Moutig hag arc’h Noe

Moutig hag arc’h Noe, gant Yann-Ber Kemener hag Anna Magron, 48p., embannet gant Skol Vreizh, 10€

Adkavout a reer Moutig hag e vignon Dandu o vont war roudoù Marzhin, unan kozh ne fell ket dezhañ e vefe distaget e anv. Anvet e vo M. Gant sikour ur voulenn gevrinus e adkavont anezhañ e kompagnunezh ur c’hamarad ken kozh all, Noe. Hag hemañ gant ar soñj sevel ur vag vras evit lakaat loened enni, evit saveteiñ ar gouennoù. Un digarez e vo, evel-se, d’ober anaoudegezh gant stumm al liester evit loen pe loen. Ouzhpenn-se, evit lod anezho, e vo lakaet war wel o ferzhioù anat : an avanked, an olifanted…

An dekvet levr eo er rummad-mañ, gant ar memes daouad abaoe un tamm zo. Kavet o deus o mont-en-dro, ur bajenn skrid gant Yann-Ber Kemener — divyezhek galleg-brezhoneg — kinniget evel war ur parch hag a-dal tresadennoù Anna Magron en he stil anavezet mat bremañ.

Ur chenchamantig bihan a zo ( diwar levezon Jean-Claude Le Ruyet ?) : da gement ger oc’h echuiñ gant “t” e vez ouzhpennet un “d” bihan evit aesaat al liammadurioù hag an distagadur.

Hag ur souezhadenn er fin : en em gavout a ra arc’h Noe e Kêr-Is ha kejañ a reont gant Grallon ha Dahud.

Da brenañ amañ : Skol Vreizh

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez