Lucie Barral

Skolaerez eo Lucie Barral en ur skol divyezhek goude bezañ deuet eus su Bro-C’hall ha desket ar yezh.

Lucie, petra a raec’h a-raok bezañ skolaerez e Breizh ?

A-raok bezañ skolaerez e oan e-karg eus ar c’hoskor (DRH e galleg flour) e su Bro-C’hall. Chomet on 6 vloaz war ar vicher-se ha roet ‘m eus ma dilez peogwir ne oan ket eürus ken. Ar santimant am boa da sentiñ ouzh urzhiou diboell ha da wallgas al labourerien. Goude-se ‘m eus klasket ur vicher hag a glotfe gwelloc’h gant ma zemz-spered.

Ha bezañ skolaerez a glot gant ar pezh a soñjec’h diwar-benn ar vicher-mañ ?

Ne oan ket o c’hortoz kalz traoù e gwirionez, graet ‘m eus an dibab-se tost dre zegouezh, met eürus on bet diouzhtu dirak ma c’hlasad, ha d’am soñj e vez eürus ma skolidi ganin ivez. Ar santimant ‘m eus d’ober un dra talvoudus. Evel-just ez eus perzhiou start gant ar vicher met talvezout a ra ar boan. An doare bravañ da cheñch ar bed an hini eo.

Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?

Me ‘gav din eo mil-a-bouez deskiñ dezho bevañ asambles ha doujañ an eil re ouzh ar re all. Deskiñ a ran d’am skolidi penaos diskoulmañ an tabutoù en un doare doujus, ha penaos ezteurel o fromoù. Ma vefe desket se gant tout an dud deuet e yafe kalz gwelloc’h ar bed d’am soñj.

Penaos ho peus kavet ho 9 miz stummadur war ar brezhoneg ?

Ur prantad dreistordinal e oa ! Ar chañs ‘m eus bet da zeskiñ brezhoneg gant stajidi ha stummerien madelezhus-kenañ. Gouzout a ran ne gred ket an dud e c’hell bezañ ken pouezus-se ur stummadur war ur yezh, met estreget brezhoneg ‘m eus desket : desket ‘m eus penaos bevañ a-stroll gant tud disheñvel ouzhin, ha dreist-holl penaos bezañ dieub. Efedus eo bet ar stummadur, tapet on bet diouzhtu er genstrivadeg skolaerien  zivyezhek.

Kemer a rit perzh e aozadur Gouel Broadel ar Brezhoneg. Penaos e vez bevet an darvoud-mañ ganeoc’h ?

E 2019 em boa savet un “escape-game” hag em boa sikouret a-hed ar bloaz da sevel ar c’hinkladur. Kavet ‘m eus dispar ar fed riboulat e brezhoneg gant tud a bep oad hag a bep seurt ! Ar bloaz-mañ e kemeran perzh e-barzh ar bodad e-karg eus ar c’hevatalder etre merc’hed ha paotred war ar gouel. C’hoant hon eus da blantañ boaziou nevez evit ma vefe roet muioc’h a blas d’ar merc’hed, rak evit poent ez eus muioc’h a baotred e-barzh ar jeu.

Setu, profitiñ a ran eus ar pennad-mañ evit gervel tout ar merc’hed a vefe laouen da gemer perzh e GBB 2021 : arzourezed, teknikourezed, ha tout ar merc’hed a youl-vat evit kas ur gouel brav ar bloaz a zeu. Deuit evel m’emaoc’h, gant ur raktres pe get !

Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?

Tresañ a ran, un dudi eo dibaoe ma bugaleaj. Tresañ a ran tud dreist-holl, ar re a blij din, rak ma n’on ket plijet gant an den e teu vil an dresadenn.

Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?

Goude ma stummadur on bet e Jamaika gant an abadenn Foeterien (koukou Mikael !). Diaes eo bet da zisplegañ da va mamm-gozh e su Bro-C’hall : “Oui mamie je pars en Jamaïque faire une émission en breton” (da zistagañ gant un taol-mouezh okitan). Koll on bet war ar c’hoari, evel-just, met nag a blijadur ‘m eus bet  !

Ar veaj-se zo chomet ennon evel un tantad e-kerzh ar goañv.

Peseurt lec’h ho pije c’hoant da reiñ da anavezout d’ar re all ?

Kreñvlec’h ar gabusined eo ma lec’h muiañ-karet e Breizh. Gallout a ran chom eurvezhioù-pad o sellet ouzh ar mor eno. Brav e vez pa vezer eürus, brav e vez pa vezer trist, ne vezan ket skuizh morse gantañ.

‘Mod all ‘m eus kresket war ribl lenn ar Salagou, e-kichen al Larzac. Ruz eo an douar, glas eo an dour, ha bez’ ez eus meneziou-tan kozh tro-dro : ma ne gredit ket, kit da welet !

Ha peseurt arzour ?

Sot on gant Sempe, ha gant Quentin Blake ivez. An dresourien-se ne reont ket traoù kompliket met gouest int da skeudenniñ ene an dud en un doare tener ha fentus.

Bez’ ez eus ivez ur plac’h eus ar vro, Anne Montel, hag a ra tresadennoù brav-brav gant loenedigoù, kit da welet he Instagram !

Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat pa vezit ho-unan ?

Ne lârin ket. Ur playlist zo war ma hezoug anvet “Playlist ar vezh”, emichañs ne vo ket klevet morse gant den ebet. Lakaat a ran ar playlist-se hag e ran dañsou droch er saloñs.

Petra a zo en ho kerzh, un dra didalvoud oc’h tomm-tre outañ, ha na rofec’h da zen, e mod ebet ?

Ma hezoug : n’eo ket kaer met “playlist ar vezh” zo ennañ !

Peseurt bro ‘pije c’hoant da weladenniñ ?

Abaoe pell ‘m eus c’hoant da welout Cuba, met n’em eus ket c’hoant da vont ma-unan neuze e c’hortozan war-lerc’h tud all. D’am soñj ez eus ur spered ispisial war an enezenn-se hag a blijfe din. Marteze ne zistroin ket.

Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?

“Ar priñs bihan” moarvat, rak bewech ma adlennan anezhañ e komprenan traoù disheñvel. Un doare istor difin eo.

Piv eo an den en deus roet deoc’h ar c’hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez ?

Pa oan war ma studiou RH em eus bet ur c’helenner kehentiñ dispar. Goulennet en doa ganeomp kemer ar gomz dirak tout an dud. Goude div vunutenn o selaou ac’hanon en doa lâret : “Arabat klask kuzhat da fromoù, dav eo implijout anezho evel ur galloud, ha tañpir ma leñvez dirak tout an dud.” An dra-se ne vez ket lâret kalz, ar fromoù zo un dra “tabou” e bed al labour. Koulskoude eo bet cheñchet ma buhez a-bezh a-drugarez d’ar gentel-mañ.

Gant piv ho pije c’hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ?

Gant an Aotrou prezidant ! Dreist e vefe : reiñ a rafen arc’hant-hud d’an ospital, hag e-pad an amzer-se e vefe an Aotrou prezidant o teskiñ lenn da 25 bugel war ar memes tro. E fin ar sizhunvezh e tistrofe d’an Élysée gant mic’hi war e vragoù ha mennozhioù nevez en e benn, d’am soñj.

Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?

Diaes eo dibab, c’hoant ‘m eus d’ober pep tra : tresourez a-vicher, skrivagnerez evit ar vugale, sevenourez-filmou, renerez ur Jurasik Park… N’eus ket trawalc’h a amzer gant ur vuhez nemetken.

Abaoe bloaz, avat, e kenskrivan senarioioù gant Guilvic Le Cam. Senarioioù e brezhoneg gant traoù gwir e-barzh : emvodoù Tinder nul, tagadennou sekselour ha micherioù diboell. Plijadur hor bez o kenskrivañ, ha marteze e vimp paeet evit en ober un deiz bennak, piv a oar ?

Pehini eo, hervezoc’h, talvoudusañ ijinadenn mab-den ?

Ar mekanik-raklet! Mod all, penaos e vefe posupl tremen ar goañv ?! Ijinit ’ta!

Da beseurt goulenn ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?

Er mare-mañ e respontan “Ya!” da bep kinnig (pe dost — arabat kinnig din traoù iskis), hag e ran ur bern traoù nevez, dreist eo ! Ar santimant ‘m eus da vezañ Jim Carrey e “Yes man !”.

Un atersadenn embannet EN NIVERENN 808 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez