Studial ar vezegiezh en euskareg

E Bro-Euskadi e c’hell ar re yaouank ag an Iparralde studial ar vezegiezh en euskareg e skol-veur Bro-Euskadi, ‘kostez Bilbo. Skañvoc’h eo ar c’hoñdisionoù hag ar paperachoù e-keñver ar pezh a oa gwechall. Met estroc’h evit ar vezegiezh, micherioù an degemer… a c’hell Euskariz an norzh studial en euskareg e Donibane Garazi (Saint-Jean-Pied-de-Port) ivez.

Torre Iberdrola y Paraninfo eus UPV-EHU (Bilbao)

Bout m’eo bet troet an holl c’herioù (a-drugarez da c’hGuy Etienne-Abanna !) e yezh Roparz Hemon, n’eus ket moaien da studial ar vezegiezh e brezhoneg evit poent. Padal, e Bro-Gatalonia e vez oberataet an dud e katalaneg dibaoe pell. Troet eo bet geriaoueg ar vezegiezh e katalaneg, evel-just, kar… tost hañval eo ouzh hini ar spagnoleg !

En euskareg avat, n’eo ket memes kont c’hoazh met, muioc’h-mui, eh eus medisinourion hag a ra gant an euskareg en o micher. Kar, gouzout a ra Yann vedisinour lavaret pep tra en euskareg ha studiet e vez ar vezegiezh en euskareg ivez ! E skol-veur Bro-Euskadi (tri lec’h er Gumuniezh Emren, hag an hini pennañ e Leioa, ur bannlev a vBilbo) e c’hell an nen dibab da gas e studioù e yezh ar vro.

Aesoc’h evit studiourion an Norzh

« Sed ar pezh a zo bet graet gant Kepa Garat » a c’hell an nen lenn àr Mediabask en ur pennad nevez embannet. Lisead e oa ar paotr yaouank er lise Bernat Etxepare, da lavaret eo ar lise en euskareg dre soubidigezh a vBaiona, ha choazet zo bet gantañ studial ar vezegiezh e Leioa ar bloaz-mañ. Betek-henn ne oa ket aes kas ar studioù da benn er Su evit ur studiour ag Iparralde e gwirionez, met cheñchet eo bet ar c’hoñdisionoù 15 vloaz zo ha bremañ eo aesoc’h an traoù evit tud an Norzh.

Nebeutoc’h a gevezerezh

N’eus tamm kenstrivadeg ebet evit lakaat e anv e skol-veur Bro-Euskadi, ar pezh a sach studiourion an Norzh, anat. Hervez Kepa Garat eo seurt mont-en-dro un dra vat ha reizh: « Ma labourer mat hag emaer a-us d’’ar geidenn eo kadarnaet an danvez. Er c’hontrol, er stad c’hall, m’ho peus 5/10 hag un den all 9/10, setu c’hwi skarzhet. Muioc’h a gevezerezh a zo.

Studial micherioù an degemer en euskareg

Estroc’h evit ar vezegiezh a c’hell Euskariz studial en euskareg goude ar bak, avat. E Donibane Garazi (Saint-Jean-Pied-de-Port) eh eus ur lise micherel. Ar lise Frantsesenia an hini eo. Ennañ e vez studiet « micherioù an degemer ». En douristelezh e c’hell labourat ar re ziplomet met ivez er letierezh, er servijoù sokial, er servijoù yec’hed, er strollegezhioù lec’hel, er sevenadur peotramant en embregerezhioù. E-kerzh o studioù e vo desket ar saozneg hag ar spagnoleg gant ar liseidi met ivez an euskareg. Hag emañ ar renerez e soñj kinnig d’ar re yaouank ur c’hursus divyezhek euskareg-galleg a-barzh nemeur. Un dalvoudegezh ouzhpenn eo gouzout an euskareg àr ur CV er c’hontre, evit labourat gant tud ar vro met ivez evit labourat gant tud ar Su. Ha forzh penaos eo an euskareg ur yezh vev ken ez eo bev e-barzh ar lise c’hoazh* dre m’eo euskaldun an div drederenn hag ar re a labour ennañ. ‘ Pezh n’eo ket souezhus e Nafarroa behera (Navare-Izel) ma c’hell an nen preniñ ur pakad granola er Liddle peotramant ur varaenn e forzh peseurt bouloñjerezh, en euskareg. Forzh pe oad e vehe ar paotr pe ar plac’h er c’hef !

Fabien Lecuyer

*Skrivet eo e rann an « talvoudoù desavadurel» zoken àr ar lec’hienn internet : « hemen euskaraz mintzo gira » (amañ e vez komzet euskareg)

UR PENNAD EMBANNET EN NIVERENN 818 (KOUMANANTIÑ : AMAÑ)

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez