Loeiz Gwilhou

Ur perzh boutin a zo atav da gement tra a gas da benn : bigouter eo hag e chomo.

Loeiz, penaos e tispleger e vez ur bern tud tomm ouzh ar Pont e bro ar C’hab ?

Pa oan-me yaouank er bloavezhioù 50 e oa Pontekroaz gwir kêrbenn ar C’hab. Ur c’hloerdi, skolioù publik ha prevez eus ar skol-vamm betek ar breved, div foar bep miz, kenwerzhioù a bep seurt, salioù-dañs hag ostalerioù a-zegoù… ur seurt Kemper bihan. Se ‘oa a-raok ma kemeras an embregerezhioù labour-douar plas an atantoù, hag ar gourmarc’hadoù hini ar c’henwerzhioù bihan. Met goude ur c’housk hir emañ oc’h adsevel da vat abaoe un nebeud bloavezhioù, en ur dennañ gounid eus he finvidigezh sevenadurel (hec’h iliz gotek, he neuz da vezañ ur gêr eus ar Grennamzer, al livourien he deus awenet…)

Perzh ‘peus kemeret e sevel ur skol Diwan eno. Perak ‘ta ?

E-pad bloavezhioù ‘m eus soñjet e vanke ur skol ma vije posupl da vugale ar C’hab deskiñ yezh o bro. E-pad kantvedoù eo bet treuzkaset ar brezhoneg er familhoù a rummad da rummad. Evidon-me em boa graet ma seizh gwellañ evit reiñ d’am re un tañva eus hor yezh, met gant nebeut a verzh, en un aergelc’h hollc’hallek. Edon ‘vel ar pod pri a-enep ar pod houarn ! E 2013 eo, da geñver sinadur ar garta gant ar gevredigezh “Gouel ar Grennamzer” e oan sekretour enni da neuze, e c’houlennas diganin tud an Ofis ha posupl e vefe din ober un dra bennak evit ma vefe digoret ur skol Diwan er Pont.

Diouzhtu em eus roet lañs d’ar raktres-se gant daou vignon din, Mich Guillou ha Dominig Evenat, en ur sevel ur c’huzul skoazell. Labouret hon eus e-pad daou vloaz, kejet hon eus ouzh dilennidi, krouet ur bajenn Facebook, digoret stalioù er gouelioù hañv, aozet emvodoù-kelaouiñ e pep kumun eus ar c’hanton. N’eo ket bet aes evit meur a abeg : oad ar vugale –etre 2 ha 5 bloaz, un annezadur a-strew, pouez an hengoun evit ‘pezh a sell ouzh choaz ar skol… Met deuet omp a-benn koulskoude ! Skoazellet mat gant A.V. Chapalain renerez Diwan, Leslie Tavenneg karget a gefridi hag Erwan ar C’hoadig eus an Ofis. Trugarez dezho ! Digoret eo bet ar skol e 2015 gant 14 skoliad. Un trede klas ‘zo bet digoret er bloaz-mañ, hag a-raok fin ar bloavezh-skol-mañ e spiomp dibaseal 50 skoliad !

Skrivañ a rit ivez. E pelec’h e kavit ho awen ?

N’am boa na breur na c’hoar, savet e oan bet gant ma mamm ha ma mamm-gozh. Ma zad, isofiser ar Morlu a oa ezvezant an aliesañ. Ar galleg ‘oa yezh an ti met brezhoneg a gleven bemdez paneve etre mamm-gozh hag he amezegezed. Plijet e oan o selaou anezho o kontañ konchennoù an eil d’eben, peurvuiañ diwar-goust an nen-mañ-nen. Lod anezho o deus awenet ac’hanon da skrivañ “Ar Goapaer puniset” pe “An anduilhennoù mogedet“ da skouer. Klasket ‘m eus ivez plediñ gant traou siriusoc’h, planedennoù bugale pe merc’hed gwalldretet pe maleürus evit ‘bep seurt abegoù… pe, en enep, kontañ buhez tud dreist, gouestlet ganto d’o c’henseurted.

Petra ‘peus graet en ho puhez a-raok bezañ saver skol ha skrivagner ?

Kelenner jedoniezh e oan. Brizeux, e Kemper, eo em eus echuet ma remzad, met bremañ en em santan troet muioc’h war al lennegezh eget war ar skiantoù.

“Ar c’hlasker aour” eo titl al levr. Ha c’hwi, petra emaoc’h o klask ?

Ar wirionez, ma ‘z eus unan ! Met se ‘zo un dra all !

Savet ‘peus bet skridoù diwar-benn an den-mañ-den. A-bouez eo derc’hel soñj ?

O ya ! En ur bed evel hon hini, gant stadoù bras gouarnet gant tud hep feiz na reizh, en o daouarn armoù gouest da lazhañ miliadoù a dud e nebeutoc’h eget ur segondenn, e ra vad din dont en-dro war buhezioù tud dezho uhelvennadoù e servij o c’henseurted, en ur zifenn ar frankiz, an demokratelezh, gwirioù mab-den, pe o stourm evit leuskel d’hon diskennidi un douar bev hag annezadus. En o zouez e kaver ‘bep seurt, niverusoc’h eget ma soñjer, stourmerien prest da reiñ o buhez evit difenn hor frankizoù, peizanted bio o vevañ izelek met eürus rak fier eus ‘pezh a reont, mezeien marvet o prederiañ klañvourien ar C’hovid, politikerien ivez…  dre voneur !

Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?

Obidoù Glenmor e Mael-Karaez e 1996. An arched goloet a vokedoù balan oc’h antreal en iliz ouzh son ar bombardoù, an oferenn e brezhoneg, ar c’hantikoù, sarmon an tad Yann Talbot, prezegenn Yann Puillandre er vered, un aergelc’h dispar ha diankounac’haus. Eñ ha Morvan Lebesque o deus, int o-daou, digoret ma daoulagad ha re meur a zen eus ma rummad !

Peseurt lec’h ho pije c’hoant da reiñ da anavezout d’ar re all ?

Bro ar C’hab !

Ha peseurt arzour ?

Un arzour jugendstil — arz nevez — alaman eus deroù an 20vet kantved anvet Heinrich Vogeler, ezel eus strollad livourien Worpswede, ur gêrig vrav tost da vBremen. Ret e vo din gouestlañ un danevell dezhañ un deiz bennak : livour, bioloñsour, adeiladour, dizainour, gweledvaour. Profet en doa e holl vadoù evit sevel ur gevelouri labour-douar evit ar beizanted paour a-raok mont en harlu, dre uhelvennad, en Unvaniezh Soviedel, lec’h ma varvas e 1940, klañv ha didouellet, allas !

Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat pa vezit ho-unan ?

‘Bep seurt ! Sonerezh keltiek evel-just ha, dre vras, ar re a vez boikotet gant ar mediaoù ofisiel. Sonerezhioù klasel ivez.

Peseurt bro ‘pije c’hoant da weladenniñ ?

Plijout a ra din dont en-dro e lec’hioù a anavezan dija ha ‘lec’h m’en em em santan ‘vel er gêr. Kerne-Veur, Alamagn, Sveden, Kebek, Euskadi, Okitania, Katalonia…

Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?

An nerzh da bardoniñ. Kanaouenn Gilles Servat “Où nous entraîne la haine” a zo evidon bravañ oberenn unan eus ma barzhed muiañ-karet. Aes da lâret met diaesoc’h alies da lakaat da dalvezout !

Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?

Azezañ dindan an heol, war ma c’hador-vrec’h em liorzh, ur werennad Korev fresk war an daol, ul levr em dorn, ma sell troet war-du aber ar Gwaien….

Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?

Plijout a ra din romantoù istorel, tro da zeskiñ hep striv : Viktor Hugo, Garry Jennings, Ken Follet…

Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?

Allas (pe dre voneur ?) ‘m eus chañs da gaout ur gwall geginerez em zi : ma gwreg Channig ! Ober a ran ‘pezh ma c’hellan evit he sikour : gwellañ diblusker ‘valoù-douar ne gavfer neblec’h e Breizh !

Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc’h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c’houlennfec’h diganti ?

Lakaat an tanfoeltr da gouezhañ war holl ziktatourien ar Bed, an eil war-lerc’h egile…

En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ? 

Dont en-dro da vare ma yaouankiz, goude an eil brezel-bed, ur prantad ma gredemp ez ae an Istor war an tu mat, an demokratelezh, al lezennoù sokial ha stourm pobloù an Trede Bed evit o dieubidigezh, araokadennoù ar skiant hag ar medisinerezh… petra ‘chom hiziv eus hunvreoù ma yaouankiz ? Netra. Ar frankizouriezh gouez a ren war ar bed a-bezh gant heuliadoù terrupl kement evit ar pobloù hag evit an natur : muioc’h-mui a dud pinvidik eus un tu, a baourentez eus un tu all, ur blanedenn dreistkorvoet ha deuet da vezañ divevus evit miliadoù a dud …

Petra eo ho  “plijadur” pemdeziek ?

En em gavout bep mintin dirak ur volennad kafe du, ma bara tostennet gant amann sall ha koñfiturioù eus frouezh ma liorzh ! 

Dirak petra e vezit bamet ?

An ilizoù ! Romanek pe c’hotek, Notre-Dame de Paris pe chapel Santez Barba ar Faoued, n’eus forzh, dibosupl chom digizidik o soñjal en artizaned deuet a-benn da sevel seurt pennoberoù ! Hep disoñjal ar Sagrada Familia ! Ur marvailh !

C’hoant ho pije da gas ul lizher gourc’hemennoù d’un den resis. Da biv e kasfec’h anezhañ ha perak ‘ta ?

Da implijidi an ospitalioù, kelennerien vras, mezeien, klañvdiourezed hag implijidi all an ospitalioù, tud a laka bemdez o buhez en arvar gant, evit kalz anezho, goproù re izel.

Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?

Hep doujañs e-keñver ar re all n’eus buhez sokial posupl ebet.

Pehini eo, hervezoc’h, talvoudusañ ijinadenn mab-den ?

Al levrioù. Drezo e vez desket, dalc’het soñj ha treuzkaset sevenadur hor mare d’ar rummadoù da zont.

Ha ma c’hounezjec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet Loto ?

En unan eus ma danevelloù ez eus kaoz eus ur retredad, gounezet gantañ ar grolo el Loto. Paour met eürus betek neuze etre e di, e liorzh hag e vignoned, ar paour-kaezh den a zeuas ken sot g’e arc’hant ma kouezhas klañv ha ma kinnigas mervel en ur brometiñ da Zoue reiñ e holl fortun d’an iliz ma wellaje ! Eñ, brasañ dreber beleien ma oa bet betek neuze ! Ne rajen ket egistañ ! Lakaat a rajen a-gostez un nebeut miliadou evel-just ! Hag ar rest… gwelet ‘vije ! Ya! ha Diwan Pontekroaz a resevje o lod, se ‘zo sur ! Met evit-se e vefe ret din c’hoari Loto, ‘pezh ne ran ket gwall alies !

Da beseurt goulenn ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?

Ha plijout a rafe deoc’h klevout warc’hoazh vintin war Radio Kerne e teuio Ya! da vezañ ur gelaouenn bemdeziek adalek Genver 2021 ?

Un atersadenn embannet EN NIVERENN 805 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez