“Smoke on the water” gant Deep Purple

Anavezet mat eo an istor, met marteze ez eus e-touez lennerien Ya! lod ha ne ouzont ket c’hoazh petra eo istor ar vogedenn war an dour, a zeuio da vezañ riff brudetañ an hard-rock, sonet gant nouspet krennard bosek warn-ugent gant ur biz war gordenn mi ar gitar. Kontañ a ra e gwirionez tan-gwall cazino Montreux e-kerzh nozvezh ar 4 a viz Kerzu 1971.

Goude berzh bras o albom “In rock” (netra souezhus pa gaver ennañ tonioù evel “Speed king” pe “Child in time”) hag un droiad skuizhus e tiviz ar strollad mont da zistanañ (c’ha c’ha!) ha da enrollañ o fladenn nevez e Suis, e Montreux, war glannoù al lenn Leman. Fellout a ra dezho, evit en ober, implijout ar c’hazino ha studio mobil ar Rolling Stones. An deiz da heul ar staliadur ez a ar strollad da selaou Frank Zappa ha The Mothers of invention hag a son e sal konsertoù ar c’hazino. E-pad an abadenn e implij unan eus an arvesterien ur fuzeenn-argoll evit diskouez pelec’h emañ. Kregiñ a ra lein ar sal da zeviñ hag ar c’hazino a-bezh da heul (hep na vefe den marv ebet, dre chañs).

Diaes en em gav Deep Purple evit enrollañ o fladenn. Kavout a ra Claude Nobbs, aozer ar festival, lezanvet Funky Claude er ganaouenn, ur c’hoariva bihan evit ma c’hellfe ar strollad labourat, met goude un devezh e klemm an amezeien : re a drouz a reont, dreist-holl pa ouezer e kav gwelloc’h ar strollad pleustriñ diouzh an noz. Neuze e kav ar strollad repu e Grand Hôtel Montreux e-lec’h ma vo enrollet danvez ar bladenn dindan pemzektez. Prest eo ar strollad da blegañ pep tra pa embann o manager e vank seizh munutenn evit klokaat ar bladenn hag un devezh enrolladenn dirazo nemetken. Kinnig a ra ma vefe selaouet an enrolladennoù graet er c’hoariva a-raok ma vefent skarzhet gant ar polis. Hag aze e klevont en-dro ar jam enrollet tro-dro d’ur riff gitar sonet gant Ritchie Blackmore : daaa daaa daaa, da-da-da-daaa ! Kinnig a ra neuze Roger Glover, soner ar gitar boud, kontañ ar pezh o deus bevet nozvezh ar 4 a viz Kerzu.

Setu penaos zo deuet ur ganaouenn enrollet peogwir e vanke danvez evit sevel ur bladenn d’ober unan eus tonioù brudetañ istor ar rock, hep na vefe gortozet.

22 vloaz goude ar gwallzarvoud, deiz evit deiz, d’ar 4 a viz Kerzu 1993 e varvas Frank Zappa. Daou-ugent vloaz goude e sone Deep Purple e festival Montreux, war leurenn an auditoriom Stravinski, d’ar 16 a viz Gouere 2011.

We all came out to Montreux
On the Lake Geneva shoreline
To make records with a mobile
We didn’t have much time
Frank Zappa and the Mothers
Were at the best place around
But some stupid with a flare gun
Burned the place to the ground
Smoke on the water, fire in the sky…

Ar C’hantread

  • Ur pennad embannet en niverenn 425 – d’an 30 a viz Gouere 2013.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez