Tangi Le Gall-Carré

Paotr an akordeoñs eo Tangi Le Gall-Carré. Seniñ a ra abaoe e 8 vloaz ha war al leurenn abaoe e 13 vloaz. © Eric Legret

Piv e oa Tangi bihan a-raok bezañ brudet evel m’emañ bremañ ?

Ganet on bet e Pabu, e-kichen Gwengamp. Va zad a oa skolaer ha rener Skol Diwan Karaez, ha skrivagner eo ivez. Va mamm a oa kelennerez war ar biologiezh ha danvezioù all e lise micherel Rostrenn. War o leve emaint bremañ, o chom e Groñvel, el lec’h m’on bet savet. Brezhoneg a oa en ti. Gant va breur e heuliemp va zud en holl vanifestadegoù evit ar yezh, evit adunvaniñ Breizh, evit an ekologiezh…

Buan em boa komprenet e rankemp stourm evit bezañ klevet ! E skol divyezhek Rostrenn on bet skoliataet. Goude-se on bet er skolaj Diwan er Releg-Kerhuon hag e lise Diwan Karaez. Da heul em eus paket un aotreegezh war ar brezhoneg e Roazhon. N’eo ket bet gwall hir va studioù dre ma ‘z on deuet da vezañ soner a-vicher gant Startijenn d’ar mare-se.

Petra eo bet ar brezhoneg en da familh, evidout-te ?

A-bouez-kenañ eo bet ar brezhoneg evidon ha va familh, evel-just. Desavet on bet e brezhoneg gant va zad, hag e galleg gant va mamm, daoust dezhi kompren ha kaozeal brezhoneg. Ar brezhoneg eo va yezh, ha bemdez ec’h implijan anezhi. Ne oan na plijet na displijet gant ar skol, me ‘gav din. Dav e oa mont, setu tout. Pa ‘z on degouezhet er skolaj Diwan ne anavezen den ebet, ha buan em eus kavet mignoned. Plijet on bet gant va frantad skolaj ha lise, eñvorennoù brav am eus eus ar mare-se, ar stourm evit ma vefe digoret al lise da skouer… Eno em eus desket petra oa ar vreudeuriezh, ar c’hengred, ar fed bezañ digor a spered… Ne oan ket ul labourer daonet, met dont a rae aes a-walc’h an traoù ganin d’am soñj.

Gant ar sonerezh ‘peus kroget abred ?

Kroget on da seniñ akordeoñs pa oan 8 vloaz, da vare berzh bras ar strollad festoù-noz Ar Re Yaouank. Heuliañ a raen va zud er festoù-noz, un tamm e pep lec’h. Er gêr e veze sonerezh ingal, a bep seurt. En oto ivez, pa ‘z aemp da veajiñ. Soubet on bet e sonerezh ar vro adalek va bugaleaj.

Va zud o deus kinniget din heuliañ kentelioù akordeoñs e Skol Sonerezh Bro-Fisel, e Rostrenn, hag em eus lavaret ya. Ken simpl ha se eo ! E-pad ur prantad e felle din ehanañ gant an akordeoñs, ne oa nemet ar vell-droad a blije din ! Daou gelenner am eus bet, Fred Guichen ha Bernard Loffet, betek va 14 vloaz. Da c’houde em eus kemeret perzh en un nebeud stajoù, hag em eus labouret en va-unan, e-pad eurvezhioù, devezhioù-pad.

Paotr an akordeoñs out-te. Lâr deomp muioc’h.

Un hengoun a zo. Degouezhet eo an akordeoñs e Breizh goude ar vombard hag ar biniou. Met er penn kentañ ne blije ket d’an dud a iliz, abalamour d’an dañsoù kof-ha-kof, setu perak e oa bet lesanvet “boest an diaoul”. Bremañ ez eus ouzhpenn 700 soner akordeoñs er vro, en o zouez un toullad sonerien a-vicher. Aesoc’h e vo d’an den a labouro 8 eurvezh bemdez gant e venveg eget d’an hini a labouro un eurvezh ar sizhun hepken. Dav eo kaout amzer, setu gant ur vicher all n’eo ket anat. Deskiñ a zo aes moarvat, deskiñ seniñ mat a zo un tamm mat diaesoc’h ! Tro ‘m eus bet da glevet un nebeud sonerien akordeoñs er festoù-noz pa oan yaouankoc’h. Met desket em eus dañsoù ar vro o selaou bombard, biniou ha kan-ha-diskan kentoc’h. Plijet on kalz gant an eskemm a vez etre sonerien daou-ha-daou pe ganerien, hag an dañserien. Gant an akordeoñs e c’heller seniñ a bep seurt stiloù sonerezh digudenn, ha seniñ asambles gant forzh peseurt benveg all, gant ma vezer prest da labourat evel-just. 

E 2014 e oa bet embannet “Jig an diaoul”, ul levr gant ur bladenn da selaou an tonioù anezhañ. N’eo ket un hentenn da vat, met kentoc’h un dastumad tonioù bet savet ganin. Plijet e oa bet an dud moarvat, n’ez eus skouerenn ebet ken da werzhañ !

Bemdez e sonan, e vevan gant va akordeoñs. Evel ul lodenn all eus va c’horf eo, me ‘gav din. Emskiantek on em eus chañs o vezañ soner a-vicher.Setu e fell din kenderc’hel da labourat, da grouiñ tonioù nevez hag abadennoù nevez, da gejañ ouzh tud… Ne gav ket din e teu kemm er benveg en e-unan, met posupl eo tennañ sonioù nevez diouzh an akordeoñs, evel ma vez graet abaoe pell gant ar gitar. P’emaon gant Startijenn ec’h implijan pedalennoù, efedoù ispisial da skouer.

Penaos ho peus savet Startijenn ?

Yaouank-flamm e oamp (13 vloaz). Ober sonerezh asambles, etre mignoned, kaout plijadur a oa ar pal. Biken n’hon dije soñjet dont da vezañ ur strollad a-vicher ha brudet ! 4 e oamp er penn-kentañ : Tangi Oillo (gitar), Konogan An Habask (binioù), Youenn Roue (bombard) ha me. Kaou Gwenn (taboulinoù) a zo bet ganeomp e-pad ur prantad ivez. Un toullad bloavezhioù ‘zo eo aet kuit Konogan ha Kaou, hag erruet en o flas Lionel Le Page (binioù/pib-ilin) ha Julien Stévenin (gitar boud). ( https://www.youtube.com/watch?v=cqM_qHMraXc )

Petra eo labour ha perzh pep hini ?

Betek-henn e veze sonaozet an darn vrasañ eus an tonioù ganin pe gant Konogan. Tonioù ar bladenn “Skeud”, bet embannet e 2015, am boa sonaozet, me, penn-da-benn. Da geñver ar c’hempennadurioù e ro pep ezel eus ar strollad e soñj, evel-just. Ul labour a-stroll eo, a c’hell bezañ hir-mat a-wechoù ! Ur bladenn nevez a vo enrollet ganeomp e fin ar bloaz-mañ, hag embannet pa vimp aotreet da vont war al leurenn en-dro. Ar wech-mañ e vo sonaozet ar melodiennoù gant meur a soner eus ar strollad.

Petra en deus degaset ho strollad d’ar sonerezh vreizhat ?

Desachañ tud yaouank er festoù-noz ha kinnig sonadegoù a oa pal Startijenn, diskouez e c’hell sonerezh ar festoù-noz bezañ sonerezh a-vremañ, daoust da levezon an hengoun. Hor sonerezh a zo mat da vezañ selaouet ivez, goude ma ne ouezer ket dañsal. Ur son modern, galloudus ha digor war sonioù ar bed eo, o toujañ ouzh dañsoù Breizh. Beajiñ a reomp kalzik en estrenvro ivez, da reiñ da c’houzout d’ar bed a-bezh eo Breizh ur vro, gant he yezh hag he sonerezh.

Seniñ a reomp etre 50 ha 60 gwech ar bloaz, da geñver darvoudoù a bep seurt : festoù-noz evel-just, met ivez sonadegoù e-barzh salioù pe festivalioù, e Breizh, e Bro-C’hall hag e lec’h all. Tro hon eus bet da vont un tamm e pep lec’h en Europa (Bro-Alamagn, Bro-Spagn, Bro-Suis, Beljia, Izelvroioù, Danmark, Bro-Skos, Pologn, Slovakia, Italia…) hag er bed a-bezh (Malezia, Sina, Aostralia). Talvoudus eo ar brezhoneg evidomp-ni, en hor c’hrouidigezhioù hag en darempredoù kenetrezomp.

Estreget gant Startijenn e sonez ?

Abaoe 2007 e sonan ingal gant ar gitarour Erwan Moal. ( https://www.youtube.com/watch?v=rXY0NFgorVY ) Div bladenn a zo bet savet ganeomp. Ingal e vez ar ganerez Typhaine Corre ganeomp war al leurenn, asambles gant Julien Stévenin ouzh ar gourrebed. Sonadegoù am bez tro d’ober gant Typhaine e stumm un daouad, gwech ha gwech all.

Gant strollad Ar Vro Bagan e labouran kalzik ivez, da geñver ar pezh-c’hoari “War hent Youenn Gwernig” (embannet e vo ur bladenn gant ar sonerezh e miz Meurzh 2021 gant Paker Prod) hag ar pezh-c’hoari nevez-savet “Mont a raio kuit”.

Tro am bez da luskañ ingal abadennoù sonerezh iwerzhonat gant Yoann An Nedeleg-Goañvig (pib-ilin) e Brest, e Porsal ha nevez ‘zo e Plougerne. An abadennoù-se a zo digor d’an neb a fell dezhañ dont gant e venveg-sonerezh. Abaoe 3 bloaz e labouran ivez gant ur mignon bras din, ar c’homedian Tangi Merien. An Daou Dangi ! ( https://www.youtube.com/watch?v=LlaOOlrP7c0 ) Kinnig a reomp abadennoù c’hoariva, kan ha sonerezh evit ar vugale, e brezhoneg evel-just, hag e galleg a-wechoù, o silañ brezhoneg e-barzh. N’eus ket pell ‘zo on kroget da labourat gant Yann-Edern Jourdan, komedian e-barzh ar strollad “Mat Ar Jeu”. O sevel un abadenn c’hoariva evit ar vugale emaomp, “Al lennadennoù dizalc’h”.

Petra a blij dit ober, estreget seniñ ?

Lenn Ya! a blij din. Emaon o lenn levrioù e kastilhaneg er mare-mañ.

Gant piv out bet levezonet ?

Gant a bep seurt sonerien, a bep seurt stiloù. Dedennet on gant pep tra. Ma ‘m befe unan da zibab e vefe moarvat Fred Guichen, soner akordeoñs ar strollad Ar Re Yaouank, ha bet va c’helenner akordeoñs kentañ. Em buhez on bet levezonet pe heñchet d’en em soñjal gant ar re o deus stourmet evit o gwirioù, evit o yezh, daoust dezho bezañ gwasket, evel Nelson Mandela, Martin Luther King, Glenmor, Rosa Parks, Frida Kahlo…

Dedennet on gant holl sonerezhioù ar bed. Plijout a ra din selaou Bob Dylan, Jean-Pierre Quéré, Jimi Hendrix, Georges Brassens, Compay Segundo, Miles Davis, Sharon Shannon, Gilles Servat, Rachid Taha, Bourvil… N’ez eus fin ebet d’al listenn, evel-just !

E peseut bro e karfes beajiñ ?

Plijout a rafe din mont da Vro-Gebek da skouer. Pe forzh peseurt lec’h all er bed. Gant Startijenn e veajomp kalz, met alies-mat n’hon devez ket kalz amzer da weladenniñ ar vro, siwazh !

Peseurt micher pe zonezon ‘pefe bet c’hoant da gaout ?

Plijet e vefen bet o vezañ c’hoarier mell-droad a-vicher, met ne oan ket donezonet a-walc’h evit se, siwazh.

Gant piv e karfes bezañ bac’het ur pennad en ur bignerez ?

Meur a hini evel-just, met laouen e vefen bet o toullañ kaoz gant ar gitarour meur Django Reinhardt, da skouer.

Ul lizher klemm pe meuleudi da unan bennak ?

Ul lizher meuleudi d’an holl re a ra o lod evit krouiñ a bep seurt traoù e brezhoneg !

Da beseurt goulenn e lavarfes Ya ! ?

Adkregiñ a raio ar festoù-noz hag ar sonadegoù dizale ?

Un atersadenn embannet EN NIVERENN 807 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez