Tristan an Nedeleg

“Deomp-ni da genderc’hel bremañ”

Pa vez kaoz eus Ai’ta e stager alies skeudenn unan yaouank, blev-hir, flaper daonet ha mouschoarzh bras. Penn ur ribouler ha spered ur stourmer, Tristan, na petra ‘ta !

Tristan, n’oc’h ket bet e lise Diwan ha koulskoude e kasit ar stourm evit ar brezhoneg war-raok, gant Ai’ta. Penaos e tisplegit se ?

Bet on er skolioù Diwan betek an 3de klas, memestra. Desavet on bet en un endro kizidikaet abred d’ar stourm evit ar brezhoneg. Va zud o deus enskrivet va c’hoar e skol Diwan Rekourañs e Brest (Kerangoff) kerkent hag e 1986, ha me 2 vloaz diwezhatoc’h. D’ar c’houlz-se oa gwelet fall ar skolioù Diwan gant darn eus an dud. Start eo bet evit lod zo. Va zad da skouer, skolaer er publik n’en deus ket kredet lâret d’e geneiled, ‘pad bloavezhioù e oamp-ni er skol Diwan. Padal e oa-eñ prezidant kuzul-skoazell ar skol!! Desavet on bet neuze e-mesk familhoù Diwan Brest. Familhoù a bep seurt ha dreist-holl a bep seurt metoù sokial holl, bodet tro-dro d’ar brezhoneg, d’ar stourm, d’an treuzkas. Desavet on bet, me ha va mignoned en un endro a ribouloù, gouelioù hag a servije da rastellat arc’hant evit ar brezhoneg. Ur gwir nerzh eo evidon ha va c’hamaladed. A-drugarez d’al liammoù kreñv savet dre ar brezhoneg, omp chomet, kalz ac’hanomp, tost-tre an eil re ouzh ar re all, ha stourmerien omp deuet da vezañ, ni ivez. Ez-naturel eo, ‘benn fin kont. Hor pal deomp,ni, neuze, a zo rannañ ar chañs hon eus bet, ha reiñ tro d’ar vugale a-vremañ da gaout kement a chañs hag hon eus bet, ni.

Abaoe un nebeud bloavezhioù zo emaoc’h gant Ai’ta. Ha gwelet ho peus traoù da cheñch, war un tu pe war un tu all ?

Aet eo ar strollad war-raok, kalz. Frammet eo kalz gwelloc’h bremañ, niverusoc’h eo an izili hag efedusoc’h eo ar stourm. Bremañ e lakaer e pleustr strategiezhoù splann, gant ar pal gounid palioù resis, hag a zo moaien da dizhout. Gounidoù zo bet ha ret eo en lâret : daoust ha brezhoneg vefe bet staliet e tier-gar zo ma vefe ket bet Ai’ta! o stourm war an dachenn-se? Ti-Post Karaez zo bet addigoret nevez zo, an hini kentañ e Bro-C’hall eo hag a lak ur yezh vinorelaet en a-raok. Goude taol-kaer koñkour an alc’hwez 13 e Kemper hag ar c’hampagn distaliañ panelloù war an hentoù-tizh e resevomp keleier a bep lec’h e Breizh e-lec’h ma z’eo bet adstaliet panelloù brezhonek, reoù zo war hentoù broadel memes, e-giz e Teiz, e-kichen Gwened. Bremañ eo anavezet Ai’ta! gant dilennidi zo. Nevez zo, 7 kannad Breizhat o deus skrivet da renerien veur ar Post e Pariz goude m’hon defe, ni, kaset lizhiri dezho. Bremañ eo ret deomp tuta muioc’h a dud c’hoazh, evit kreñvaat ar strollad gant tud mennet, da vat.

Petra ‘vefe mat da Ai’ta ober er bloavezhioù da zont, hervezoc’h ?

Stourm war dachenn ar c’hleweled vo un dra d’ober. Penaos? N’ouzomp ket c’hoazh. Stourm war dachenn deskiñ ar yezh ivez. Da skouer, pa vezer o labourat evel fonksioner e ranker a-wechoù tremen ur c’honkour. Alies-mat zo ur yezh dre gomz da bleustriñ warni. E Breizh siwazh ne vez ket kinniget ar brezhoneg, met yezhoù evel ar gresianeg a vez kinniget, pe an nederlandeg. E 2011, e Rannvro Breizh, zo bet un den evit choaz ar gresianeg ha 3 den an nederlandeg. Amañ sur vije un toullad mat a dud o choaz ar brezhoneg evit tapout poentoù. Implij e yezh e metoù al labour zo ur gwir ha ret vo pleustriñ war an dachenn-se ivez, d’am soñj.

Petra a vank c’hoazh evit kas ar stourmoù pelloc’h evit ar yezh ?

Tud, tud a vank bepred. Start-tre eo sachañ ar re yaouankañ hag ar re goshoc’h ivez. Estreget treuziñ Breizh evit riboulat pe evit manifestiñ ur wech ar bloaz e Naoned zo d’ober. Ne vez ket gwelet kalz tud war an dachenn. E-barzh Ai’ta!, siwazh, e kaver nebeut a dud o tont eus al lise Diwan hag a gemerfe intrudu er strollad, pe kargoù pouezus. Eüruzamant zo ar re yaouank tremenet dre ar skolioù Divyezh, Dihun pe dre Stumdi, Roudour… hag a ro ur sapre sikour deomp. Ezhomm vefe ivez, un tamm, eus tud koshoc’h evidomp. Nebeut a zo, met muioc’h vefe mat. Skiant-prenet a zo ganto, hag efedus int.

Evit ho labour e pleustrit war ar sevel kêrioù ha karterioù. Petra eo ho labour, resis ?

Kêraozour on, tisavour ar c’hêrioù, mar karit. Va micher zo heñchañ an dilennidi, lakaat e pleustr o divizoù war dachenn an aozañ tiriad. Barrek on evit dielfennañ stad ur c’harter, ur straed, ur gudenn. Kinnig un diagnostik, ha da c’houde kinnig doareoù da wellaat an traoù. Va micher zo ivez unan a “kargad a raktresoù”. Ur pal zo lakaet din gant an dilennidi, lakaomp sevel ur c’harter nevez. Lakaat a ran e plas ar studiadennoù, goprañ ti-savourien choazet dre o respont d’ur c’honsultasion evit gounez ur marc’had. Heuliañ an traoù evit ma vefe poellek ar raktres hag evit doujañ d’un termen resis ha d’ur budjed a zo va labour.

Penaos e teuit a-benn da gemer e kont ezhommoù ha preder ekologel ?

An diaesañ eo, d’am soñj. Dibaoe degadoù a vloavezhioù eo bet aozet ar vro hep teurel pled ouzh an natur, ouzh an endro. Doareoù ober sanket mat e penn an dud a zo, ha diaes eo cheñch o zro-spered. Ur frailh a zo ouzhpenn-se etre bed an dilennidi (paotred, alies war an oad, hag o deus bevet an 30 vloavezhiad kresk ekonomikel, le PROGRES…) ha war an tu all, an deknisianed etre 25 ha 40 vloaz, an implijidi, hag a zo bet kizidikaet muioc’h d’an diorren padus. Benn fin, an doare gwellañ evit kemer e kont an ezhommoù ekologel eo diskouez dre ur bilañs hollek, penaos eo marc’hadmatoc’h doujañ ouzh an endro kentoc’h eget ar c’hontrol. An doare gwellañ eo evit diskouez d’an dilennidi pegen poellek eo. Met a-wechoù zo bet divizet raktresoù hag un teknisian n’en deus ket ar gwir mont a-enep e hierarkiezh.

Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?

Gwiskañ va botoù bale, mont da bourmen gant va c’hamaladez ha va c’hi, Kilou, straniñ e-tal an tan, pe mont da evañ ur chopinad gant mignoned, ober brikolaj…

Ha gant piv ho pije c’hoant da vezañ bac’het en ur saverez e-pad un eur ? 

Gant Mel Gibson da skouer, pe ur realizatour mod-mañ. Amzer din kendrec’hiñ anezhañ da sevel ur film koustus-kenañ hag a ziskouezfe istor ar Bonedoù Ruz, da skouer. Ur film gant ur bern pozioù e brezhoneg, e-lec’h ma vefe santet mat droukder ar roueed Gall pe ar stad C’hall dirak evit ar Vretoned. Ur film a rofe loc’h d’ur bern Bretoned, ha war un dro ur sell breizhat war o istor dezho. Ur film broadelour breizhat mod Hollywood, kea.

En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ? 

Me ‘garfe din bout un indian ‘kostez plaenennoù divent kreiz Amerika, e kreiz ar 15vet pe 16 vet kantved. A-raok ma vefe bet distrujet o sevenadur gant tud Europa.

Petra eo ho  «plijadur» pemdeziek ? 

Klevout va c’hamaladez o kanañ e brezhoneg…

Gant piv ho pije c’hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ?

Gant François Pinault, amzer din reiñ un darn eus e arc’hant d’ar brezhoneg ha d’ar skolioù Diwan.

Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?

Mañsoner, toer pe kalvez. Ur vicher sevel ti hag implij mat e zaouarn ‘n defe plijet din. Met goût a ran pegen diaes eo seurt micherioù.

Petra a zo en ho kerzh, un dra didalvoud oc’h tomm-tre outañ, ha na rofec’h da zen, e mod ebet ?

Va c’hozh ki brein!

Petra eo ar c’hrenn-lavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?

Gwelloc’h brammat e-kreiz an dud eget mervel e-unan”. Sañset e veze lâret se gant va zad-kozh eus Pluskelleg.

C’hoant ho pije da gas ul lizher klemm d’un den resis. Da biv e kasfec’h anezhañ ha perak ‘ta ?

Da Jean-Marc Ayrault, ar c’hozh maer-se. Pa oa e penn Naoned en deus graet droug da sevenadur Breizh e Liger-Atlantel dre nac’hañ an adunaniñ. Pilpous eo, war ar marc’had, rak pa oa e penn kumun Sant-Ervlan e oa en em diskleriet a-du gant Naoned e Breizh. Bremañ avat, ur wech deuet da vezañ kentañ ministr, e kendalc’h gant e raktres diboell, nann-ekologel ha koustus : aerborzh Kernitron Al Lann. Din-me eo JM Ayrault gwashañ flemmskeudenn e-mesk ar gwashañ tud a c’heller kavout er PS: jakobinour, kapitalour o redek war lec’h an arc’hant bras, teknokrat, digizidik…

Hag ul lizher gourc’hemennoù ?

Da doud an dud hag a labour evit ar brezhoneg dre e gomz bemdez, dre ar c’hrouiñ pe dre ar stourm.

Gant petra oc’h hegaset alies, er vuhez pemdeziek ?

Gant mouezh ar paourkaezh maouez a vez klevet en holl drenioù TGV pe TER e Breizh hag e pep lec’h e Bro-C’hall. Ar memes mouezh hag ar memes pouez-mouezh hed-ha-hed ar c’hwec’h korn, ma n’eo ket lakaat ingal an dra-se, lârit din petra eo ?

Ha ma c’hounezfec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet d’al Loto ?

Krouiñ a rafen ur fondasion evit ar brezhoneg, goprañ ha labourat a rafen gant ur bern mignoned.

Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?

Ur boc’h bier to?

UN ATERSADENN EMBANNET EN NIVERENN 391 (7/12/12)

(KOUMANANTIÑ : AMAÑ)

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez