Enklask kentañ Splann !

Deuet eo er-maez enklask kentañ Splann ! – “ar media enklask dizalc’h e Breizh” – ha setu da heul penaos e kinnigont anezhañ ha pelec’h kavout e deir lodenn :

“Gwisket e ruz eo Breizh. Kement a atantoù da zisevel loened ‘zo, hag eo Breizh ar vro an hini pennañ o tilaoskañ amoniak e Frañs. Ha gant ar gaz-se, krouet rannigoù-munud en aer… hag a lazh dekvedoù a viliadoù a dud bep bloaz. Ankenius eo evit yec’hed an dud, ha hent-all e weler sklaer dija pegen mantrus e c’hell bezañ evit an endro. Met n’eo ket evit-se emañ Breizh o toujañ eus sturiadoù Europa da geñver an amoniak : war washaat e c’hello mont saotradur an amoniak en aer d’ar bloavezhioù da zont er vro. Abalamour d’ar re a fell dezhe gounit arc’hant kousto pe gousto… Ha zoken ma vez aet a-enep al lezhenn gant lod a industriourien evit en-ober.”

© Jean-Philippe Corre / Splann !
  • Lodenn 1 : E Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz : amañ
  • Lodenn 2 : Industrielerien ha strollegezhioù o c’hoari da-vat evit an amoniak : amañ
  • Lodenn 3 : Temz hag amoniak masklet e Sant-Maloù : amañ

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez