Hir e vo ar goañv

Ur beurevezh a viz Du, e-tro eizh eur. Ul litenn begus a ziskenn sioulik war ar porzh. Talbennoù damlouet ar renkennad tiez lizennet dindan ar glav tanav. Al latar a zo savet tri devezh a zo gant al lanv ne ra ket van d’en em zispenn. Ar c’hontrol ‘ni eo : war devaat ez a. War elum emañ c’hoazh ar c’hleuzeurioù-straed en-dro d’al lenn-borzh, hag ar c’helc’hioù sklêrijenn a weler o dameuc’h morlivet er poulloù-dour teñval, penn-da-benn gant ar c’hae gludek. Hiraezh am eus da fourradoù avel miz Genver, un avel dreut ha binimus, a dra sur, hogen plijusoc’h din-me eget al leizhder milliget-mañ, a dreant ar c’hroc’hen hag a sklas an izili !

Paket-mat em mantell e kerzhan. Evit mont da ostaleri an Oriaved e rankan hedañ ar c’hae. Dec’h da noz, diwezhat – e-tro unnek eur e tlee bezañ – ez eus en em gavet ul lestr-karg norvegiat, Katarin e anv. Dre ar prenestr em boa gwelet anezhañ o skluzañ hag o riklañ, ponner ha gorrek, war an dour du. E blas da gaeañ a oa bet miret, evel kustum, gant servijoù ar porzh, rak bep miz e teu betek al Lege, leun-barr gant e gargad prenn. Emañ bremañ paotred ar porzh, kefridi warno, o tiskargañ anezhañ. Daou bezh luc’hvanner a daol o gouloù trellus war ar pont , hag ar givri-houarn a dro goustad en oabl morfont. Ret eo lakaat bec’h, hag ar vartoloded n’o devo ket amzer da lezenniñ : warc’hoazh beure e ranko ar vag mont er-maez. N’o devo gwelet netra, nemet ur porzh evel ar re all, hag anv Sant-Brieg ne enaouo en o spered nemet brizhsoñj kaeoù didud o lufrañ gant an ailhenn. Bale a ran buanoc’h evit tec’hel rak c’hwezh empennus ar bernioù prenn renket war ar c’hae, ur c’hwezh displijus abalamour, moarvat, d’an aozadoù kimiek m’eo intret ar c’hoad ganto.

En tu all d’an dour, lec’h m’emañ bagoù bihan ar besketaerien, ar porzh a zo sebeliet er sioulañs. Ur c’houblad morvrini, en o sav war aspled ar c’hae, mut, difiñv, ha dispak o divaskell, a glask, gwellikañ ma c’hallont, sec’hañ o fluñv du, ha n’eo ket hiziv eo e vo gwelet ar skrewed o troidellañ uhel a-us d’an dour : re gogusek ha re drist an amzer evito ivez, moarvat. Gwech ha gwech all koulskoude e klever unan anezho o sevel he mouezh, klemmus evel leñvadennoù bugel. Ne chom mui eno nemet pemp pe c’hwec’h chaluter bihan, izel o aros ha pennek o frigalion. Etre div droiad peketa e vez ar vartoloded war-dro ar bagoù. A-hend-all ne weler mui nemet ral a wech diskeud un den o tremen dillo dre eno.

Dre ma ‘z an pelloc’h ha dre ma tostaan d’ar pont-tro e franka warnon un tamm bihan. Ne glever mui amañ na flaer ar gazeoul na c’hwezh heugus ar pesked marv : ar bigi-bale n’eus c’hwezh ebet ganto. Renket int penn-da-benn gant ar c’hae, moñsell-ouzh-moñsell. Pell o deus c’hoazh da c’hortoz, betek devezhioù kaer an nevez-amzer, kent kuitaat ar porzh. Gleb ha ramp eo mein ar c’hae, ha, pa dremen un oto em c’hichen, e rankan pellaat un tammig bihan, kuit da vezañ breliñset a zour lous ha yen. War an dorn dehoù, goude ostaleri vrudet Ar Marmous, ar ru a ya goustad war ledanaat hag a dro da blasenn. N’eus nemet daou brenestr sklêrijennet, ha, pell c’hoazh dirazon, barr-ti ostaleri an Oriav o wilc’hata hag o stourm kalonek ouzh an amzer lug.

Ur wech bountet an nor e choman ur pennadig amzer trellet gant ar gouloù ha kennerzhet gant klouarded an aer. N’eus en ostaleri d’an eur-mañ nemet daou zen ouzh ar c’hontouer ha, en e gorn boas, Jakez, lesanvet Ar Mud, abalamour ma ne zistag ket muioc’h eget peder gomz setañsus er sizhun. Hiziv avat -dre be vurzhud ? – eo tuet mat hag e lavar din : “hir e vo ar goañv, Herve”. Teurel a ran ur sell war an amc’houlou en tu all d’ar prenestr stlabezet gant ar glav, ha, souezhet un tamm bihan o vezañ klevet ar Mud o tistagañ ur frazenn ken hir, e respontan dezhañ : “Ar gwir a zo ganit, Jakez, hir e vo ar goañv”…

Herve Gouedard

  • Un danevell embannet en niverenn 728 – d’ar 24 a viz Mae 2019.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez