Tri Breizhad oc’h adkavout Breizh !

James Eugene Carrey oa e anv gwir. Ez-yaouank e oa troet ar paotrig Jim d’ober morjinerezh evit lakaat an dud da c’hoarzhin.

E Brest edon o chom hag o labourat d’ar poent-se. Ur gêr drist, kêr Vrest, d’am meno, ur gêr c’hlac’harik zoken. Lod eus an dud a gav anezhi brav ! Abalamour d’ar skrivagner MacOrlan, da film Gremillon, Remorques, da v-Barbara Prevert, d’al livour Per Peron, douetus. Ardoù tra ken, emezon-me ! Ha me genidik eus arvor Bro-Leon n’em beze plijadur enni nemet diouzh an noz, pa’z aen da bakañ ur banne (ha meur a hini, anat deoc’h), d’an ostaleri e Porzh-Trein. Eno, goude un nebeut gwerennadoù whisky e kaven un disterañ ene d’ar gêr vras, ha d’ar porzh-mor dreist-holl. Kalz eus va hendadoù a oa bet eno o c’hounit o zamm kreun, lod e-bourzh al listri brezel, lod all war al listri kenwerzh ha meur a hini er bagoù bihan a gase hag a zegase tud ha marc’hadourezh a-hed hag a-dreuz ar vorlenn. Margaed – margañ, kargañ – a veze graet diouto. Diouzh porzh Brest ivez e oa aet ur geniterv d’am mamm d’ar Stadoù Unanet, da heul ur martolod amerikan, war-lerc’h ar brezel pevarzek. Ya da, gant meur a vanne whisky e oa kalz ebatusoc’h ar vuhez e kêr Vrest diouzh ar pardaez !

Un nozvezh a viz Even, er bloavezh 1965 oa a gav din, e voen lakaet sebezet-marv o welet tri faotr o tifoupañ kazi-kazel en ostaleri. Hag o-zri o kanañ a-bouez penn (o trailhañ kentoc’h, pa lavarin mat) ur meskaj sonioù ha gwerzioù amerikaneg, galleg kozh ha brezhoneg tregoet. Tommet mat oa d’o frioù hag int dont da harpañ ouzh an daol-gont em c’hichen.
Petra emaout o skrivañ bremañ, Kouik ?, a c’houlennas ur paotr yaouank bras, leun a ardoù gant e c’henou, digant ur c’hanfard a zuard a zen, postek e gorf ha teñval e selloù.
Me, eme hemañ, e vizied o krenañ en ur gas ur chopinad skotch d’e vuzelloù, a zo o paouez adembann The Subterraens, hag a-raok em boa adembannet The Dharma Buns hag An Desolation Angels.
Ha te Jelvestr, peseurt fiñvskeudenn ?
Gant Rambo 5 ha Rocky 7 emaon a-zevri-kaer, a eilgerias an trede paotr, bihanoc’h eget an daou all, hogen kalz kreñvoc’h. Gwelet e veze kigennoù c’hwezhet-iskis e ziskoaz hag e zivrec’h o ruilh-diruilh a-dreuz e roched start.
Evidon-me, eme ar paotr bras, emaon o filmañ un istor a garantez etre daou baotr, graet anaoudegezh ganto en toull-bac’h.
Daou waz, eme Jelvestr, sabatuet-naet, karantez dinatur eo ha pec’hed marvel ouzhpenn hervez hor Mamm Santel an Iliz !
An Iliz petra ! eme Kouik en ur c’hoapaat. Pep hini zo lip da c’hoari gant e filip !

Hag o-zri da ziskordañ da c’hoarzhin en ur gas o banneoù d’o genaoù. Ma biskoazh, emeve, alvaonet-mik ! Bez edo dirazon Jim Carrey, an aktour “leun a ardoù gant e c’henou”, Sylvester Stallone, ma raed Jelvestr anezhañ, Rambo “e gigenoù ruilh-diruilh”, ha Jack Kerouac, Kouik, ar skrivagner e “vizied o krenañ en ur gas e chopinad…” Biskoazh kement-all ! Jim Carrey, Sylvester Stallone ha Jack Kerouac, en ostaleri Porzh-Trein. Ur pennad brav e voen a-barzh divorfilañ, ha me tostaat outo ha goulenn :

Ac’hanta, kanfarded ! Oc’h ober petra emaoc’h amañ ?
Ni, emezo, a-unvouezh, paneve Kerouac hag a oa besteod, a zo amañ ‘giz-mañ, o klask roudoù hon tadoù-kozh.
Ho tadoù-kozh, emeve gant souezh ?
Ya, eme Jelvestr, hon tadoù-kozh pe hor mammoù-kozh, rak evit doare emañ an orin ac’hanomp a Vreizh.
Pep hini ac’hanomp eta a zo o vont diouzh e du da glask an orin-se, a gendalc’has Jim.
Ha distro amañ a-benn eizhdevezh, a zeuas Kouik a-benn da zistagañ a-raok lonkañ e werennad skotch.

Ha traoù ganto war an daol-gont a-hed an noz, whisky ed-du, bier Distribilh, gwin gwenn Naoned, gwin ruz Pleiber-krist ha chouchenn Fouenn. Gellet em boa sachañ va skasoù ganin kent pakañ re vras tortad hag en ur douiñ ruz-tan-glaou d’an tri ribouler e vefen-me ivez e ostaleri Porzh-Trein d’ar Sadorn penn-sizhun evit klevet disoc’h o imram, da lavaret eo ha kavet o doa roudoù o hendadoù. E-pad ar sizhun, war-lerc’h va labour, e klaskis anavezout gwelloc’h buhez hag oberennoù an tri faotr-se, Breizhiz divroet anezho, war o 
meno. Gant Jim Carrey e krogis. Ganet e oa bet d’ar 17 a viz Genver 1962 – d’ar poent-se ne gavis ket iskis e ve bet ken bras ha ken kozh dija hag eñ oajet a dri bloaz nemetken, e 1965 ! – e Newmarket Onratorio, Kanada. James Eugene Carrey oa e anv gwir. Ez-yaouank e oa troet ar paotrig Jim d’ober morjinerezh evit lakaat an dud da c’hoarzhin. Gant e dad e voe bountet war hent ar c’hoariva hag ar fiñvskeudennerezh. Ha dav da Los Angeles d’e 19 vloaz evit klask fred d’e ijin. Pennok oa an ibil, forzh pegen diaes oa toullañ hent er bed-se. Diwar ar bloavezh 1994 e teuas brud dezhañ, goude bezañ bet ur pennad o labourat evit ar skinwel, gant perzh an enklasker Ventura, ha dreist-holl gant The Maskl (Ar Vaskaradenn). Gant plijadur e sellis ouzh ar film Bruce Holl-c’halloudek. Forzh pegen donezonet oa an aktour-se, re a c’heizoù a oa gantañ, d’am meno.

Da eil e kendalc’his gant Sylvester Stallone. Ganet e oa bet d’ar 6 a viz Gouere 1946 – klotañ gwelloc’h a rae gant va istor – e New-York. E dad genidik eus ar Pouilloù e kreisteiz Bro-Italia, a oa divroet gant e dud d’ar Stadoù-Unanet er bloavezh 1930. Gant ur fiñvskeudenn fouzañ e stagas ar “marc’h-kalloc’h italian” en e vicher. Brud-bras eston a zeuas dezhañ e 1976 gant Rocky, istor ur paourkaezh bokser, skrivet gantañ 
e-unan. C’hwec’h film Rocky a seveno. Azalek 1982 e c’hoario perzh Rambo, ur soudard eus brezel Vietnam. Gwall entanet ne voen ket gant ar filmoù-se savet evit rentañ enor ha gloar d’ar Stadoù-Unanet republikan.

Gant Jack Kerouac avat ne voe ket ar memestra. Pep Breizhad en deus klevet anv anezhañ. Dre Youenn Gwernig em boa-me graet anaoudegezh – dre vrud ha dre skrid nemetken – gant “the king of the beat generation”. Ganet e oa bet Jean-Louis Le Bris de Kerouac – Ti Jan a veze graet anezhañ -, d’an 12 a viz Meurzh 1922 e Lowell e Massachussets. Sportour ez-yaouank – ne badas ket pell – e voe ur skrivagner holl vrudet, o teurel e skridoù war baper evel ma teue e teue hep klask pemp troad d’ar maout. Ha fae gantañ war uhelvennadoù Amerika war-lerc’h an eil brezel bed hag hini Vietnam.

Ur vuhez diroll, gwin kreñv, odivi, butun-nij ha c’hoari koukoug, asambles gant e vignoned skrivagnerien Allen Ginsberg ha William Burroughs. Ha sachañ d’e heul ar ganerien Tom Waits ha Bob Dylan. Gant dudi e lennis On The Road embannet e 1957, ul levr dispac’hel, beaj daou zen yaouank, Sal ha Dean Moriarty, hag ouzhpenn daou alies, treuz-didreuz ar Stadoù-Unanet. “The riotus odyssey of tho Amerikan drop-outs, by the drop of who started it all”. Bez e ouien edo Kerouac o klask war-lerc’h e hendadoù vreizhat pell a oa. Ha me klask diouzh va zu, ken kaz ne vefe ket bet gouest da zistagañ diouzh an ostaleri. N’em boe dale ebet o kavout dielloù. E 1720, diouzh doare, Urvan-Fransez ar Bihan a g-Kervoak, mab d’un noter a Uhelgoad, a voe kaset dirak ar barner. Tamallet e voe dezhañ bezañ c’hoariet ur plac’h yaouank en desped dezhi. Ma rankas ar c’hilhog yaouank divroañ ha treizhañ ar Mor Atlantel betek Frans Nevez, deut da vezañ Kebeg goude-se. Luziet a-walc’h oa an abadenn war-lerc’h. Kemm e anv a reas meur a wech, a-hervez : Aleksant a g-Kervoach, pe c’hoazh Maoris-Loeiz ar Bris a g-Kervoach dimezet d’an 22 a viz Here 1732 e iliz ar C’hap Sant-Ignas nepell eus Kebeg. Hag all, hag all… Ken rouestlet oa an traoù ma voe ret din kas meur a vanne whisky d’an traoñ evit stourm ouzh ar boan benn !

Ar Sadorn war-lerc’h, anat deoc’h, ne oan ket chomet er gêr da sellet ouzh ar mogerioù. Kerkent hag echu ganin va labour er stal e oan aet da ostaleri Porzh-Trein ha poaniañ da chom divanne da c’hedal an tri c’hanfard. War-dro eizh eur noz ec’h erruas Jim Carrey. Ur pezh fouge a oa ennañ. E Sant-Malou en doa kavet roud eus J.B. Carre- evelse e veze skrivet Carrey d’ar mare-se- un armatour hag a rae, en 18 vet kantved, trafik gant kourserien ha laeron-vor. Da Ganada e oa aet ar J.B.-se da chom diwezhatoc’h. Setu dirollet paotr e ardoù, o trevezañ Jakez Karter, Surcouff, Jean Bart hag all, en ur lammat diwar un daol da unan all. Ha youc’hadennoù gouez gantañ forzh pegement.


Ken entanet all oa Stallone pa zegouezhas en davarn da 21 eur 21 – n’emañ ket pell ostaleri Porzh-Trein diouzh c’hoariva ar Fornigell ! Kavet meneg gantañ eus e vamm-gozh Jan Klereg dimezet e Brest e 1920 gant John Laboffish, ur soudard amerikan eus kamp Pontanezen. Hag aet o-daou d’ar Stadoù-Unanet ; o merc’h Jacky fortuniet gant un Italian eo mamm Rocky-Rambo. Pelloc’h oa aet Jelvestr da glask war roudoù e dad-kuñv Loeiz-Viktor Klereg, mevel e ti-kêr Brest. Hag ac’hano betek 1749 e parrez An Trehou e-kichen Kemperle. Sylvester Stallone, ar C’hernevad ! Lakaet en doa en e benn deskiñ brezhoneg an Ele, ar gwellañ brezhoneg war e veno.
Meur a voutailhad a bep seurt a voe divontet evit badeziñ an daou Vreizhad nevez. O mennozh o doa graet sevel pep a fiñvskeudenn en enor d’o bro a orin, Bruce Kourser e Sant-Malou ha Rambo e Bro ar C’hlaziged. Gant plijadur e lakeas an ostiz div ganaouenn vrezhoneg da dregerniñ dre uhelgomzerioù an ostaleri : Kabiten Sant-Malou ha Matilin an Dall. Ha Kouik, ‘mit-hu ? Da ziv eur vintin e voe klevet un doumpi spontus er straed hag an nor o tigeriñ trumm gant un taol botez, e-giz er film An den a lazhas Liberty Valence. “Kadoudal! Kadoudal ! Faut bien qu’on leur casse la tête à tous ces maudits Bleus, ou bien faut-y qu’on boit un coup d’abord ?” En em gavet e oa Ti Jan, ur voutailhad – un hanter hini kentoc’h -, skotch en e zorn. “The new beat generation, the Bretons ! emezañ. Breizhad on, ar pesked a gomz brezhoneg”, a youc’has kent kouezhañ a-stok e gorf war al leur. Diwezhatoc’h, pa voe distanet dezhañ un disterañ, e teuas a-benn da zezrevellañ e imram. E ti e embanner Gallimard oa bet e Pariz. Gant ar skrivagner Michel Mohrt en doa klevet anv eus Per ar Briz, memes anv gantañ, levrier e straed Siam e Brest. Neuze e oa bet o furchal e Levraoueg Broadel Pariz evit klask roud eus un hendad bennak e-touez ofiserien arme Montcalm, e Kebeg e 1756. Kazeg! Ha distroet da Vrest da gaout Per ar Briz. Daoust ha kerent e oant ? Goude e oa chomet da riboulat eus an eil tavarn d’eben. “Dont a rin en-dro, emezañ, asambles gant va mignon Youenn Vras, ur Breizhad taer mard eus”. Evit doare en doa graet anaoudegezh gant Youenn Gwernig ha lipet meur a vanne skotch a-gevret gantañ e New-York pe war-dro. “Deut on da vezañ mignon bras gant Kerouac, a skrivas Gwernig da Ronan Huon, rener Al Liamm. Tremenet em eus ur week-end gantañ en e di e Hyannis, e Massachusetts. Paotr paour, me a gave din e oan ur mat war ar chopin met trec’het on bet gant ar c’hwil-mañ ‘vat. N’eo ket deut a-benn ouzhin koulskoude, met manet on goude ar weladenn, teir sizhun hep ur banne, gant ar boan benn am boa paket !”
Dihuniñ trumm a ran. A bouez penn e klevan en davarn kanaouenn Gwernig “D’ar red atav gouenn ar Gelted, d’ar red atav a-dreuz ar bed…” Sec’h-korn eo va c’horzhailhenn, pounner va fenn, goullo ar gwer dirazon war an daol. N’eus den ebet ken en ostaleri, paneve an ostiz o verniañ ar c’hadorioù war an taolioù. Roud ebet eus an tri c’hanfard. Mont a ran er-maez eus an davarn. Sioul eo Porzh-Trein dindan al loargann. Oc’h hunvreal on bet, ‘mit-hu?

Goulc’han Kervella

  • Un danevell embannet en niverenn 578 – d’an 8 a viz Gouere 2016.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez