Implij an douar

Da gentañ en deus bet c’hoant ar c’huzul-kêr reneveziñ un ti bihan e-kreiz ar bourk, evel ma oa bet savet gwechall, gant douar. Ha goude zo bet savet ur gevredigezh « A fleur de terre » evit lakaat an ti da vevañ. Ha bremañ e savont un ti nevez, atav gant ar memes teknik.

Fellout a rae da Dominique Ramard hag e guzulierien a Saint Juvat, 650 annezad, 12 km e su Dinan, reneveziñ an ti kozh a oa e-kreiz ar bouk. Savet e oa bet gant pri ha gant mein Faluns. « Gwechall gozh, 15 milion a vloavezhioù zo, e oa ar mor amañ hag en em gavet e foñs dilec’hadoù mor a zo bet goloet goude gant douar. Betek ar bloavezhioù 60-70 e oa mengleuzioù nepell, e Trefumel ha fornioù raz er Quiou, ur gêriadenn e-kichen. » eme Nicolas Bonnaire, prezidant ar gevredigezh bet savet 5 bloaz zo. Kempennet ar mogerioù gant gwiskadoù pri a-drugarez da vañsonerezed – Sarah Dausque, Julie Baudelot hag Anjelina Viel – ha prest an tu da zegemer tud evit buheziñ ar vro, abadennoù sonerezh, beilhadegoù ha kontadegoù, bannañ filmoù. « Le Contoir eo bet anvet al lec’h rak fellout a rae deomp broudaén d’an eskemm.

Pelloc’h-pellañ

Ur forn da boazhañ bara a zo stag ouzh an ti. Renevezet eo bet ivez. Hag en diskar-amzer tremenet eo bet lakaet da dalvezout evit ar wech kentañ. «  Da wellaat a zo c’hoazh. Ne oa ket dispar ar c’hig rostet. Met dont a raio. » eme ar prezidant. Ur gwerje a zo ivez, 30 vloaz dezhañ. Tennet e vo gounid outañ hepdale. Ul liozh rannet a zo ivez. « Daou gouel troc-plant a aozomp ivez digor d’an holl. » emezañ c’hoazh. Bep bloaz, e-kreiz miz Gouere e vez pedet an holl da gemer perzh en atalieroù. Ar bloaz-mañ o doa servijet 85 pred da gas d’ar gêr.

Ha bremañ, sevel

Un ti o deus lakaet en o soñj sevel, a dalvezo d’ar skol. « 5 prantad a rankimp kaout, gant an eil emaomp. Bewech eo dav sevel ar voger eus 50 cm – ur « bauge » e lâront eus se – gant douar ha plous mesket mat, gwasket. Gant mein Faluns eo bet graet an diazez. «Bez e c’heller lakaat plankennoù koad war ar c’hoastezioù, ma zo ezhomm. Tennet e vezont diouzh noz. »

E Sant Juvat n’eo ket glad ar maezioù nemet ur mennozh. Mont a reont betek penn.

Ur pennad embannet en niverenn 806 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez