Holl dindan ar memes toenn

Abaoe 2 vloaz e oa Virginie Le Goazcoz oc’h ijinañ ul lec’h bras da vodañ ennañ meur a zen, c’hoant ganto kenlabourat. Ha kavet ul lec’h, dalc’het betek-henn gant menuzerien, ha savet ur gevredigezh, « La Machinerie ».

Audrey, Virginie ha Damien o sellout ouzh ar skoazelloù da vare an arc’hantaouiñ gant Kengo !

Gant Audrey le Vigouroux, kenwerzhourez e Baden, ha Damien Vellery-Radot, diazezer ur fab-lab, eus Baden ivez, he deus krouet ar gevredigezh. P’o deus gouezet e oa ur goudorenn vras 300m², dieub, e Toull-Broc’h, e Baden, hanter-hent etre An Alre ha Gwened, o deus lammet war ar c’hinnig ha feurmet al lec’h, 1300€ ar miz. « Ur plas dispar e oa, lec’hiet-brav. » emezi. Abaoe emaint oc’h ober labourioù ennañ evit degemer stalioù a bep seurt. Lochennoù e koad a vo savet da zegemer artizaned. Roet o deus lañs d’ur c’hlask arc’hantaouiñ war Kengo ha tizhet dija, eizhteiz zo, 7300€ war an 10 000 a c’hoantaent kaout.

Nerzh sachañ

Raktresoù e-leizh a zo ganto. Ha deuet int a-benn da sachañ tud d’o heul. Yannick Roussel a zalc’he betek-henn ur preti e Baden. Met ranket en deus serriñ. Eno e vo gant e food-truck, dirak an egorenn, eus 9 eur mintin da 7 eur noz, o kinnig pladoù d’an dud da gas ganto d’ar gêr. Bez’ e vo ivez Marion Deguine, merourez Ty Wood, a sav arrebeuri gant koad adimplijet. Hag ivez, evel-just Audrey Le Vigouroux gant he stal dilhad kozh hag arrebeuri kozh. Damien Vellery-Radot, eus e du, a roio buhez d’ur stal fab-lab, dre implij an niverel hag e voullerezhioù 3D. Plas a vo gouestlet ivez da ziskouez krouidigezhioù, e koad pe e danvez.

Bodañ

Dindan ar memes toenn e vo degemeret ivez tud a zo o klask ul lec’h serret – 3 flas a vo – pe reoù digor – un dek bennak ouzhpenn – dedennet ma ‘z int gant ar co-working. « Kalz goulennoù a zo. Tost an holl blasoù a zo dalc’het dija. » eme Virginie Le Goazcoz, a vo merourez al lec’h. Dezhi e vo da gas da benn ar prantadoù buheziñ, abadennoù sonerezh, abadennoù evit ar vugale… « Cheñch a raio din eus ma micher grafourez. » emezi.

Evit poent emaint da vat gant ar labourioù, laouen da welet int heuliet gant an dud – 800 heulier war Facebook, 230 war Instagram – met ivez gant an ti-kêr hag ar Rannvro. Da 30000€ e savo an dispignoù, 20000 evit al labourioù, 10000 evit ar binvioù. War an hent mat emañ raktres « La Machinerie ».

Muioc’h a ditouroù : www.lamachinerie.bzh

  • Ur pennad embannet en niverenn 818 – d’an 12 a viz C’hwevrer 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez