Neuial e miz Kerzu : na pebezh plijadur !

N’o deus ket bet aon tud Binig da redek betek an dour ha kouronkañ. E miz Kerzu e oamp ha yen e oa an dour koulskoude.

Kouronkadenn ziwezhañ ar bloaz © Laurent HYS

Lod a lavar int sot pe ziskiant. Bep bloaz koulskoude e vez gwelet tud e Breizh o wiskañ o dilhad-kouronkañ ha redek betek an dour yen war an draezhenn. Setu ar pezh a zo bet graet e Binig. Ha kement ha degas birvilh d’an darvoud e oa deuet sonerien binioù ha bombard war al lec’h. Moarvat ne oa ket tomm dezho seniñ gant binioù pe vombard rak chomet e oant gwisket. Evel kadourien an amzer gwechall o deus kroget an neuierien gant ur gavotenn war an traezh. Da vezañ tomm dezho pe da gemer kalon, an daou asambles marteze. Pa voe echu, setu mestr ar gouel o reiñ urzh da redek. Hag an holl war-zu an dour, ar re galonekañ oc’h ober gaol par ma c’hellent, ar re o devoa disfiz un tammig o tont war-lerc’h. Ouzhpenn kant hanter-kant neuier e oant. Aozet e oa an devezh gant ar gevredigezh Grain d’pirate.

Nav derez nemetken

Dreist e oa” eme unan eus an neuierien. “Kaer eo an amzer. Emañ an heol o tiskouez beg e fri zoken.” Ha tud o huchal en e gichen keit ha ma oa o lavarout an dra-se. Dic’hizet e oa lod, meur a hini gwisket evel un tad Nedeleg. Un devezh diduañ e oa dreist-holl. Familh ha mignoned a oa deuet da harpañ anezho. Ne oa ket re yen er-maez. Unnek derez a oa war an draezhenn ha dre se ne oa ket re vras an diferañs temperadur etre an dour hag an aer. “N’eo ket yen pa zeuomp er-maez” eme Remi. Evit Sophie e oa aesoc’h eget evit ar re all c’hoazh rak hi a lavare : “Me a ya da neuial a-hed ar bloaz. Degas a ra buhez ha startijenn d’ar c’horf.

N’eo ket da vare Nedeleg nemetken e vez aozet traoù gant kevredigezh Grain d’pirate. Bep bloaz e vez ur gouel e-kerzh an hañv, en tu-hont da gouronkadenn fin ar bloaz. Nullet e oa bet ar gouronkadenn warlene en abeg d’ar c’henfinañ. “Un dra ret eo un darvoud evel-se” eme Garine Ruellan, is-brezidantez ar gevredigezh. “Ur goulenn eo digant an dud. C’hoant o deus d’en em welout ha d’en em adkavout. Lakaat an dud da huñvreal ha da gaout plijadur eo hor pal.” Emichañs e vo posupl en em vodañ da vare Gouel an Hañv e 2022. Setu goanag an aozerien.

JYLG

  • Ur pennad embannet en niverenn 866 – d’ar 14 a viz Genver 2022.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez