Manifestadeg e Kemper

Diaes eo kas war-raok ar brezhoneg, er c’hentañ derez pe en eil, e framm Diwan, Div Yezh pe Divaskell ha zoken Kelennomp. Setu perak en em gavont holl, gant Kevre Breizh, ha sindikadoù FSU, CFDT, evit gervel an holl da vanifestiñ e Kemper, d’ar sadorn 13 a viz Meurzh, da 1e13.

Manifestadeg e Brest d’an 20 a viz C’hwevrer

Deuet e oa kentañ ministr ar mare, Edouard Philippe, betek Roazhon, evit sinañ emglevioù a aotre aozadurioù evel Diwan da gaout un tamm spi, a-fed arc’hant, a-fed un dazont sklaeroc’h. « Met se a oa gwechall. Dilun e lavare ar rektor din e oa ret gortoz e vefe tremenet an dilennadegoù evit sinañ. Met ur promesa a zo bet. Ret eo doujañ ouzh se. Ar wech all e oa bet sinet e 2015, daou viz a-raok an dilennadegoù.» eme Stéphanie Stoll e anv Diwan.

Surentez

Bep 5 bloaz e vez sinet ur gevrat etre ar stad hag ar Rannvro. Bez’ e ranke bezañ graet a-raok fin 2020. E miz Gwengolo e c’houlenne ar rektorelezh kaout kinnigoù an aozadurioù kelenn. Kaset int bet ha bremañ eo ar C’huzul Rannvro o klemm peogwir n’en deus ket bet a zistro gant ar stad. Da vare an emvod diwezhañ evit ar resped-mañ, ne c’hello ket bezañ tabutet war ar steeuñv evel ma ranke bezañ graet rak stanket eo an teuliad e Pariz. « Ezhomm hon eus eus se evit raktresañ an dazont. » eme c’hoazh prezidantez Diwan.

Morse n’eo bet aes an darempredoù etre an Deskadurezh-Stad hag an aozadurioù kelenn ar brezhoneg. Gwelet e vez ar mare-mañ evel unan a-bouez evit pouezañ war ar stad rak danvez klemm a zo, pe e vefe an emglev stad-rannvro, raktres al lezenn kaset war-raok gant Paol Molac, an dilennadoù.

UR PENNAD EMBANNET EN NIVERENN 822 (KOUMANANTIÑ : AMAÑ)

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez