Les apparences

Ur film sevenet gant : Marc Fitoussi (2020). Gant : Karin Viard, Benjamin Biolay, Lucas Englander (1e50).

Dre ar bed, hag a-c’houde pell, e vez kavet kumuniezhoù estrenion e meur a vro. Evel ar Vretoned waet da Bariz gwezhall hag en em gave kentoc’h, un amzer zo bet, e kornad Montparnasse. Amañ e vez anw ive ag ur gumuniezh, mez unan chik, heni ar Fransizion é vevañ e Vienna, kêrbenn an Aotrich. Hag an dud-se kustum d’en em gavoud etreze, ar pezh a zo komprenabl.

Ema Henri e penn laz-soniñ an opera hag Eva, e vaouez, renerez an Institut français er gêr vraz, war bordoù an Danub glaz. Malo, o faotrig, a ya d’ar skol c’hall, evel-rezon. Ha bourriñ a ra ar familh resev o mignoned da goaniañ ha boud resevet gante d’o zro. Ha komzoù alamaneg amañ, ha gerioù germaneg aze, mez dreist-oll galleg memestra. Rag vad a ra d’an estrenion beuzet en un endro dishañval a-zoc’h heni o yaouankiz en em gavoud da beb an amzer evid en em santiñ etreze. Traoù naturel, kwa.

Traoù naturel ive ar pezh a zegouezh : setu Henri tapet gant chalmoù Tina, skolaerez Malo. Netra nevez aze dindan an heol : hiziw an deiz, muioc’h (marse) eged gwezhall c’hoazh, e weler traoù a-sort-se. A, dam, n’eo ket gwall goutant e vaouez. Doned a ra Eva da voud jalouz brein, ha prest eo d’ober ne vern petra evid gouarn he gwaz ken brudet. Setu aze steuñvenn ar film (degas a ran soñj deoc’h ne oa ket bet jalouz an Eva gentañ tamm ebed, pa oa-hi hag hec’h Adam karet an daou zen nemete er baradoez war an douar. Mez arru omp pell-mat ag an amzer-se).

Diwar-se e vez rannet an arvesterion, mez kentoc’h e vez kavet kaliteioù d’ar film, klasel mez kaset braw, romantel (normal e Vienna, diouzh un tu), gant mousfent glaz. Ur menier vals foll. Komzet e vez ag ur film-poliz binimuz, ur studi fin diwar-benn un drama koublad hag a dro da fall.

Gwir eo ne gavomp ket hir hon amzer, rag souezhadennoù stank zo en istoer. Karin Viard a gas an traoù war an ton braz, e-tal he gwaz, Benjamen Biolay, den mud, misteriuz, intereset gant e vicher hebkén, hag a gav disasun bremañ buhez e goublad.

Seblantoù, faos-seblantoù : ne c’heller ket ataw bevañ diwarne. Lakaad a ra ar vuhez ar gwernis da skarillañ, moned a ra da netra, ar pezh a zegas trefu e aergelc’h ar gumuniezh vihan. Er metoù bourc’hiz-se e rank an dud klask gouarn o renk, o statud sokial, kousto pe gousto. Gouied a ra Henri kontiñ gevier ive, gant pas ket paot a gomzoù, ha gant ur fas na laosk ket divinoud e santimantoù. Mez evitañ ema torret ar broch dija. Ha prest eo Eva da rudellad izel evid soviñ ar pezh a lakae he buhez da voud ken lufruz e-keñver he mignoned ha mignonezed.

A-benn ar fin, petra a zegas ar film dimp ? Ne chañcho ket fas ar bed. Diskoueziñ a ra en ur mod ampart a-walc’h penaoz eh a an traoù gant an denelezh, ur wezh ouzhpenn. Ne gomz ket ag an hinad, nag a broblemoù ar bed a hiziw. Gwelet e vez tud hag a soñj en o buhezioù personel, en o lec’h er metoù bihan a zo o heni. Mez n’int ket tud gwall chalet gant problemoù ar gevredigezh tamm ebed. Bevañ a raont etreze, en ur huis clos trivliuz, mez diamzeret.

Gwir, a lâroc’h, ouzhpenn ur film a c’hoari evel-se, ha n’eo ket hennañ an heni nemetañ. Da lâred eo, ober a raomp evel pa ne vehe ket an oabl edan kouezhel war hon pennoù. Ar pezh a rae aon d’hon hendadoù ne ra ket mui aon dimp… p’ema tostoc’h an darvoud eged e-raog c’hoazh. Seblantoù faos ?

Jean-Claude Le Ruyet

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez