Chile

Nann d’ar sezoù miret evit an henvroidi

Skrivet e vo bonreizh nevez ar Chili gant ur C’henemglev Bonreizhel. Met peseurt plas a vo ennañ evit an 2 vilion a henvroidi ? Un danvez-lezenn a zo bet kinniget d’ar Sened evit ma vehe miret 24 sez evit an Indianed, Mapuched an darn vrasañ anezhe. Siwazh n’eo ket bet votet ar lezenn-mañ e miz Here a-gaoz d’un diouer a senedourion…

D’an 19 a viz Du eh eus bet nac’het gant ar sened chilian ur raktres a adreizhiñ ar vonreizh. Gant an adreizhiñ-se e oa kaoz a virout sezoù d’an henvroidi er C’henemglev Bonreizhel a zo bet fiziet enni skriviñ ar vonreizh nevez.

Un diouer a ziv vouezh

Padal e oa bet votet ar raktres gant kannaded ar Breujoù kent. Ennañ e oa kaoz da reiñ 24 sez d’an henvroidi (ar bobl vMapuche paneveken). Er Sened, an deiz-se avat, ne oa ket senedourion a-walc’h evit votiñ an danvez-lezenn. 24 senedour a votas eviti, tra ma votas 15 a-enep. Siwazh un diouer a ziv vouezh a zo bet evit ma vehe degemeret ar votadeg da vat. Bremañ e vo fiziet an danvez-lezenn en ur bodad daouhanter ma vo kannaded ha senedourion enni. Dezhe da glask un diskoulm.

Un c’henemglev bonreizhel a 155 ezel pe muioc’h

Kar tabut zo c’hoazh evit gouzout pet sez a vo miret evit an henvroidi ha daoust hag e vo ar 24-se ouzhpenn d’ar 155 keodedour dilennet a zo bet fiziet enne skriviñ ar vonreizh nevez, pe get. « Ma ne gavomp ket an dro d’ober emglev e vo skrivet ar vonreizh nevez hep ar pobloù henvroat» eme Karla Rubilar, anezhi ministrez an diorren sokial.

Stourmerion daonet

18 milion a Chilianed a zo, en o zouesk 12,8% a henvroidi. 87,3% ag an henvroidi a zo ag ar bobl vMapuche, da lavaret eo 1,7 milion a dud. Etre Chili hag Arc’hantina emañ ar mapuchva. Komz a reont ar mapudungun, ur yezh ha n’he deus na c’hoar na vamm e familhoù ar yezhoù indian. Emañ ar Vapuched tost o c’halon ouzh o yezh, avat. Ne vir ket ouzh ar mapudungun da vout ur yezh en arvar. E 2013 e oa 2,4% ag ar gomzourion o veviñ e kêr ha 16% ag ar re o chom àr ar maez a ra gant ar Mapudungun pa gomzont ouzh ar vugale. Ha n’eus ken ‘met 3,8% a gomzourion « barrek » e-touesk ar re yaouank etre 10 ha 19 vloaz er Mapuchva, e su ar vro.

E-pad pell o deus stourmet ar Vapuched ouzh ar Spagnoliz ha neuze ouzh gouarnamant Santiago ha kaset ur stourm arme zoken. Hiriv an deiz emañ c’hoazh ar Resistencia Ancestral Mapuche (RAM) oc’h ober gant ar «feulster defañs» a-enep ar gouarnamant (meur a walldaol dibaoe 2013). Hag a-raok ar Spagnoliz e stourment dija ouzh an drevadennourion inka hag a glaskas trevadenniñ an douaroù a ya d’ober ar Chili bremañ.

Ur vonreizh nevez evit ar Chili

Goude ar manifestadegoù sokial o deus tarzhet e miz Here 2019 eh eus bet divizet sevel ur C’henemglev Bonreizhel. Er Chili emañ atav ar vonreizh bet skrivet dindan ren Pinochet o talvezout. Ha forzh dizingalded sokial a zo e un vro rivinet gant ar frankizouriezh ekonomikel. Un dachenn c’hoari eo bet ar Chili evit ar «Chicago Boys» e-pad ren Pinochet ha chomet zo roudoù ag ar maread-se er lezenn. E gwirionez e tle meur a Chilian ober daou pe dri labour evit beviñ peotramant evit krakveviñ kentoc’h.

Fabien Lécuyer

UR PENNAD embannet EN NIVERENN 809 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez