Diwan Rianteg

Gant Kuzul Skoazell Skol Diwan Rianteg ez eus bet embannet ur bladenn CD ha niverel d’ar 26 a viz Genver 2021. An 10 ton a oa bet kanet gant bugale ar skol e 2019 evit lidiñ 10 vlez Diwan Rianteg. Ur sapre labour a oa bet kaset da benn get ar vugale, o zud hag ar skipailh pedagogel evit kinnig 10 ton brav e brezhoneg. 150 pladenn fetis zo bet embannet. Profet int bet da vugale ar skol ha da bep arzour.

Un embann niverel

Nebeut a skouerennoù ‘zo bet embannet rak ton ‘vo graet d’ar stumm da bellgargañ kentoc’h. Ya, rak hiriv an deiz, ur mor a dud n’o deus ket mui mekanikoù da lenn ar Cd-où. Dre ar poellgomzerioù e vez selaouet sonerezh, kalzik. Tud ar vugale o deus soñjet neuze e oa kenkoulz kinnig ar bladenn e mod niverel war ur 15 diaz bellgargiñ disheñvel. Tu ‘vo d’an neb a garo selaou an tonioù e kement lec’h tro-dro d’ar voull-douar ! Da bellgargiñ emañ ar bladenn neuze war an holl diazoù pellgargiñ dre goumanant pe dre he frenañ enlinenn (Deezer, Spotify, Apple music…). Tu ‘zo da selaou un diveradenn eus ar bladenn war lec’hienn internet ar skol ivez https://diwan-rianteg.org/br/. Skouerennoù fetis a zo da werzhañ memestra (10 € an tamm) war al lec’h e Skol Diwan Rianteg, pe dre bostel da skoazell.rianteg(@)gmail.com, pe dre urzhiad kaset dre ar post war boutik.mignoned.bzh,

Arzourien brudet o harpañ Diwan Rianteg

Dont ‘ra brav disoc’h ar bladenn. Meret eo bet ar raktres ‘pad 2 vloaz gant Étienne Callac (soner gitar bout ha tad er skol), gant sikour Ronan Jossec evit ar sonveskañ hag ar mastering. A-live eo ar c’hinnig arzel gant pladennoù micherel ‘zo. Plijus ha fresk eo an tonioù kanet e rannyezh Gwened. Lod zo hengounel (Deomp da Rianteg da vale, dastumet gant Beneat Allaire digant Radegonde Jouanno, brezhonegerez a-vihanik a 94 blez o chom e Rianteg, pe ar C’hazh-koad), rimadelloù (Brandi Sant-Iwan) pe c’hoazh barzhonegoù dibunet (Ar Verniken bet skrivet gant Yann-Ber Kalloc’h) pe tonioù nevesoc’h evel Gwriat hunvreoù, un ton kaer-kenañ bet troet e brezhoneg diwar an asturianeg gant Mael Ar Gov, renour ar skol (ha sonour er bladenn !) .

Arzourien brudet-tre o deus sonet war ar bladenn : tud evel Roland Conq, Amélie Les Crayons, Youn Kamm, Mael Paillot, Yves le Guennec. Ha kanerien brudet-mat er vro ivez evel Yann Raoul hag Yves Jego (kanerien Arvest) pe c’hoazh Momo Jouanno.

Pouez dibar ar sevenadur e Diwan

Diwan zo ur skol dibar pa vez kaoz ag ar sevenadur treuzkaset, ar bladenn-mañ a zo un testeni splann a gement-mañ. “Dre ar blijadur da gomz, ar c’han hag ar c’hrouiñ e vo savetaet hor yezh ! Kanomp uhel neuze ! » a ziskler Skoazell Diwan Rianteg. Gant an enkadenn emañ Diwan o treuziñ abaoe 2 vloaz (digresk kreñv war an niver a skolidi er rouedad) e ra vad d’an holl gwelet raktresoù pozitivel ha leun a startijenn o tifoupañ. Keit ma vo, hag ezhomm vo (!) ar Vreizhiz ha rouedad Diwan “dorn ha dorn, skoaz ouzh skoaz, esperañs a zo c’hoazh” ‘vel ma kane Jean-Luc Roudot e fin ar bloavezhioù 80 !

TAN

Ur pennad embannet en niverenn 817 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez