell emañ Yann diouzh e gazeg neuze. Evit ar re nann-brotestant, kement hag evit ar merc’hed. E Derry n’eus ket ‘met 26% a verc’hed e korf an ofisourion.

Daou sell dishañval

Ag o zu o deus ar republikaned disfiz, atav, ouzh ar PSNI (lesanvet « RUC/PSNI » gante). Kement ha kemer ur skouer : betek-henn biskoazh ne oa daet ar Sinn Féin d’ur bodad-tuta aozet gant ar PSNI e Derry. Ar strolladoù unvanour a gemer perzh atav met ket ar Sinn Féiners. Anez komz ag ar republikaned all ! hervez Garry Donnely, anezhañ kuzuliour « dizalc’h » ar c’hontre (Donnely zo un disrannour e gwirionez, hennezh a zo bet er RIRA, en 32CSM ha bet meur a vloaz en toull-bac’h. Ar wech kentañ evit bout taget un ofisour (ag ar… PSNI, just a-walc’h !)  « n’eo ket ar republikaned evit asañtiñ na da stad ar C’hwec’h Kontelezh na da forzh peseurt korf polis a souten ar stad-se hag a zifenn anezhañ ». Sklaer evel daoulagad an naer. Garry Middleton, anezhañ kannad an DUP, kontre Derry, a c’houlenn ag e du « e vroudahe ar gumuniezh katolik holl izili ar gumuniezh da vont er PSNI ». Chañs vat dezhañ !

« Klasket vo titliñ polisourion e-barzh kumuniezhoù all » en deus embannet Gordon McCalmont anezhañ penn bras polis Derry ha Strabane. Er minorelezhioù etnek paneveken peotramant er gumuniezh LBGT, e-touesk ar vicherourion hag ar re yaouank.

Fabien Lecuyer

  • Ur pennad embannet en niverenn 795 – d’ar 4 a viz Gwengolo 2020.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez