Houmous gant bezhin

An houmous a zo ur meuz hengounel a orin deus Bro-Liban. Brudet-mat eo deuet da vezañ an deiz hiziv hag alies mat p’en emgaver tu pe du e ti an dud evit debriñ an digor-kalon e vez lakaet ur volennad houmous war an daol. Er bed ar vejetarianed eo muioc’h anavezet c’hoazh hag ijinet zo bet a bep seurt rekipeoù diwar piz sisez1 peotramant piz2 torr pe fer3. Ar rekipe-mañ a dalvoudeka ar bezhin : un teñzor deus ar mor eo, ennañ e-leizh a vlazioù ha perzhioù mat (feurioù mineroioù digredus a gaver e-barzh bezhin mor)

© Timothée Messager

(Evit 5 den)

Aozennoù :

* 400g piz melen poazh (da lâret eo 200g piz sec’h)

* ur banne chug poazhadur

* 10 loaiad eoul olivez(gwelloc’h pa vez bio)

* 4 loaiad vras tahin4

* 2 loaiad bras chug-sitroñs

* 5 loaiad vras a vezhin sec’h pe 10 loaiad vras a vezhin fresk (pailhetez munut)

* spisoù evel kumin, kurkuma pe baprika e poultr

* Holen ha pebr

* Ur glorenn5 kignen, ma karfet

Pazennoù :

1 – Lakait war-dro 200g piz-melen da c’hlec’hiañ6 un devezh ‘pad (noz ha deiz = 24 eurvezh). Ret e vo deoc’h cheñch dour ur wech pe ziv, da skarzañ kuit saotradurioù e-barzh ar greun.

2- An deiz war-lerc’h poazhit anezhe gant un tamm bezhin (tali du = kombu) da zigreskiñ an amzer da boazhañ anezhe. Aezetoc’h e vo da gas ar boued d’en traoñ7 ivez, a-drugarez ar bezhin.

3 – Pa vez poazhet lakait ar piz gant e chug poazh e-barzh ur mekanik da flastrañ hag ouzhpennit an danvezioù all. Ar c’hignen zo gwelloc’h friket ha troc’het munut anezhañ.

4 – Arabat lakaat re a spisoù da gregiñ. Ret eo lakaat ur meudad deus bep tra ha tamm-ha-tamm e vo tanvet ha diouzh an disoc’h e c’heller adlakaat spisoù ouzhpenn.

5 – Ur reolenn a zo a-bouez-kenañ : ret eo chom aketus pa vez ar mekanik-flastrañ war elum, da chom hep mougañ kontell ar mekanik. Gallout a reer lakaat eoul pe chug-sitroñs pe dour ouzhpenn ma seblant re sec’h.

6 – Ur yod tanav ha seizek8 az pezo a-benn ar fin, evel dienn, aes da lakaat war un tamm bara pe war tammoù legumaj evel ur garotezenn pe ur irvinenn zu.

Timothée Messager

1 Piz sisez = pois chiches

2 Piz torr = pois cassés

3 Fer = lentilles

4 Tahin = yod sesam

5 ur glorenn = une gousse

6 glec’hiañ = mettre à tremper

7 Kas ar boued d’en traoñ = digérer

8 Seizek = soyeuse

UR rekipe embannet EN NIVERENN 796 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez