Nebeutoc’h a sukr

Abaoe pell n’he doa ket mui c’hoant Sarah Renard debriñ toaz da ledañ abalamour d’ar c’hementad sukr a vez kavet e-barzh kalz produioù. Deuet eo ar soñj dezhi neuze fardañ he zoaz he-unan hag, un tamm diwezhatoc’h, ar c’hoant da werzhañ anezhi dre ar merk krouet ganti penn-da-benn : Louarnes.

E-pad he studioù war ar gontouriezh he doa merzet buan a-walc’h n’he defe ket c’hoant labourat en ur burev ha setu perak he deus dibabet mont war-zu ur vicher all diouzhtu p’he deus echu he stummadur. Deuet eo da vezañ archerez goude bezañ tremenet ar c’honkour. Netra da welet gant toaz da ledañ met setu penaos eo erruet Sarah Renard, plac’h ar Maine-et-Loire, e Breizh.

Ur c’hoant da grouiñ

Labouret he deus pevar bloaz e archerdi An Alre lec’h ma oa kustum d’ober kalz a sport. Un ezhomm bras he doa bezañ yac’h, da lavaret eo debriñ hag evañ produioù yac’h, ar pezh ne vez ket anat da gavout atav. D’ar poent-se he deus kroget d’ober war-dro un c’hont Instagram ha souezhet eo bet o vezañ heuliet gant kement a dud. Displegañ a rae he buhez sportel ha diskouez a rae ivez rekipeoù fardet ganti – ar pezh a c’heller adkavout bremañ war he lec’hienn gant he froduioù dezhi. «Heuliañ a raen eus va zu merkoù ivez hag ar c’hoant a zo kresket tamm-ha-tamm da grouiñ ha da ziorren va hini din-me : ur merk tro-dro d’ar boued biologel ha yac’h».

Toaz da ledañ lipous

Mennozhioù e-leizh he doa ha dibabet he deus reiñ lañs d’un toaz da ledañ. Unan biologel eo hag o tont eus ar c’henwerzh reizh eo an aozennoù a vez implijet ganti evit fardañ produioù Louarnes met ne vez ket implijet sukr evel ma ra ar re all. «Implijout a ran sukr koko hag a zo ekologel ha yac’h. Hag ouzhpenn-se n’eo ket puraet.» E Gwened emañ o chom e Gwened ha fardet e vez he zoaz da ledañ en he labourva, ur gambr ispisial eus he ranndi, o toujañ ouzh an normoù yec’hed. «O klask ul lec’h emaon er mare-mañ. Dont a ra va ranndi da vezañ re vihan rak gwerzhañ a ran ivez produioù merkoù all war va lec’hienn hag ezhomm em eus muioc’h-mui a blas evit ar stok».

NG

Lec’hienn ar merk : www.louarnes.fr

Ur pennad embannet en niverenn 803 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez