Ezhomm kaout ur c’harr

E Brest zo bet savet un aozadur bras evit sikour an dud lakaet diaes gant ar vuhez da c’hellout mont d’o labour. Sikouret e vezont da dremen o aotre-bleniañ met ivez da dresañ o c’harr evit prizioù izel.

Da gentañ e rank an dud kaout skrid-testeni ul labourer-sokial, skoazeller sokial pe “Mission locale“, Pôle Implij pe CLIE. Gant seurt testeni e tegas an dud o mekanik evit ma vefe graet dezho ur briziadenn digoust evit al labourioù ‘vefe d’ober, graet gant Aurélien Koutsotsana evit ar c’hirri ha gant Loic Saout evit ar c’hwiled-tan ha kezeg-houarn. «Met ne vo nemet an hanter anezho, dre vras, a c’houlenno e vefe dreset o c’harr. Daoust d’ar c’houst izel – 25€ an eur pa vez etre 60 ha 80 en ur c’harrdi boas – e kav lod gwelloc’h ober al labourioù o-unan, pe chom hep ober anezho ha kas o mekanik d’al lastez.» eme Aurélien Koutsotsana. Warlene o deus rentet o setañs 153 gwech ha n’o deus bet da dresañ nemet 81 mekanik.

Adlakaat an dud ouzh ar stern

N’eo ket d’an daou zen-se d’ober al labour met kentoc’h d’an dud a zo degemeret er stal – betek 12 anezho – gant ar soñj lakaat ar re-mañ war hent al labour, gant skoazell ur guzulierez Karine Charles. «Desket e vo dezho ar surentez, doujañ ouzh an dud hag ouzh an dafar, an eurvezhioù labour… evit ma c’hellfent goude, ma fell dezho, kenderc’hel gant ur stummadur en AFPA, e Brest pe e Loudieg. » a resisa Aurélien Koutsotsana. Dindan ar prantad kentañ, 4 miz ha 25 eurvezh ar sizhun e vint ambrouget war-zu al labour, gant un emvod-bilañs bep tri miz. Goude ar prantad kentañ e c’hellont goulenn un eil ha zoken kenderc’hel goude betek kaout o aotre-bleniañ. «Padal, ma ne glaskont ket kaout an aotre-se e klaskomp chom gant ur bloavezh, o c’houzout e c’hell unan bennak deskiñ an holl ziazezoù dindan 8 miz. » a gendalc’h ar mestr-mekanisian.

Servijoù ouzhpenn

Aesaat d’an dud mont ha dont er ar pal. Dresañ a reont kempenn ar c’hezeg-houarn eo BMO perc’henn warno – 50 da gentañ, ouzhpenn 150 bremañ – evit ma c’hellfe o ferc’henn feurmiñ mekanikoù e stad vat. Merañ – ha kempenn p’eo ret – e reont ivez un 20 karr a vez feurmet d’ur priz izel da gement davanteg. «Bez’ e c’hellont, zoken, mont da gerc’hat ur c’harr sac’het, e bro Brest, ha kas anezhañ betek ar c’harrdi da vezañ renket. Ha se evit 25€ nemetken.» a gloz Aurélien Koutsotsana.

Emdreiñ

E 2001-2002 e oa bet loc’het an intrudu, da vare ma zo bet adframmet al labour en arsanailh. D’ar poent-se e veze feurmet c’hwiled-tan, ha digoret d’an dud kredoù bihan. E 2016 e voe krouet En route pour l’Emploi, ur savenn evit aesaat ar fiñv e bro Brest. Er bloavezhioù-mañ e tegemer ar c’harrdi-kengred tud yaouank, etre 22 ha 30 vloaz, en o zouez un tamm mat a zivroidi m’eo evito implij ar yezh ur sapre skoilh.

  • Ur pennad embannet en niverenn 828 – d’an 23 a viz Ebrel 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez