Peoc’h al loened (mojenn Nedeleg, berr ha gwir)

En amzer a-vremañ, e vezomp laouen o lidañ Nedeleg, met kalz a dud a zisoñj ez eo, e gwirionez, gouel ganedigezh ar Mabig Jezus. Ha ne reont ken ‘met mont d’ar gourmarc’hadoù da brenañ ur bern profoù d’o familh tostañ. Zoken, ar veleien a lid oferenn ar pellgent da c’hwec’h eur noz, ha ket da hanternoz evel gwezhall, ken. Evel-se e fiziont kaout muioc’h a barrezioniz o tont d’an iliz ! Kregiñ a ra gouel ar fiskoan da zek eur noz, gant ar gwin gwenn evit digeriñ kalon hag an istr… ! Ne vez gwelet den ebet ken o pourmen war droad e-kreiz nozvezh ar pellgent.

Koulskoude hiziv, piv a oar e c’hell al loened komz evel tud e-pad an nozvezh-se ? Da Nedeleg, ur wezh ar bloaz nemetken… An dud ne ouezont ket an dra-mañ peogwir ne vez kavet den ebet ken, gant ul letern en dorn, o tistreiñ eus oferenn ar pellgent, war droad a-dreuz ar parkeier. Den ebet ken n’eo barrek da selaou al loened o komz etrezo ! Gwelloc’h eo mod-se marteze… rak kaozioù al loened a c’hellfe displijout d’an dud !

Koulskoude, selaouit an istor zo erruet gant ur mignon din, anvet Richard. Hemañ zo blenier un M.T.B. (Marc’h-du Tizh Bras, pe “TGV” e galleg). N’eus ket gwall bell zo, e oa c’hoarier mell-droad a-vicher. Deuet da vezañ re gozh evit ar sport-se, e oa bet taolet er-maez… Setu un empenn oa bet imboudet dezhañ gant ur surjian, evel ma lavar J.J., un den anaoudek war ar medisinerezh ! Goude bezañ desket ar vicher nevez e oa barrek da vleniañ un treñ, seizh kant a dud ennañ, gant un tizh a dri c’hant km an eur ! Lakaet e oa bet diouzh servij e-pad ar gouelioù dre ma oa nevez-implijet ; koulskoude dre chañs, n’en doa ket da labourat e-pad nozvezh ar pellgent na devezh Nedeleg… Pedet e oa bet da fiskoaniañ gant ur c’henderv dezhañ, unan hag en doa prenet, digant ur peizant, un ti kozh renevezet. Hemañ en doa savet un ti nevez, c’hoant gantañ diskouez e oa pinvidikaet bremañ ! An daou di a oa tost an eil ouzh egile. Ar peizant, ur spered ekolo dezhañ, en doa un nebeud yer.

Richard en doa asantet d’ar gouviadenn, met lavaret en doa kregiñ gant ar gouel hep gortoz anezhañ. Erruout a rafe en ti-gar, da zek eur noz ha c’hwezek munutenn, gant an treñ diwezhañ. Un tammig amzer en doa ezhomm evit tapout ur strinkadenn zour, gwiskañ dilhad dereat, dibab un nebeud profoù bihan… Erruout a rafe war-dro hanternoz! Karr-tan Richard n’edo ket ur c’harroñs ! Arc’hant a-walc’h en doa lakaet a-gostez koulskoude pa oa c’hoarier mell-droad, met dispignet en doa kement gwenneg, evel e vignoned !

Diaes oa kompren e oa bet lakaet un empenn en e benn! … Koulskoude e oa kroget bremañ da espern arc’hant en ti-bank evit e leve ! War-dro 283.000 km a oa bet graet gant e garr-tan kozh. Ar beajoù en treñ a veze digoust evitañ. Setu ne oa ket mall gantañ prenañ un oto nevez ! Al loc’her a chome bout bep an amzer, ar rodoù a oa dic’hwezhet, ar c’hontrol teknik a veze disoñjet…

Hag en nozvezh-se just a-walc’h, karr-tan Richard a chomas a-sav ur c’hilometr bennak a-raok erruout e ti e genderv ! “A! Gast !” a soñjas, “Penaos e rin bremañ ?”. Pellgomz d’e genderv ? Siwazh, disoñjet en doa adkargañ e bellgomzer hezoug! Eürusament e oa brav ha sioul an noz: nag avel na glav ebet ! Kinklet brav e oa an oabl evit nozvezh Nedeleg, leun a stered o lugerniñ !

Tu en doa da glevet ar penn-kazh pe ar gaouenn o teurel : “hou! hou !”, o klask ur mignon pe ur vignonez bennak… Richard a zivizas kenderc’hel war-droad. Dont a rafe antronoz gant e genderv evit disac’hañ e garr-tan en-dro ! En ur vale e klevas sklaer Richard daouzek taol an hanternoz o seniñ e tour an iliz ahont er bourk. Souezhet e voe o klevet ar gaouenn :

Hou ! Hou ! Pelec’h emaoc’h ? Hou ! Hou ! Ne welan ket ac’hanoc’h !

“N’eo ket posupl”, a soñje Richard. Hiziv, n’em eus evet nemet dour ha kafe, ha n’on ket foll c’hoazh ? Hag ar gaouenn oc’h huchal adarre :

– Hou ! Hou ! Unan bennak a glev ac’hanon ?

A-daol-trumm, setu ur vouezh o respont :

– Kreñv ha sklaer, ar gaouenn ! Pemp war pemp !

Ur bik e oa. Richard a welas anezhi aze war skourr un dervenn gozh ! Sebezet e oa oc’h erruout en tiegezh. Gourvez a reas kerkent war un hordenn foenn evit selaou, o krediñ e oa deuet da foll.

Hag ur voualc’h o lavarout bremañ :

– A ! unan bennak a zo o komz amañ ? Da gentañ, Nedeleg laouen d’an holl ! Nozvezh al levenez eo emberr, ha den ebet na rank bezañ trist !

Meuh, a respontas ur vuoc’h. Trist on peogwir ez on bet staget er c’hraou-mañ gant un den !

– Oc’h, a respontas an hoc’h. Dalc’h soñj eus an ejen gwezhall er c’hraou yen, ahont e Bethleem ; ne oa dor ebet, hag an ejen a boanie hep ehan evit tommañ ar Mabig Jezuz !

Ne oa ket un dudi, gwir eo !, a respontas ar vuoc’h, met an azen a oa aze ivez o sikour anezhañ !

Mat !, eme an hoc’h. Daou loen e oant marteze, met evit petra ? Evit tommañ ur c’hrouadur, mabig un den ?

Ket, un Doue e oa ! Deuet da vezañ den ! Sakreal a rez !, a respontas ar vuoc’h.

Lakaomp, met Doue pe get, n’eo ket Jezuz ’n deus difennet debriñ kig moc’h ! Eurusamant Mahomed zo deuet goude-se, eme an hoc’h.

Ha peoc’h amañ !, a lavaras neuze an dañvad. N’oc’h ket ken maleürus-se ! C’hwi ho peus peadra da zebriñ gant ar peizant, n’eo ket un den ken fall-se… Leuskel a ra ac’hanon da glask va boued va-unan ; hag en nevez-amzer, pa vez yen c’hoazh, e vezan lakaet e noazh, da c’haloupat war leton ar pradoù ! Ha Mahomet… hag a vroude an dud da zebriñ kouskous…! Forzh penaos, ouzhpenn kig danvad ‘vez lakaet er c’houskous ! n’eo ket gwir, poñsin bihan ?

Eo, gwir eo, a respontas ar poñsin, ar yer eo al loened ar muiañ gwallgaset gant an dud ha, koulskoude, me n’on ket maleürus amañ. Hon peizant n’eo ket an hini gwashañ. Gellout a ran mont ha dont war porzh an ti-feurm, pakañ ar buzhug a gavan pe ar greun kouezhet diouzh lost ar c’harr… Soñjit ‘ta er yer all o vevañ er c’haouedoù, bern war vern, dek yar kraouiet war ar memes metrad karrez ! Evit petra ? Evit dozviñ vioù kempenn d’ober alumennoù-vioù, ha n’eo ket poñsined bihan ! Se a zo un “ovicide” pe ur muntrerezh ! Lavarout a ran ez eo mallus lakaat an “ovicide” e rummad “an torfedoù a-enep al loened !” Re wir eo ! Al loened ar muiañ gwallgaset gant an dud eo ar poñsined !

Hag ar gwazi a vez stambouc’het abalamour d’ober avu druz !, eme ar gwaz…

Ur gwir genstrivadeg oa etrezo evit gouzout peseurt loened oa ar re boureviet ar muiañ gant mab-den.

Setu neuze “un ael o tremen”…

“Reizh eo, noz Nedeleg eo !”, a soñjas Richard !

D’an ampoent-se, e klaskas ur vouezh dinerzh bezañ selaouet : ur vuoc’hig-Doue e oa. Kuzhet ‘oa er bern foenn, dindan toenn ar grignol. Displegañ a reas penaos e oa en em dennet dre vurzhud ouzh al louzeier chimik er parkeier, kement all a vignoned dezhi a oa bet lazhet ganto ! Goude-se, setu ur c’had o testenaouiñ diwar-benn an dud o tistrujañ ar c’hleuzioù el lec’h ma oa o chom. Ha neuze oa ret dezhi bremañ cheñch klud pe lojeiz, bemdez ! Hag ul louarn, deuet da glemm a-enep ar chaseourien, ha zoken da zifenn ar bleizi bet lazhet gant an dud, pell ahont er menezioù uhel !

Ya, a respontas an dañvad… Met se zo evit gwareziñ ac’hanomp !

Gwareziñ ?, a lavaras ki an tiegezh. Ya, moarvat ! Met petra a reont ganeoc’h goude se ? Homo/lupus pe lupus/homo : se zo ar memes stourm ! An dud n’o deus digarez ebet ! Posupl ‘vefe dezho debriñ pesked, alato !

El lestr-pesked, er gegin, e klevas ar peskig ruz ar c’haozioù-mañ, met c’hwi oar… N’eo ket barrek da gomz ! Setu ne glemmas ket, kea !

“An holl loened n’int ket kevatal” a soñjas Richard.

Hemañ a oa aet skuizh gant an divizoù-mañ. Hag eñ da ziskleriañ d’al loened :

Roit peoc’h ha selaouit ac’hanon !

Hag eñ da zisplegañ perak e oa ret troc’hañ gwez evit sevel tiez nevez ha troc’hañ keuneud evit tommañ an tiez-se. Hervezañ e oa ret ledañ louzeier kimiek war ar parkeier, ha gellout evel-se produiñ muioc’h a ed evit magañ tud niverus Bro-Sina ! Al loened, avat, ne oant ket kendrec’het… Setu Richard o komz eus ur gevredigezh, an LPO, karget da skoazellañ al laboused, netra da c’hounit, nemet ar blijadur da welet ha da glevet anezho o kanañ… Ur vaouez all, brudet, ha kozh a-walc’h, a harpe ar reuniged ouzh ar chaseourien, unan bennak all a sikoure ar marmouzed chimpanze, hag ur gevredigezh vras a veze o wareziñ ar balumed…

Lod eus al loened a soñje e oa un dra vat klevet ar c’heleier-se, met ne vefent ket talvoudus evit gwellaat o buhez dezho, siwazh ! Ha setu ar c’hilhog, d’ar poent-se, uhel war ar bern kolo, o kanañ evel ma vefe o seniñ gant ur c’horn-boud :

Kokoriko !

Sklaer ha kreñv, ‘lavaras ar big, a-raok nijal kuit war-zu ar sav-heol !

Richard en em roas neuze da gousket war ar bern foenn, el lec’h ma oe kavet gant ar peizant antronoz vintin…

Pa zihunas, e kredas en doa graet un huñvre iskis… Met petra welas neuze war e viz-yod ? Ur vuoc’hig-Doue o pourmen goude bezañ chomet kousket e kreizig e zorn !

Pêr Ar Bihan

  • Un danevell embannet en niverenn 863-864 – d’ar 24 a viz Kerzu 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez