Skol en draonienn

35 bloaz zo o deus prenet Annie hag Henri Milin un dachenn douar e Ploufragan, ha graet outi ur repu evit an natur hag al loened.

P’o deus prenet o zachenn e traonienn al Lege, d’ur c’hilometr eus Sant-Brieg, ne oa eno nemet drez ha linad. Difraostet o deus ar 6000m² bep a dammig. Ha bremañ e resevont skolioù evit deskiñ d’ar vugale anavezout an natur ha gwareziñ anezhañ. Skolaerez e oa Annie e skol Santez Bernadette e Sant-Brieg. Setu ma teu bugale ar skol-se betek o zi, meur a wech ar bloaz, a-benn heuliañ ar c’hemmoù. Diskennadez Gab Milin eo-hi, c’hoant ganti enoriñ anezhañ da geñver daou gantved e c’hanedigezh, ha troet war ar brezhoneg. Evit se ivez e resev bugale Diwan Sant-Brieg.

Deskardez e broioù an norzh

Dre 3 gwech eo bet e Bro-Danmark ha bep un tammig eo bet plijet, stummet, da skol an natur, un doare ober a gaver stankoc’h eget amañ e Finland, Kembre, Alamagn… Eno e vez graet skol deus ar mintin ha goude merenn ez eer er-maez evit ober ski, c’hoari e-barzh ar c’hoadoù pe keginañ pe c’hoazh gwriat… Se eo he deus bet c’hoant brudañ, abaoe an deroù e Sant-Jozef Plougerne, betek Nancy evit echuiñ e Sant-Brieg e-lec’h m’eo bet renerez e-pad 5 bloaz, a-raok mont war he leve, 6 vloaz zo. Se n’en deus ket miret outi da gemer perzh er c’homite gevellañ gant Bro-Gembre, e ti-kêr Sant-Brieg evel kuzulierez-kêr…

Deus red an natur

«Dre vras e teu ar vugale, dre strolladoù 20-25, war droad pe gant ar c’harr-boutin, evit un devezh a-bezh» emezi. En diskar-amzer e vo lakaet ar pouez war an delioù – 40 seurt o deus en o liorzh – hag ar rusk. E mizioù Genver-C’hwevrer e vo desket fardañ boulloù boued evit al laboused, gant greun ha druzoni, ha staliet er gwez pin. Er mizioù goude, Ebrel, Mae, Even, e vo sellet ouzh al laboused – deskiñ anavezout mat etre 10 ha 15 seurt anezho – ha sellet eus ar mod ma reont o neizh. Met ne vir ket outi ober traoù all ganto : yoga war kartoñsoù dindan ar gwez – «30 tamm kartoñs bras am eus» emezi -, ober tipi-où gant paletennoù, livañ vioù dozvet gant an teir yar en deus ar c’houblad, ober sonerezh gant ar c’helenn, ar brankoù derv pe ivin…, selaou sioul an avel, al laboused, an dour… «Da 5 km emaomp eus ar mor. Kement tra a vez taolet amañ en dour en em gav er mor. Pouezus eo dezho kompren o c’hiriegezh.»

Kenderc’hel a reont gant ar mennozh kizidikaat ar vugale ha laouen int o tegemer strolladoù nevez, evel bugale divyezhek «Le Grand Clos» a zeuio betek Ploufragan dizale.

  • Ur pennad embannet en niverenn 821 – d’an 30 a viz Ebrel 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez