Miz Mae 68

C’hoazh e vefe chomet er gêr ! Nag a ziegi en doa o vont en-dro d’ar skolaj, da c’houde teir sizhuniad vakañsoù, pe dost ! D’ar sul 16 a viz Even 1968, da c’hwec’h eur d’abardaez, edo Ganig er c’harr-boutin, o vont diouzh Plougerne da Vrest. C’hwezek vloaz e oa ar paotr. Echu e oa, pelloc’h, gant an diskrog-labour. Edo ar vicherourien, ar studierien hag al liseidi o vont da stagañ en-dro gant o labour er stalioù hag en o studioù er skolioù. War-lerc’h bourk Plougerne edo ar c’harr-boutin – an oto Mailhous a veze graet dioutañ –, o vont dre hent chapel an Traoñ ha pont Paluden, etrezek Lanniliz. Pennoù teñval a oa ouzh ar skolajidi hag al liseidi o tistreiñ d’o c’hlud.

Souezhusat miz Mae ! E skolaj Charles de Foucault, e kêr Vrest, edo Ganig gant e eilvet bloavezh diwezhañ, a-raok ar vachelouriezh, er rummad D, skianchoù ha lennegezh. Ur skolaj brudet-bras, kristen-mat evel-just, renet gant ur beleg jezuist. Degemer a rae ar skolaj-se, bugale pinvidien, bourc’hizien, marc’hadourien, ofiserien a vor, hag un nebeut «laoueien» e-giz Ganig. E pep parrez diwar-dro e veze bountet ar baotred wellañ, er skolioù bihan, da vont d’ar skolaj vras. Dre an helebini etre ar skolajidi e veze uhelaet live ar skol. Evel-se e oa bet dibabet Ganig da vont di, d’e zaouzek vloaz.

E-kreiz kêr Lanniliz eo en em gavet ar c’harr-boutin. Nebeut a vugale o pignat a zo eus skolaj Ganig. Da skol ar Groaz Ruz ez a ar pep brasañ anezho, bet e skolaj Sant-Anton a-raok. E vreur da C’hanig a zo bet eno ivez, kent mont da Vrest. Ul lodenn vat eus bugale ar c’horn-bro az a da skolaj Sant-Frañsez, e Lezneven. Unan bennak a vez kaset atav da gloerdi bihan Pont-e-Kroaz. Rouez-kenañ eo ar re az aio da veleg avat. Echu, pelloc’h, gant «douar ar veleien» !

E penn kentañ miz Mae ez eus bet freuz bras e Bro-C’hall, evit doare. Penaos en deus Ganig gouezet, ‘mit-hu ? N’eo ket er gêr, da vihanañ. Er skolaj eo ez eo, digant paotred ha ne chomont ket eno da lojañ. Gant Jakez end-eeun, ur mignon dezhañ o chom e Lambezelleg. Tad Jakez a zo micherour en arsanailh. Er gêr, d’ar sadorn, e kustum Ganig selaou Salut les Copains, war ar post-bihan. Kanaouennoù Johnny Halliday, Sylvie Vartan, Sheila, France Gall, Adamo, Richard Anthony hag all. Kanerien «Yé-yé» ! Prenañ a ra ar gazetenn Salut les Copains. Klevet a ra ivez kanerien disheñvel, Brassens, Brel, Ferrat, Becault… N’eo ket ken aes o c’homzoù da gompren. Hogen, anat eo da C’hanig eo dounoc’h o freder. Keleier ar bed avat ne selaou ket kalz. Skingomzoù Bro-C’hall a zo dalc’het strizh gant ar c’houarnamant. Evit gwir, n’eo ket gwall droet Ganig gant ar politikerezh. Er gêr ne gomzer ket diwar-benn an traoù-se. Evit ar voterezh eo aes gouzout gant piv ez a ar mouezhioù. «Me, eme ar vamm, ne lavaran ket evit piv e votan. E-giz ho tad e ran, forzh penaos.» Evit De Gaulle e vouezh an tad, sklaer eo evel lagad an naer. Er skolaj kennebeut ne vezont ket lakaet d’en em soñjal war ar politikerezh. Beleien ez eus eus kalz kelennerien. Beleien wenn ! Ar gelennerien diveleg n’eus ket a zispac’herien anezho kennebeut. Dibabet-mat int bet gant ar rener ! E-giz an eveshaerien, studierien anezho.

E skol-veur Nanterre, e Pariz, eo e oa bet kroget ar freuz, diouzh doare. D’an 22 a viz Meurzh e oa. Sudierien a oa bet o vanifestiñ a-enep brezel ar Vietnam. Kraouiet lod anezho gant an archerien. Hag aloubet ar skol-veur gant ar studierien. Goulenn a raent e vefe laosket o c’henseurted vac’het da zont er-maez. Brezel ar Vietnam ! Digant e dad en deus Ganig goulennet petra e oa ar brezel-se. Diaes d’an tad displegañ ! Er bloavezh 1910 e oa-eñ bet ganet. D’e ugent vloaz e oa bet aet d’ober e goñje, e-giz martolod, da Indez-Sina. Ha war-lerc’h ar brezel 40, e oa bet eno c’hoazh, pa oa en em savet Indeziz-Sina a-enep Bro-C’hall. Ho Chi Minh, hag all… Start eo d’an tad kompren petra a stag e vrezel dezhañ ouzh hini an Amerikaned.

Gant e gamalad Jakez en deus Ganig klevet meneg eus dispac’herien an 22 a viz Meurzh : Gesmar, Sauvageot ha Cohn-Bendit. Cohn-Bendit dreist ar re all ! Ur paotr yaouank dispar, eme Jakez, leun a startijenn hag a fent. «Cohn-Bendit ! eme eneberien an dispac’h. Ur «bandit», ya, ur «Boch» ! N’en deus nemet mont war e giz d’e vro ha n’eo ket dont da lakaat freuz er Frañs !»

Tenn eo pignat gant krec’h Tarieg, etre Lanniliz hag ar Vourc’h-Wenn. Un hent kozh troidellok. Stankoc’h-stankañ eo ar re yaouank er c’harr-boutin, ha pounneroc’h a se. Daoust ha ret e vezo dezho diskenn dioutañ evit bountañ warnañ ? Dre an hent-se ivez ez ae e dad da C’hanig, gant ar c’harr-boutin, da labourat da Vrest. Abred-kenañ diouzh ar mintin ha distreiñ diwezhat diouzh an noz, d’ar gêr. Ar paotrig ne wele ket anezhañ war ar sizhun, ken e vije ar sul. Ehanet eo an tad da labourat, bremañ, abalamour d’ur gwall gleñved.

D’an dri a viz Mae, eme Jakez, e voe aloubet skol vras ar Sorbonne, e Pariz, gant ar studierien. O c’houlenn e vefe dieubet Cohn-Bendit hag a oa bet bac’het. Ha bet ur reuz spontus e Karter latin Pariz da heul. Daou vil studier o talañ ouzh an archerien, en ur deuler mein-pavez outo. Gwashoc’h freuz a oa bet c’hoazh en noz, d’an 10 a viz Mae. Savet tri ugent bardell gant ar studierien hag emgann vras ouzh an archerien. An deiz war-lerc’h vintin e voe diskouezet war ar ar c’hazetennoù an distruj spontus a oa bet en noz. Ha klevet war ar radiooù estren -spazhet e oa an O.R.T.F gant ar c’houarnamant. Lakaet e oa anat d’an holl ar feulster a oa bet a-berzh an archerien. Kerkent e savas ar sindikajoù micherourien a-unan gant an dispac’herien. Goulenn a raent e ve bet diskroget diouzh al labour. Krog e oa an tan e holl skolioù-meur ha liseoù ar vro. «Studierien, kelennerien ha micherourien a-unan !» D’an 13 a viz Mae e oa bet manifestadeg vras e Pariz a-enep De Gaulle, a oa e penn ar Frañs abaoe 1958. «D’an traoñ ar galloud ! Dek vloaz zo re ! Poent kas De Gaulle da di ar re gozh !»

 De Gaulle da di ar re gozh !  Feuket e oa bet Ganig o klevet ar c’homzoù-se. Rak un doue e oa eus ar jeneral div steredenn er gêr. Daou zoue a oa eno, evit gwir. : an aotrou Doue «pehini ‘zo en neñv» hag ar jeneral De Gaulle. Doue ar vamm, an hini a zo en neñv, a lavare e oa ret d’ar gristenien ober pinijenn war an douar ha sentiñ rik-ha-rik ouzh gourc’hemennoù an Iliz. Pec’hed e oa klemm, eta. E 1939, pa voe diskleriet ar brezel a-enep an Alamaned, edo an tad karter-mestr tommer e-bourzh al lestr enep-torpilher Chacal. E miz Mae 1940 e voe konfontet al lestr-se gant bombezennoù alaman a-vaez da gêr Boulogne, nepell eus Calais. Gellet en doa an tad saveteiñ e vuhez ha dont en-dro d’ar gêr. E miz Even ec’h erruas e Plougerne, dres en hevelep dervezh ha ma c’halvas ar jeneral ar C’hallaoued da enebiñ ouzh an alouberien. Arabat e oa, eta, distagañ dirazañ komz fall ebet a-enep «savetaer ar Frañs» ! Ha mezh e oa bremañ klevet ar re yaouank o tic’hastiñ war e gein. E vignon Jakez avat ne oa ket ali gant tad Ganig, na ne oa. Ret e oa reiñ lamm d’ar c’hozh jeneral kozh.

Er Vourc’h-Wenn ez eus un nebeut skolajidi o c’hedal ar c’harr-boutin. Hag un toulladig paotred ha merc’hed yaouank bet o koroll er sal-zañs Saturne, e-kreiz ar bourk. Nebeutoc’h a zo anezho avat eget er sulvezhioù a-raok miz Mae. Bec’h o deus lakaet da geñver ar manifestadegoù ha bremañ, p’emañ al labour o vont da gregiñ en-dro, ez int despetet-bras. Hag aet berroc’h-berrañ lost an arc’hant ganto, douetus. Amañ, er bourk-mañ end-eeun, en doa bet Ganig ur spontadenn vras c’hwec’h vloaz zo. Sulvezh kentañ ar skol e oa, hag eñ o vont d’ar c’hwec’hvet klas, e Brest. Gwall gannoù a oa bet etre ar blenier ha tud yaouank vezv o doa c’hoant pignat er c’harr-boutin. An dañsoù ! Pec’hed eo dañsal, eme ar vamm. Bremañ gant dispac’h miz Mae, o deus ar re yaouank embannet a-vouezh uhel e fell dezho ren ur vuhez dieuboc’h, hep bezañ gwasket gant ar familh, ar veleien, ar gelennerien, ar stad…Ha kaout daremprejoù startoc’h kenetre ar baotred hag ar merc’hed. Lakaet eo bet souezhet ar c’hrennard Ganig gant skeudennoù tud yaouank hanter-noazh, mesk ha mesk, o pokat an eil d’egile, hag o c’hoari zoken. Er skolajoù kristen ez eus disparti etre ar baotred hag ar merc’hed. Lent eo Ganig gant ar merc’hed. Jakez avat en deus un dous. Gant ar reveulzi a zo bet e c’hello he daremprediñ aesoc’h. Fiziañs en deus, yañtav.

Digant e dad e klev e vignon ar c’heleier ha bep noz e sell ouzh ar skinwel ha selaou ar skingomz, e Lambezelleg. Evit doare, o deus micherourien al labouradeg Sud-Aviation, e Kervenon e-kichen Naoned, diskroget diouzh o labour ha lakaet seziz war ar stal ; ha kraouiet ar mestr zoken. Kerkent o deus kalz labouradegoù graet kemend-all, dre ar vro a-bezh. «En grêve ! Usine occupée !» a zo skrivet warno. Dont a ra ar studierien hag ar gouerien zoken da harpañ ar vicherourien hag ar micherourezed. D’an 20 a viz Mae, a-hervez, e oa dek milion a dud diskroget diouzh o labour. Stalioù, skolioù, an tiez-post, ar c’hirri-boutin, an treñ-buzhug, ar marc’h-du, ar c’hirri-nij… «Seizet eo Bro-C’hall, evel marv !» Krog eo an dud da gaout aon, ken kaz e teufe an traoù da vankout. Mamm Ganig he deus prenet leun a bakajoù kafe, chikore, sukr, c’hwalen, toazhennoù, riz, tapioka… Legumajoù ha kig a zo er gêr. Mamm Jakez, e kêr, he deus berniet muioc’h a voued. Bevet o deus ar mammoù e-pad ar brezel, pa oa dalc’het ar vro gant an Alamaned, ha berrentezh. Diaes eo kavout dour-tan evit ar c’hirri. Tud Ganig n’int ket nec’het, n’eus karr-tan ebet er gêr.

Etre ar Vourc’h-Wenn ha Gouenou eo peuzleun ar c’harr-boutin. Tud yaouank diwar ar maez, bugale kouerien pe eus ar bourkoù bihan diwar-dro, kenwerzhourien, artizaned o zud. Harz-labour ! Sindikajoù ! «Feneanted, tud lezirek» a ra diouto kalz Leoniz, tad Ganig en o zouez. Gwech ebet n’en doa eñ ehanet da labourat evel-se pa oa micherour e Brest. N’edo ket er C.G.T, anat oa ! Er C.F.T.C, ur sindikad kristen, en doa ranket lakaat e anv. Ne oa ket mat da glemm. Ha bet en arme a-raok n’edo ket ar c’hiz gantañ da sevel a-enep ar vistri. «Ar mestr a zo ar mestr, ha goude ma vefe kaoc’h ouzh e revr !» Er gêr avat e veze un tamm soroc’h gantañ, p’en deveze evet ur banne ouzhpenn ar gont. A-enep al labour tenn, ar batroned didruez, ar bae vihan, ar veleien er gador… N’ez ae ket ar c’hlemmoù er-maez eus an ti, avat.

Un eveshaer yaouank, studier er skol-veur, en deus lakaet ar post skinwel en-dro, diouzh ar pardaez. Ha gwelet ar c’heleier gant ar skolajidi. Paket en deus ar paotr yaouank e begement gant ar rener. Er bloavezh a zeu, moarvat, e ranko mont da glask labour da lec’h all. D’ar gwener 24 a viz Mae avat, eo bet bodet an holl skolajidi dirak ar post-bras, da eizh eur noz. Emañ ar jeneral De Gaulle o vont da gomz dirak ar bobl, evit ar wech kentañ abaoe m’eo bet c’hwezhet an tangwall er vro. «Emaon o vont da zegas gwellaenn er skolioù-meur hag el labouradegoù. Evit ma vezo aesoc’h o buhez hag o labour d’ar studierien ha d’ar vicherourien. Da zibenn miz Even e lakain ober ur referendom. Ma respontit Nann din ez in kuit hag echu !» Emañ ar jeneral o vont da saveteiñ ar Frans adarre ! eme ar veleien bodet en-dro d’ar rener. En nozvezh war-lerc’h e strak ar gurun, gwashoc’h-gwazh, er vro. Lazhet daou zen zoken !

Er sizhun war-lerc’h ne voe ket graet skol er skolaj. C’hoari a rae ar baotred mell-droad war al leur, ping-pong er c’halatrez, lenn er c’hlasoù ha sellet ouzh filmoù paotr-saout war ar skinwel. Dont a ra studierien ha liseidi kêr da glask dilojañ anezho diouzh ar skolaj. Mont a ra ar rener hag ar veleien all da viret outo da zigeriñ an draf vras. Emgann a zo etre an daou rumm. An aotrou Karaez, ur pezhiad beleg, lesanvet «K bras», kelenner war an istor hag an douaroniezh, eo an taerañ anezho evit difenn ar skolaj kristen diouzh ar saotradur ruz. Sellet a ra ar skolajidi a-bell. C’hoant en deus Ganig e teufe an dispac’herien a-benn da deuler ar gloued vras d’an traoñ, evit ma c’hellfe al laboused bac’het nijal kuit war-zu ar frankiz. A-nebeudoù eo deuet da soñjal evel e geneil Jakez, gant un tammig mezh. Petra lavarfe e dud ?

A-barzh ar fin e rankas ar rener plegañ ha lezel ar skolajidi da vont d’ar gêr. Kaeraat dervezh pa en em gavas Ganig e Plougerne. Brav e oa an amzer, un dudi. Al laboused o kanañ er gwez hag er brouskoajoù, marellet ar foenneier hag ar parkeier leton a vleunioù liesliv, glas ha klouar ar mor…Buhez disoursi er prajeier, er gwarimier, el lanneier, en aochoù… Un tammig e laboure ar c’hrennard war ar jedoniezh, ar skianchoù, al lennegezh. Dre guzh e selaoue ar c’heleier war ar post-bihan. Manifestadeg vras a oa bet d’an 29 a viz Mae a-enep De Gaulle. Ha brasoc’h manifestadeg c’hoazh e Pariz evit De Gaulle, d’an 30. Gant e dud en doa sellet outi er skinwel. Savet uhel an dour e daoulagad an tad ! Ur mor a vannieloù triliv – gwenn ha du war ar post-bras ! – o fichañ a-zioc’h ur milion a Frañsizien kar-o-bro. «A bas l’anarchie ! Oui à De Gaulle ! Vive la France !» Ne oa ket echu an emgann, daoust da se. An archerien o klask dilojañ ar vicherourien diouzh ti Renault, Peugeot hag all… Daou vicherour a oa bet lazhet zoken.

Erruet eo ar c’harr-boutin war leur-gêr Strasbourg e Brest. Citroen a reer diouzh ar blasenn-se abalamour d’an uzin vras a zo warni. Diskenn a ra Ganig da heul un toullad skolajidi. Pemp kant metrad o deus da vale betek ar skol. Abaoe c’hwec’h vloaz ez a ar c’hrennard gant an hent-se. Ne chom nemet ur bloavezh gantañ da dremen er skolaj. Ne oar ket c’hoazh petra a raio war-lerc’h. Sioul eo straed Kemper da c’houde ur miziad trouz ha youc’hadeg. Komzoù ar reveulzi zo skrivet atav ouzh ar mogerioù. Un tamm droug-hirnezh a grog e Ganig en ur vont war-zu ar skol. N’eo ket kleñved ar gêr. Hogen, kerse d’un darvoud dibar. Ha keuz da vezañ bet test d’un dispac’h sebezus hep bezañ kemeret perzh ennañ !

Goulc’han Kervella

  • Un danevell embannet en niverenn 679 – d’ar 15 a viz Even 2018.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez