Kaou Langoet

© Ul luc’hskeudenn gant Romy Alizé

Kaou, penaos oc’h deuet da vezañ aktour ?

Pa seller pell en amzer dremenet, em boa heuliet kentelioù c’hoariva er skolaj gant Jakez Ar Borgn ha plijet e oan bet gant ar c’hogadoù c’hoari war ar prim. D’ar memes mare em eus bet ar chañs deskiñ un tammig sonerezh eus Bro-vBenin. Seniñ a reaemp evit danserien a oa o teskiñ an dansoù hengounel. N’em eus ket bet tro d’ober-se e-pad pell amzer met pouezus-tre eo bet evidon. Peadra da zeskiñ selaou ar re all ha seniñ a-stroll ganto.

Tro ‘m eus bet da ganañ war leurennoù gant ar strollad sonerezh Gimol Dru Band ha plijadur ‘m eus bet da arnodiñ traoù nevez hep bezañ bet stummet en a-raok. Blaz ar c’hoari war al leurenn ‘n eus dihunet nerzhioù nevez ennon. An nerzh-se a lakaas ac’hanon d’en em wiskañ bemdez gant traoù divoutin, dañsal hep aon bezañ barnet gant an dud, hag hep struj na gwin mar plij ! Buan-tre ne oan ket lentik ken da gomz gant tud dianav, forzh piv e vefent. D’ar mare-se eo em eus graet anaoudegezh gant Pascale Breton hag he deus kinniget din c’hoari er film Suite Armoricaine. D’ar memes mare Soazig Daniellou he deus kinniget din c’hoari ha kanañ evit film Lann Vraz. War-lerc’h eo em eus bet c’hoant heuliañ ur stummadur aktour en Actors Factory.

Petra en deus degaset deoc’h war ar pemdez ?

War evezh e vezan war ar pemdez, o studiañ an dud tro-dro din. Aketusoc’h on war tout ar munudoù a ra an dud, penaos ha perak e tiskuilhont, pe get, o santimantoù… Forzh piv vefe, tud dianav a welan er straed kement ha mignoned tost. Studiañ ac’hanon a ran muioc’h ivez evit kompren spis penaos ez an en-dro.

Petra eo an diaesañ d’ober, c’hoari, gounit e blas… ?

Chom sturiet, kaout nerzh ha fiziañs da vont war-raok zoken pa ne ouezomp ket petra raimp warc’hoazh a c’hell bezañ diaes a-wechoù. Ne c’hounezer morse ur plas bennak d’am soñj. Atav e ranker strivañ neketa ? Lakaomp ne vefe plas ebet da c’hounez, nemet fiñval, gant lusk ha plijadur

Aet oc’h da Bariz, distroet… Petra ho peus desket/komprenet en afer-se ?

Aet on da Bariz evit heuliañ ur stummadur aktour. Desket ‘m eus war ar c’hoari ha desket em eus penaos e rank un aktour en em werzhañ. Leun a aktourien a zo war ar blasenn ha kalz diouto a zo barrek. Ret eo labourat ha strivañ dibaouez evit dont a-benn, ha ma ne vez ket roet dit chañs ebet da ginnig da labour eo ret dit seveniñ filmoù berr, kenderc’hel da vont war-raok. Setu penaos e welan an traoù evidon, met n’eus ket nemet un hent. Mil doare disheñvel a zo d’ober.

Petra a lak an dibaberien da choaz unan kentoc’h eget unan all ?

Pa vezer pedet d’ober un taol esae evit un danvez film zo da ziwall nonpas bezañ sturiet betek re gant ar c’hoant gounit, chañsoù ho peus bezañ gwasket gant an aon da goll, ha c’hwitañ pep tra. Evit mil abeg ne vo ket dibabet un aktour zoken ma ra kinnigoù dispar. Evit abegoù korfel da skouer (re vras e-keñver un aktour all, pe re heñvel…) Ar pezh a lak ur sevener da zibab un den a zo ivez tout an traoù soutil a ra omp holl disheñvel, hor nerzhioù diabarzh, traoù diwelus. Digeriñ dorioù an Den, an hinienn a zo ennomp a c’heller ober pa vezer distanet ha laouen da c’hoari. Deskiñ a reer en em brientiñ buan ha bezañ efedus dre forzh ober leun a gastingoù. Kalz traoù ‘m eus da zeskiñ c’hoazh, yaouank on war ar vicher.

Ha strivoù zo d’ober evit mont e krochen un dudenn ?

Un dudenn a c’heller krouiñ gant ur meskaj traoù personel ha traoù “paket” digant tud pe elfennoù diavaez deomp. Ul labour eo. Klask a ran, da gentañ ha war-lerc’h pa c’hoarian. Ret eo din “disoñjal” tout an titouroù, dieubiñ ar spered ha c’hoari gant ar c’horf, war ar prim. Adkavout un dra bennak fresk, krak.

Penaos e welit ho tazont war ar vicher-se ?

Kroget em eus da seveniñ filmoù berr, asambles gant Miguel De Brito hag un tropellad mignoned. Morzhol Prod eo anv hor strollad nevez-savet. Klask a reomp war-lerc’h aktourien ha tud mennet da labourat gant ar gouloù, ar son, ar frammañ… Deuit ‘ta da genlabourat ganeomp tudoù ! Seveniñ filmoù berr a lak ac’hanon da gaout plijadur war ar pemdez, deskiñ traoù nevez war ar vicher ha derc’hel da vont ganti. C’hoant em eus en em stummañ evit skrivañ senarii. Ra vin gouest da seveniñ filmoù skignet er sinema !

Raktresoù all ‘zo war ar stern. Kroget ‘m eus da c’hoari perzh pennañ un heuliad 4 film berr 10 munut, « Inspecteur Henry » e anv, ar sevener a glask un ti-prod. C’hoari a ran perzhioù disheñvel evit un heuliad istorioù berr sevenet diwar ur vandenn-treset gant Bastien Vivès hag a vo azasaet evit ar skramm. Eil rummad heuliad Fin Ar Bed a vo filmet en diskar-amzer sañset. Ha c’hoari a rin evit mil film bennak c’hoazh emichañs, keit ma vin bev !

Micherioù all ho peus graet a-raok ?

Me zo bet legumacher bio, kranketaer, danser hula-hoop, morlaer, gastez (luxe), barzh, ribler noz, diskourer…

Ur varzhoneg ho pefe da ginnig deomp ?

Ya, unan am eus skrivet o soñjal er bugel a zo bev c’hoazh ennon :

Soñj ‘m eus pa oan indian
Redek a raen an devezh-pad a-dreñv tropelladoù kezeg dieub da vont ha dont
Soñj ‘m eus pa oan ur sklav afrikan
Staget gant chadennoù houarn, pell deus va bro…
Savet ‘oan e-kreiz un noz glas-teñval
Evit krougañ ar Mestr daonet
Soñj ‘m eus pa oan ur morlaer dañjerus
Redek a raen ar morioù da heul listri ar re binvidik
A-benn disammañ anezho eus teñzorioù re bounner evito
Ur c’hadour doujet e oan
Prest e oan da vervel evit difenn va meuriad
Soñj ‘m eus deus brezelioù bras
Tan dir ha tann !
Marvet on mil gwech hag unan
Gouzout a raen nijal evel an erer bras
Ne anavezen nag an aon nag an naon
Al loened gouez a oa migoned din
Sonj ‘m eus deus va c’horf skañv
O tañsal a-hed an hañv
Soñj ‘m eus deus va fulor bras ha deus daoulagad dous va mamm.

Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?

Kement a eñvorennoù dreist am eus, ne ouezan ket dibab. Beajoù er spered a blij din tañva. Merket ‘oan bet gant un darvoud ispisial pa oan o teskiñ seniñ sonerezh hengounel Bro-vBenin gant Vincent Harisdo. Un deiz bennak e-keit ma oamp o seniñ hag o kanañ asambles gant sonerien a-vicher, ‘oa nijet va spered kuit en ur bed all, kaset gant ar sonerezh. E-pad 10 eilenn em eus gwelet livioù o stirlinkat. Souezhet on bet ken ken em eus paouezet da seniñ ha distroet on war an douar, e Gwitalmeze gozh. Piv oar e-pelec’h e oan bet ? Desket ‘m eus kalz gant ar sonerezh. E soñj emaon mont da Vro-vBenin ‘benn bloaz.

Piv a gasfec’h ganeoc’h war un enezenn didud ?

Kas a rafen Freud war un enezenn didud ha tu vefe d’an holl dud bet bac’het en ospitalioù psy abalamour dezhañ ha d’e mennozhioù tort, a-benn studiañ anezhañ. Teurel kraoñ marmouz a vefe aotreet evel-just.

Peseurt lec’h ho pije c’hoant reiñ da anavezout d’ar re all ?

Park ar Mezou Braz e Lambaol-Gwitalmeze, pa tarzh an deiz e sioulder ur mintinvez hañv. Den ebet tro-war-dro nemet trouzioù an natur… ha dirazoc’h ar mor digor ledan.

Ha peseurt arzour ?

Selaouit Tank and the Bangas – SpaceShips !

Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat p’emaoc’h ho-unan ?

Selaou sonerezh a ran atav. Dañsal ha kanañ a zo an daou dra pouezusañ a c’heller ober er bed. Tu zo din treiñ da sod gant sonerezh hip-hop, ha flourañ riblennoù an trans o tañsal kreñv, yao !

Tizhet oc’h gant ur vro pell ?

Palestin. Iskis e kavan ne embannfe ket an dud e vezont enep-sionour (enep-sionist). Ur stumm apartheid a zo aozet gant stad Israel ha diehan e vez gwasket, bac’het ha lazhet tud e Bro-Balestinia. Polikerien Bro-C’hall a ra van krediñ e vefe reizh an traoù hag ar mediaoù bras a c’hoari da gemmeskañ pep tra. Aiaiai ! Lod vrasañ deus stadoù er bed a zo troet war-zu an tu dehou pellañ, labour ‘zo evit an dud a fell dezho chom disuj.

Penaos e welez an dazont ?

Teñval eo an dazont pa weler penaos e vez gwallgaset an dud hag an natur dre-vras, met traoù brav a zo ivez. Ur fiñv hollvedel a zo lañset gant ar maouezed e pep korn-bro evit bezañ digabestr. Cheñch a ra penn d’ar vazh ha gwall a se ! Lazhomp an ozac’hmeuriezh !

Petra na c’heller ket gouzañv ?

Ne c’hellan ket gouzañv klevet radio France-Inter diouzh ar mintin. C’hoant rejetiñ am eus kerkent. Gwashoc’h c’hoazh a zo : ar c’homzoù droch ha tagus a c’heller klevet en tele, noz ha deiz, a lak ac’hanon da vezañ feuls, betek kaout c’hoant distruj ar skinweler.

Petra a lak ac’hanoc’h da vezañ yac’h ?

Ar garantez en e holl stummoù a lak ac’hanon da vezañ yac’h. Pe c’hoazh deskiñ un ton nevez, da skouer « I got the… » krouet gant Labi Siffre, ur ganaouenn dreist evit dihuniñ pe c’hoazh « Lujon » ijinet gant Henry Mancini, dreist evit distanañ. Akua Naru a gan « Poetry, how does it feel now ? » ha setu me soubet er garantez. Peotramant zo tu din selaou kanaouenn Casey « Liberez la bête » ha setu me yac’h evel ul loen gouez…

Da beseurt goulenn ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?

C’hoant peus kas d’ar strad kement stumm arc’hant a zo er bed. Boum !

  • Un atersadenn embannet en niverenn 731 – d’ar 14 a viz Even 2019.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez