Penaos lakaat ur marc’had da gouezhañ en e boull

E miz Eost eo bet adembannet “All things must pass“, pennoberenn George Harrison ur wezh dispartiet ar Beatles. Ar re zedennet gant kement-mañ o do merzet marteze an diforc’h bras a briz etre an albom kinniget e stumm 2 CD evit 20 € hag ar memes hini e stumm 3 vinil evit 74 €.

Ar pep gwellañ, ar voestad “Uber Deluxe Edition” evit 1500 euro d’an nebeutañ !

Embannet e oa bet gant ar majors e yafe priz ar pladennoù vinil war geraat. Netra nevez war an tamm douar patatez-mañ. E 2018 dija e venege ur studiadenn e oa keraet priz ar pladennoù vinil a 490 % er Stadoù Unanet etre 2007 ha 2017. Lezenn ar marc’had an hini eo ‘zo kaoz : +10 % a werzhioù er Frañs e 2020 pa zigresk ar gwerzhioù CD eus 27 %. Er States eo tremenet ar vinil dirak ar CD met bezomp sklaer : ne dalvez an daou stumm nemet 10 % eus an 10 miliard a zollaroù stag ouzh marc’had ar streaming.

Hir amzer

Elfennoù all zo da gemer e kont ivez : etre 7 hag 8 sizhunvezh e c’houlenn produiñ ur vinil (div sizhunvezh evit ur CD), n’eo ket stank an uzinoù gouest d’en ober ha kreskiñ a ra priz ar materi krai, ar polymer. Pa voe boas ar pratikoù da brenañ CDoù e-kreiz ar bloavezhioù 80 e oa o friz 30 % keroc’h eget hini ar vinil hep abeg fetis ebet. Bep bloaz e kerae ar priz (+40 % e pevar bloaz) pa ziskenne etretant ar c’houstoù produiñ. Dilezet eo bremañ ar CD abaoe meur a vloaz evit an doareoù nevez da selaou sonerezh : pellgargañ ha streaming. Ar marc’had nemetañ e lec’h ma chom ar majors mistri war ar prizioù (bezañ “market maker” e galleg flour tourioù La Défense) eo hini ar vinil. Ne vo ket pell a-raok ma kouezho ar marc’had-se en e boull ivez pa ne vezo ket ar re yaouank pe ar selaouerien hiraezhus blev louet ganto evit prenañ pladennoù ken abalamour d’o friz. (Ar re sot-pitilh gant Harrison a c’hello prenañ hollad enrolladennoù “All things must pass”, 8 vinil en holl, evit 225 €).

Gaëtan Boulic

  • Ur pennad embannet en niverenn 851 – d’ar c’hentañ a viz Here 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez