Evit gouzout muioc’h

KDSK, evit “Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek. Met petra eo ? Ma ouzhpenner “Kreizenn ditouriñ” e c’hell bezañ anatoc’h. E berrgomzoù kalz a zielloù – tost da 20 000 – ha kalz a labour.

Levrioù evit ar re vras kement hag evit ar re yaouank.

Eus KDSK zo abaoe 2001, staliet ma oa e Gwened, dalc’het gant Maripol Gouret. Met n’eo ken ‘met e 2017, ur wech staliet ar greizenn war 270 m², e-kreiz Kreizenn Sevenadurel Sant-Ervlan, straed l’Angevinière, ma zo bet kavet bod evit an 20 000 teuliad a gaver eno, en o zouez 16 000 a c’heller amprestiñ, met ivez 400 titl kazetennoù ha kelaouennoù liammet da Vreizh pe d’ar Broioù Keltiek. Ul labour ramzel a zo da gas da benn asambles gant Brendan Guillouzig-Gouret rak dav eo tikedenniñ, renabliñ, derc’hel a-ratre, niverelaat, dielfennañ, lakaat enlinenn war ar Genrouedad… Dre chañs, abaoe daou vloaz zo, e c’hell kontañ KDSK war sikour tud a-youl-vat evit al labour fardañ levrioù, muioc’h pe nebeutoc’h hervez ar c’hleñved-red.

Niverelaat

Abaoe 2013 zo bet kroget da niverelaat levrioù a c’hellfe mont da fall, re vresk pe rouez. 7500 pajenn a zo bet niverelaet ha lakaet enlinenn war Internet (war lec’hienn KDSK, Bretania (ar porched sevenadurioù Breizh), Calaméo, ISSUU, …). Abaoe 2017 zo bet niverelaet 5 000 skeudenn (skritelloù, poltriji, darvoudoù, manifestadegoù…) 2 000 a zo enlinenn dija ha 3 000 ouzhpenn a vo lakaet enlinenn evit fin miz Even 2021. E-touez an traoù kozh ha pouezus miret e KDSK e c’heller menegiñ dielloù Maodez Glanndour (Loeiz ar Floc’h), Glenmor, Annaig Renault, Aldrig Russon pe c’hoazh teulioù-labour Danielle Novello-Floc’hlay da vare ma save he linenn-grouiñ “Keltia”.

Gant an holl levrioù bet roet a-wechoù gant levraouegoù prevez, tezennoù doktorelezh savet gant studierien, kazetennoù bet embannet er vro ha war ar vro, e vez eus KDSK brasañ levraoueg sevenadurel brezhonek ha keltiek a zo e Breizh.

________

  • KDSK war lec’hiennoù Internet :

1 – Dalc’had teuliaouiñ : http://www.kdsk.bzh:8080/ ; klask teulioù (meziant divyezhek brezhoneg-galleg) ;

2 – Titouroù dre vras, keloù diwar-benn an obererezhioù (programm, skeudennaoueg, pennadoù-skrid, an diskouezadegoù kinniget , … : https://kdsk-crcc.wixsite.com/kdsk

– Pajenn facebook : https://www.facebook.com/KDSK.BZH/

– Kont Twitter : https://twitter.com/KDSK_CRCC

  • Lec’hiennoù all e-lec’h ma c’heller kavout an teulioù KDSK niverelaet :

– Bretania, porched sevenadurioù Breizh : http://www.bretania.bzh/

– Calaméo : https://fr.calameo.com/accounts/4908138

– Issuu : https://issuu.com/search?q=kdsk

  • Mont e darempred gant KDSK :

kdsk.bro.naoned@gmail.com / KDSK, Kreizenn Sevenadurel “Yezhoù & Sevenadur”, 12 bali an Angevinière, 44 800 Sant-Ervlan

  • Ur pennad embannet en niverenn 831 – d’ar 14 a viz Mae 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez