La lutte des classes

Ur film gall sevenet gant Michel Leclerc (2019). Gant Leïla Bekhti, Edouard Baer ha Ramzy Bedia (1e43).

Sofia ha Paul e burev ar skol katolik.

Setu amañ un c’hoari-gerioù aez da gompren : ne gomz ket ar film a Garl Marx nag ag ar marksizm, mez ag ar stourm didrouz a vez gwelet hiziw c’hoazh etre ar skolioù publik hag ar skolioù prevez, katolik amañ. N’omp ket e Breizh, lec’h ma n’eus ket kalz a ziforc’h sokiologel etre bugale ar skolioù katolik ha re ar skolioù laik, mez e-kostez Pariz. Du-hont ema brasoc’h an diforc’h : sellet e vez douzh ar skolioù katolik evel skolioù siriusoc’h an deskadurezh enne, ha startoc’h ar reolennoù. Gant marse ive nebeutoc’h a vugale enne é toned ag ar broioù estren.


Setu Sofia ha Paul gant o faotr Kaourintin, ha hennañ er skol bublik Jean Jaurès, heni e garter, “Jean Jau” e berrgomzoù. Ur c’houblad digustum un tammig eo Sofia ha Paul, mez pas kement-se hiziw, pa vez gwelet muioc’hmui a familhoù mesket. Hi zo ag ar Maghreb, alvokadez mad en he bleud, ha eñv tabouliner en ur group punkrock. Anarchist evel dleet, tukleiz par ma c’hell, ur paotr jentil a-walc’h na glask ket sevel e hanw er gevredigezh tamm ebed: mad eo en e lec’h evel-se; ur sort bil ebed mar karit. Emaint just é toned a brenañ un ti bihan er bannlew, lec’h ma véw ur bern tud daet ag ar broioù arall, mez ag an Afrik dreist-oll. Gant an digor m’ema o speredoù ne ra ket ar meskaj-se aon dezhe tamm ebed. Mignoned o deus kavet, kerent arall, Fransizion gwenn ha prop dreist-oll. Ar pezh a zo, ne wel ket ar rese an traoù evelte : diaez e kavont gweled o bugale kollet e Jean Jau pa vez nebeutoc’hnebeud a skolidi wenn enni. Ha goude termal e raont evel kerent arall : kas a raont o bugale da skol Sant-Benead, a zo pelloc’h ha kerroc’h. Daw eo dezhe kas o bugale du-se gant o otoioù, pa ya bugale Jean Jau war-droad d’o skol tost.
Mantret eo Sofia ha Paul é weled o mignoned achap. Nag unan nag an arall nen deus ket c’hoant da nac’hañ e soñjoù, e saviadoù politikel. Nawazh e pouez ar re arall warne evid o lakaad da heuliañ ar memez hent : enskrivañ Kaourintin e Sant-Benead. A-benn ar fin ne chom ket nemed Kaourintin evel skoliad gwenn e Jean Jau, ha ned a ket mad-tre an traoù evel ma yae e-raog : kollet en deus Kaourintin e gamaraded !

Setu aze penaoz e c’hoari ar film : petra a ray ar c’houblad-se evid ma vo eüruz o c’hrouadur er skol? Gouied a raomp ne vez ket aez d’ar skol “lonkiñ” skolidi daet a-vaez vro, dreist-oll pa vez dishañval o yezh-vamm hag o sevenadur. Beteg ur serten poent e c’hell kerent ar vro añdur an estrenion, mez pa vez re anezhe, pe pa sav problemoù darempredoù etre ar vugale, ne chom ket ar gerent-se diseblant. Liez e kuitaont ar skol evid moned pelloc’h. Neuze, e-lec’h d’ar vugale estren splujañ e yezh hag e sevenadur ar vrodegemer, e chomont etreze, ha setu penaoz e vez manket an enframmañ (an integrasion) gant ar republik.


Ur film interesuz eo hag a ro da gompren pezh santimant a dreuz speredoù an dud, ar re a oa er c’harter da gentañ hag ar re nevez daet er vro. Daoust da youl vad peb unan, peurliesañ, e sav problemoù dic’hortoz a-gaoz da relijion unan pe mod-ober an arall. War ar mod farsuz eh a an istoer war-raog, ha doned a ra soñj d’an dud ne vank ket kalz a dra evid ma vehe posubl kenvevañ, ha pinvidig ouzhpenn-se, pa c’hell peb unan deskiñ traoù gant e nesañ. Ur salud d’an amzer da zoned, gant youl vad evel-just…

Jean-Claude Le Ruyet

  • Ur pennad embannet en niverenn 725 – d’an 3 a viz Mae 2019.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez