Josep

Un tresfilm gall, spagnol ha belgiad sevenet gant : Aurel (2020).

Gant mouezhioù : Sergi Lopez, Gerard Hernandez, Bruno Solo (1e14).

Evid kontañ buhez un tresour, petra gwell eged un tresfilm ? Ar pezh a zo bet graet amañ gant Aurel, ha daet eo braw an oberenn. Un tresour a-vicher eo an den. Kenlabouret en deus gant meur a gelaouenn (Le Monde, Le Canard enchainé, da skwer). Mez setu amañ e film kentañ, Josep. Kontiñ a ra istoer gwir un treser arall, Josep Bartoli, republikan spagnol bet oblijet da guitaad e vro e fin ar brezel diabarzh, pa oa bet trec’het an eil Republik spagnol gant Franco.

Tost da bemp kant mil a Spagnoliz a oa daet da glask repu er Frañs e penn kentañ ar bloaz 1939, ur prantad skrijuz anvet ar Retirada gant Spagnoliz. Soñjal a raent kredabl e vehent bet degemeret mat e bro ar frankiz, mez n’eo ket evel-se e oant bet degemeret. Sur ne oa ket ken aez merañ an traoù er prantad-se, pa oa brezel e Bro-Spagn ha pa oa trouz a vrezel gant an Alamagn. Adal penn kentañ ar bloaz 1938 nawazh en doa ragsantet ar gouarnamant gall e vehe red d’ar Frañs degemer repuidi spagnol emberr, rag diskoueziñ a rae arme Franco moned da vestr er vro. Mez izel mat o doa istimet niver ar repuidi. Kontet o doa ur 15 000 bennag anezhe, mez d’an 2 a viz C’hwevrer e oa 45 000 dija, un niver a droas da 250 000, pa oa arme Franco edan aloubiñ Katalonia. Ne oa ket a dortal, evid ar Republikaned ha soudarded ar brigadennoù etrebroâdel, rag ne veze ket tener ar fachisted en o c’heñver. Adal ar 5 a viz C’hwevrer e oa bet digoret an harzoù d’ar pezh a chome ag an arme republikan, ha setu 250 000 den ouzhpenn, bremañ tost da 500 000 en oll.

E meur a zepartamant e oa bet strewet ar repuidi, mez dreist-oll e oant bet tolpet e kampoù sud ar Frañs. E Rivesaltes hag e lec’hioù arall e oa bet savet kampoù kloz evite, ha dalc’het e oant bet eno en ur stad trueg na ra ket enor d’ar Frañs, sañset boud, nawazh, ur vro a-feson : “C’est beau, c’est grand, c’est généreux la France !” a lâre De Gaulle, mez en Aljeri e oa, hag e 1958. Gouied a raomp bremañ, e fin brezel an Aljeri, penaoz e oa bet parket en ur mod hañval an harkïed, tud divro-kàer e gwirionez, peogwir e oant bet disklaeriet treitourion gant gouarnamant nevez an Aljeri dizepant, ha gwelet er Frañs evel estrenion dic’hoantaet ouzhpenn.

Er film e welomp Josep enta, goude dezhañ boud achapet a Varselona e-raog donedigezh arme Franco e kêr. Diskouezet e vez e vuhez ha buhez e genvroidi e kamp Rivesaltes. Mez diazezet kàer eo steuñvenn ar film war an darempredoù stank ha paduz a oa bet etre an harluad katalan hag ur jañdarm gall. Darempredoù diaez, ha diblaen, rag ne c’hoarie ket an daou zen er memez porzh-skol. A-vepred nawazh eh eus bet liammoù difer etre prizonidi zo hag o gouarnerion. N’eo ket an dra-se a vez gortaet gant ar Stad a-berzh e servijerion, evel-just.

Un enor da Josep Bartoli eo ar film enta, hag ive d’ar jañdarm en doa roet dorn dezhañ e-pad e vac’hidigezh e Rivesaltes. Ha pezh diouver zo an diaesañ da añdur d’un treser, mar n’eo ket paper ha kreion evid tresañ ar pezh en deus c’hoant da dresañ ? A-drugarez d’ar jañdarm-se, tener e galon, pa ne oa ket e golleged a-sort gantañ, e c’helle Josep kaoud kreion ha paper. Hag un arm eo ar c’hreion dalc’het mat. Ar pezh a zo sur, gouied a ra Aurel ober a-feson gant e heni. Kàer eo ar film da weled, un drugar. Ha braw-tre ar muzik ouzhpenn.

Jean-Claude Le Ruyet

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez