Makedonia-an-Norzh

Chikan etre Sofia ha Skopje

Hir e vo hent Makedonia-an-Norzh evit emezeliñ en UE. Ne faot ket da vBulgaria asantiñ d’hec’h emstrivadur keit ha ma vo ket anzavet gant Skopje n’eo ket Makedonia ur gwir vro nag he yezh ur gwir yezh !

Paourkaezh Makedonia-an-Norzh… A-boan m’eo bet sinet an emglev gant Bro-C’hres diàr benn anv ar vro (jeu e oa etre Skopje hag Athenes diàr-benn an anv hag a zo hini ur broviñs c’hresian ivez) eh eus chikan gant un amezeg all, Bulgaria.

Hervez Sofia, n’eus ket a vMakedonia. Ur broviñs hag ar Bulgaria Veur e vehe, traken. Gant Yougoslavia e vehe bet krouet an identelezh vakedonian ha, dreist pep tra, n’eus ket a yezh vakedonian. Ur rannyezh vulgarek d’ar muiañ, ha c’hoazh. En XIXvet kantved e oa ar makedonianeg un aridennad a “drefoedachoù” nemetken, hervez ar vroadelourion vulgar.

Sofia o stardiñ mort

Abaoe m’eo achu ar c’hign-c’hagn gant Athenes e ya àr-raok ar c’hendivizoù evit ma vehe degemeret Makedonia en Unvaniezh Europa. Ya, met n’eo ket Bulgaria prest da reiñ he asant da gement-mañ (dav eo d’an holl vroioù ag Europa bout a-unvouezh evit ma vehe degemeret unan nevez er c’hlub). Bout oa un emvod e penn kentañ miz Kerzu etre ministr aferioù diavaez an UE hag ar gouarnamant makedonian met ne servijas da netra. Mouzhet eo Sofia kar n’eo ket bet asantet d’he c’hinnigoù. Ur renta-kont a zo bet roet d’ar poellgor, ennañ sell Bulgaria àr emezeladur Skopje. Goulenn a ra e vefe ret da vMakedonia anzav eo bet krouet an identelezh vakedonian gant Tito ha n’eus ket anezhi evit gwir. Ret e vehe ouzhpenn anzav n’eo ket ar makedonianeg ur yezh met ur rannyezh ag ar bulgareg. Ret e vehe c’hoazh anzav n’eus ket a vinorelezh vakedonian e Bulgaria. Mui traouigoù all…

Ur vro c’hoantaet gant hec’h amezeion

Evel-just n’eo ket bet degemeret mat seurt goulennoù e Skopje. E-barzh ur gemennadenn ofisiel zo bet skrivet sklaer gant ar gouarnamant : “N’eo ket bet, n’eo ket ha ne vo ket marc’hataet identelezh vroadel Bro-Vakedonia”. Dibaoe kantvedoù e klask Bulgaria “lonkiñ” Makedonia-an-Norzh evit sevel Bulgaria Veur. Met klask a ra Serbia ha Bro-C’hres ober ar memes tra en ur mod. Anez komz ag ar vroadelourion albanian o dehe c’hoant sevel an Albani Veur etre Albani, ar C’hosovo hag ar lodenn norzh a Makedonia ma zo Albaniz o veviñ. Ur gerilha pro-UCK a blantas freuz ha reuz er c’hontre-se e-pad bloavezhioù e-pad ha da heul dizalc’hiezh  ar  C’hosovo.

Koulskoude zo bet adlavaret gant an div gêrbenn e “kendalc’hent da labourat asambles evit ma vehe gwarantet emezeladur Makedonia-an-Norzh en UE”. Chañs vat dezhe !

Ur vro liesboblek

Meur a bobl a ya d’ober poblañs Makedonia-an-Norzh. Amañ emañ an dalc’h. 64% a Slaved, 25,2% a Albanegourion, 3,9% a Durkegourion, 2,7% a Rromed (a bep seurt anezhe) mui Serbed, Bosniaked, Valaked Aroumanegourien… En holl gumuniezhoù-se eh eus strolladoù o relijion dishañval : ortodoksed, muzulmaned, katoliked met n’eo ket boas ar c’humuniezhoù d’en em veskiñ an eil gant eben. Pep hini a chom, a gav e bar, en e gumuniezh.

Makedonianeg ha turkeg eo an div yezh ofisiel met lakaet eo bet yezhoù all (rromani, aroumaneg, serbeg…) da ofisiel e kumuniezhoù zo.

Fabien Lécuyer

UR PENNAD embannet EN NIVERENN 810 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez