Soubenn ar Vein

Soubenn ar Vein, gant Evelyne Brissou-Pellen, treset gant Roland Garrigue, embannet gant Sav-Heol, 10€

En ul levr brav, dezhañ ur golo kartoñs, e vez kontet istor Gwendal, ur c’hlasker-bara war-dro 10 vloaz, e-unan er bed, hep ti na gwenneg ebet. Klask a ra labour ha, dreist-holl, boued da zebriñ. Diaes eo kaout an eil hag egile met chañs en deus ar paotrig. Fin eo, hag ur sapre teod, kentoc’h ur sapre ijin en deus. En e valuc’hen n’en deus nemet tri maen. Lakaet e vint en dour bet lakaet da virviñ. Strobinellañ a ra an holl e-lec’h m’en em gav, ar vamm-gozh kenkoulz hag ar vugale gant e istorioù burzhudus. Hag hep gouzout da zen, e-keit ma vez o kontañ istorioù digredus a c’hoarvez e bro an dud o deus dent evel drein pesked, pe e bro an orañjez dibluk… Den ebet n’en deus c’hoant e paouezfe Gwendal gant e istor. Ha setu ma ‘z a an eil hag egile da gerc’hat legumajoù a bep seurt da lakaat er pod soubenn, karotrez, pour, ach, ognon ha zoken kig-sall ha kaol. E fin ar gont, hag e fin an istor zo bet fardet soubenn eus ar c’hentañ. Dibab a vein vat a oa an diaesañ, hervez Gwendal. Hag eñ da adkemer penn an hent, o kimiadiñ ouzh kouerien laouen-meurbet. Hag eñ, war e hent, da zastum mein all gant ar soñj kontañ istorioù all evit kouerien all.

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez