Karantez pell, karantez tost

Warszawa, d’ar Yaou 22 a viz Ebrel 1971

Denez kaezh,

Gant kalz a joa ‘m eus degemeret da lizher diwezhañ. Mil bennozh evit al luc’hskeudennoù ha, dreist-holl, evit ar varzhoneg savet ganit. Kaerat prof evit ma ugent vloaz ! Gant ma zad ha ma mamm hon eus tremenet an dibenn-sizhun-se war bord ar mor, e Jastrzebia-Gora, ur 400 kilometr bennak diouzh ar gêrbenn. Ul lec’h dibar an hini eo ! Al leti e-lec’h ma oamp diskennet a skoe war unan eus traezhennoù hirañ Polonia, ha d’ar c’houlz-mañ eus ar bloaz e oa distank an dud warni. Tadig en doa prientet pep tra pell zo dija. A-drugarez d’e vignoned e vez un tamm mat aesoc’h an traoù.

Laouen bras on bet ivez pa ‘m eus lennet e oas prest da zont betek ennomp en hañv a zeu ! An digarez a vo deomp d’ober anaoudegezh ganit a-benn ar fin, ha ne raio ket droug din pleustriñ ma galleg un tammig muioc’h. Gwelet a ri, plijadurus eo ar c’hampoù aozet gant ar gouarnamant evit yaouankizoù ar vro. Ret eo dit en em gavout du-mañ d’ar 16 a viz Gouere evit ma c’hallimp kemer an deiz war-lerc’h ar c’harr-boutin a ‘z a da Vikolajki, e-lec’h m’hon eus emgav gant an holl berzhidi. Arabat dit bezañ strafuilhet evit an aotreoù-beajiñ avat, renket e vo dizale.

Da lezel a ran, kalzig a labour-skol ‘m eus d’ober c’hoazh. Kalon vat dit evit klozañ da vloavezh lise hag an arnodennoù da heul, ha gwellañ soñjoù d’an holl dud ez familh.

Monika

Gant al lizher-mañ en e c’hodell e oa Denez o c’hoari biz-meud en tu all da Roazhon. Kuitaet en doa ar gêr abred eus ar mintin, gant ar spi da foetañ hent ar muiañ posupl e-korf an devezh kentañ. Brav e oa an amzer ha leun e gof, dav e oa profitañ ! Ouzhpenn 2 000 kilometr en doa d’ober a-raok erruout e penn e veaj, hag un toullad stadoù da dreuziñ : Bro-C’hall, Alamagn ar C’hornôg hag Aostria da zigentañ. War-lerc’h e vefe dav dezhañ tremen en tu all d’ar « rideoz houarn », e-giz ma veze lâret, evit mont dre Dchekoslovakia betek Varsovia. Ne oa ket ken stegn ar jeu evel ma oa bet e-pad bloavezhioù kentañ ar Brezel Yen, hag en urzh e oa ar paperioù resevet digant koñsuldi Polonia. Ar pezh zo, ne oa ket pinvidik a-walc’h da vont gant an tren ma felle dezhañ kregiñ gant e studioù evel ma oa dleet e miz Gwengolo. Arabat e oa klask pemp troad d’ar maout neuze : pakañ e beadra en e sac’h-kein, ha dao dezhi !

Ur wech erruet en tu all da Bariz en doa bet Denez e daol chañs kentañ. Oc’h astenn e zorn war bord an hent bras e oa, nepell diouzh ur preti evit ar vlenierien kirri-samm, pa chomas a-sav ur 4L glas kaset gant ur paotr blev hir ha mourroù du dezhañ. Ur studier a-orin eus Boston an hini e oa, o vont, eñ ivez, da dremen ur prantad vakañsoù e Bro-Alamagn. Plijus ha balbot e oa an Amerikan. N’eus ket pell a oa e oa bet tapet e « vadagaskarr » gantañ, se zo kaoz en doa kavet ur c’hras o laoskel ar rod-stur d’ar Breton yaouank. Diehan, pe dost, e voe kaset an oto vihan, evel da vare ar pony express er Stadoù-Unanet ! Pa veze an eil o vleniañ e veze graet ur pennad diskuizh gant egile, ha tizh dezhi. Buan en em gavjont e Munich hag e Vienne goude-se, e-lec’h ma ranke Teddy – anv yankee e 4L – chom a-sav evit adkavout mignoned. Daou zevezh a dremenas Denez e kêrbenn Aostria, amzer dezhañ pourmen e galite e savadurioù pompadusañ ar vro, evel kastell Schönbrunn. Ur boem evit paotr Kreiz Breizh ! Evit afer-se e chome toull e c’hodelloù, arabat e oa dezhañ dismantrañ e holl arc’hant re fonnus. Dre chañs c’hoazh en doa kavet da lojañ e ostaleri ar re yaouank, e-barzh kambr daou gañfard diskoachet e-kerzh e valeadenn e kêr. Evit mann e tremenas an div nozvezh, a-raok adkemer e veaj.

Ne voe kudenn ebet dezhañ evit tremen eus tu ar Reter, war-bouez an enselladennoù boas a gaver war an harzoù. War-lerc’h Tchekoslovakia en em gavas e Polonia neuze. Kaer ar vro, a-dra-sur, met paour da geñver ar broioù all gwelet kentoc’h. Ne veze ket spurmantet kalz a otoioù o ruilhal, ha distank e oa ar pourvezioù war estajerennoù ar stalioù. Marc’hadmat-tre e oa ar butun avat, met pa glaskas Denez sachañ war ur sigaretenn e voe darbet dezhañ mougañ kerkent ! E koulz e tegouezhas e Varsovia, e-lec’h ma oa e genskriverez o c’hortoz anezhañ. Ur veleganez a-boan koshoc’h evitañ e oa Monika. Ne oa ket gwall vras anezhi, met mistr e oa-hi ha fichet-kaer, ar pezh a roe dezhi stumm ur goantenn. Flour a-walc’h e oa he galleg, a-drugarez d’an deskadurezh roet dezhi gant he zud. He zad a laboure evel kuzulier e Ministrerezh ar Yaouankiz, e-keit ma oa he mamm e penn ur skol klañvdiourezed. Aesoc’h e oa ar vuhez evit an Nomenklatura e « paradoz al labourerien » ! Daoust ma oant izili plaset mat er Strollad e choment Poloniz, da lâret eo e talc’hent soñj eus al liammoù kreñv a oa bet etre o mammvro ha Bro-C’hall. Frédéric Chopin ha Marie Curie, da skouer, a veze meneget gante alies, hag ouzhpenn ar rusianeg e felle dezhe reiñ d’o bugale un anaoudegezh vat eus yezh ha sevenadur ar C’hallaoued. Se zo kaoz n’o doa ket c’hwitet war an degouezh p’o doa resevet er Vinistrerezh ar c’hinnig kenskrivañ kaset gant ar Breton yaouank.

C’hwek e voe degemer ar familh neuze ! Ur pred eus ar re saourusañ a oa bet fardet gant ar vamm. Bodet e oant bet holl ouzh taol, e liorzh an ti, dirak pep a skudellad bortsch¹. Monika a seblante abafet un tammig dirak Denez. He zad, avat, a oa helavar. Mont a rae e lañchenn en-dro hardi-piti, pep tra a felle dezhañ gouzout diwar-benn ar vuhez er C’hornôg. Paotr ar sportoù an hini e oa. Abalamour d’an dra-se e oa sorc’hennet dreist-holl gant Eddy Merckx, war-nes kas ar maout gantañ d’ar gêr goude al lamm spontus tapet gant Luis Ocaña hag e chupenn velen er Pireneoù. Lakaet e voe ar gaoz ivez war buhez personel Denez.

– Ha bremañ m’ho peus tapet ar bak, peseurt mod e vo kont ganeoc’h ? a c’houlennas an tad.

– Feiz, kenderc’hel gant ma studioù a blijfe din evel-just, ha matreze mont da gelenner goude. ‘Pezh zo e vo ret din ober ma c’hoñje. ‘Barzh an arme ‘mañ ma breur henañ dija, e Bro Elzas, war-dro ar biñsaskellioù. N’ouzon ket me da belec’h ‘vin kaset…

– Un dever eo da bep den yaouank servijout e vro, sur ha n’eo ket marteze. Ne gomprenan ket ho kouarnamant, pa ro an tu da vont a-enep an dra-se o nac’hout mont d’ober e servij. Amañ, e Republik Poblek Polonia, ne vije ket permetet e mod ebet !

– Meur a vod zo da servijout he bro koulskoude, a eilgerias Monika. Me ‘garje bezañ skolaerez evit ober war-dro ar vugale. Pouezus eo broudañ ar re vihanañ da vezañ sitoaianed hag a labouro evit dazont Polonia hag ar peoc’h. 

Goude merenn e voe un tamm baleadenn dre straedoù ar gêr gozh. Sachet e oa selloù Denez gant ar savadurioù niverus liammet gant istor an URSS. Daoulagad an dimezell, avat, a selle kentoc’h ouzh ostiz ar familh.

An deiz war-lerc’h e kemeras an daou zen yaouank ar c’harr-boutin evit mont betek Bro Mazuria, ur rannvro e biz Polonia nepell diouzh Rusia. Eno e veze aozet bep bloaz ur c’hamp war bord ul lenn vras. Tremen kant den yaouank, oadet a 16 vloaz da 22 vloaz, a dremene ur pemzektez bennak asambles. Panevet d’ar mod da vezañ gwisket ha d’ar fed ma oa mesket ar baotred hag ar merc’hed e-pad an deiz e oa damheñvel ar programm ouzh hini ar c’hampoù skaout hag a oa bet darempredet bep bloaz betek neuze gant Denez. Ur wech savet an teltennoù e voe gouestlet un devezh pe zaou d’al labourioù evit kempenn an dachenn : gant pep skipailh e veze savet un daol goad, ur forn peotramant un tour bennak, diouzh o ijin hag o faltazi. Peurrest an amzer a veze rannet etre abadennoù sport, c’hoarioù bras ha bihan, baleadennoù er vro ha prantadoù bevañ a-stroll. Bemnoz en em vodent evit ur veilhadeg en-dro d’un tantad, ha kanañ, soniñ ha c’hoarzhin asambles. Un toullad tud eus broioù komunour all a oa ivez gant ar Boloniz, met hini ebet war-bouez Denez a oa o tont eus kornôg Europa. An darn vrasañ eus ar re yaouank a oa dedennet gantañ neuze, c’hoant gante tañva un disterañ blaz ar vuhez er broioù estrañjour-se. Ar merc’hed a veze sachet gantañ dreist-holl, ha ne oa ket abalamour d’o mennozhioù politikel. Monika, avat, ne chome ket pell dioutañ gwech ebet, ha goude un toullad devezhioù e seblante an daou zen evel mignoned a-gozh.

E dibenn an eil sizhunvezh ne chome dezhe nemet un devezh da dremen asambles. Termenet strizh e oa chomadenn Denez e Polonia ha ne oa ket evit chom betek penn ar c’hamp, siwazh dezhañ. Digant ar pennoù bras en doa goulennet an urzh da vont an deiz-se d’ar gêriadenn dostañ evit ober un nebeud prenadennoù ha mont d’an oferenn, war-zigarez gwelet penaos e oa kont gant ar Gatoliked eno. Lammet he doa Monika war an degouezh evit mont asambles gantañ. Leun-chouk e oa an iliz ha devot an dud, ar pezh a oa souezhus pa soñje dezhañ e oa bet gwasket ar relijion penn-da-benn dindan yev Moskou. Kerkent hag echu al lid ez eas Denez da brenañ ur voutailhad vodka da gas gantañ d’ar gêr. Boued a oa gantañ en e vuzetenn. War hent an distro e chomas a-sav an daou zen evit debriñ o merenn war bord al lenn. Ne oa ket dispaket e vitailh gant ar paotr yaouank war ar geot glas ken he doa tapet Monika krog ennañ ha komañs da vouchañ dezhañ… Ur pennadig goude e lâras ar plac’h yaouank, etre div huanadenn :

-‘M eus aon eo krog ar big ‘barzh ma skouarn…

– Te ‘gav dit e vi lezet da vont betek Breizh gant da dad ha da vamm ? Pediñ ac’hanout ‘ba’ du-mañ ‘m bije c’hoant d’ober kerkent ha ma vo posupl.

– Neb a vevo, hennezh a welo. Hir e vo gortoz avat, a-dra-sur. « Tęsknię za tobą », diouer a rez din dija…

An deiz war-lerc’h e oa pounner kalon Denez war hent an distro. Nijal a rae e spered dreist dourioù glas Mazuria, blev melen Monika o flourañ c’hoazh e zivjod. Dihenchet e voe buan roud e soñjoù avat. Dre Alamagn ar Reter e oa tremenet an taol-mañ, hag harzet e oa bet e Berlin gant ar polis. Ur pennad-mat e oa chomet en ur c’homiserdi o respont da c’houlennoù un enseller. Hemañ a felle dezhañ tennañ ar patatez eus gouzoug ar c’hi, gouzout petra zo kaoz e oa bet e Polonia ha piv en doa gwelet du-hont a-hed e chomadenn. Furchet ha difurchet e oa bet e aferioù, en aner. A-benn ar fin e voe lezet da vont. Digudenn en em gavas e Pariz, e-lec’h m’en doa darempredoù a-drugarez da vicher e dad. Evel-se e kavas ur c’harr-samm hag a gasas anezhañ da Vreizh en-dro en eskemm d’ur mintinvezh labour e Rungis. Erru e oa dibenn miz Gouere. En ur zegouezhout e Breizh e teuas da soñj dezhañ e oa gouel e vamm an deiz-se, hag eñ ha kregiñ da ribotat war ar mod gwellañ da hetiñ dezhi kement-se. Teir sizhun a oa n’en doa ket roet keloù d’ar gêr, war-bouez un tamm kartenn-bost kaset an deiz ma oa degouezhet e Varsovia. Gant se e tifoupas un dra bennak war e spered. En em gavet e-kichen Loudieg e chomas a-sav e-barzh un ostaleri evit kavout ur pellgomzer. Nebeut goude e klevas ur vouezh sklintin o tassoniñ er mekanik :

– Alo ! Piv zo ‘barzh ar penn all ?

– Salud deoc’h Mamm ! Me ‘ni eo.

– Biskoazh, Denez !? Penaos ‘mañ kont ganeoc’h ?

– Ma… Me ‘h a mat, Mamm, ‘faota ket ‘n em chalañ re. Met ur gudenn vras ‘m eus. ‘Ba’ Berlin on-me, serret on bet g’ar polis. Ar re-se ‘lâr on-me ur spier.

– O ma Doue benniget ! Jezus ! Met ‘peus ket graet mann droug ‘bet memestra, geus ?

– ‘M eus ket, Mamm, met ‘vit afer-se n’hoûlont ket laoskel ‘hanon da vont. Lâret ‘neuint ‘vanka dezhe arc’hant ‘vit lezel ma frankiz. 10 000 lur kred a c’houlennont.

– Santez-Anna, 10 000 lur ! Met ‘ba’ pelec’h ‘vint kavet, ar re-se ?

– N’ouzon ket, Mamm. Selaouit, dav din laoskel ‘hanoc’h, ur vunutenn ‘oa bet lâret din… »

Un eurvezh goude e oa Denez o tiskenn gant hent ar gêr en ur c’hwitellat, e sac’h gantañ war e gein hag ur boked bleunioù roz en e zaouarn. E dad a oa c’hoazh en e labour, hag e vreudeur yaouankañ o c’hoari las dre dreuz ar parkeier. Gant se e oa sur eus e daol. Skeiñ a reas tri zaol ouzh dor an ti bras ha gortoz. Ur pennadig goude e voe klevet pazioù o piltrotat en ti, ha gwelet skeud ur vaouez vihan o tostaat. Kerkent ha digoret an nor ez astennas e voked en ur lâret gant e vravañ mousc’hoarzh :

– Dobre urodziny, Mamo ! Gouel laouen deoc’h, Mamm !

Dewi Siberil

¹ Soubenn ispisial graet e meur a vro slav gant a bep seurt legumaj, kig, boued-touseg ha beterabez (alese he liv ruz).

Un danevell embannet EN NIVERENN 811-812 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez