Ul labour-douar 100 % biologel e 2050

Hervez ur studiadenn skiantel kaset da vat gant ur skipailh enklaskerien etrebroadel a embannet er gelc’hgelaouenn «Nature communications» e vefe posupl magañ razh an dud a-drugarez d’al labour-douar biologel.

Mar deo bet kresket a-galz kementad ar boued a-drugarez d’al labour-douar askoridik* a-hed an dekvloavezhiadoù tremenet eo bet spontus e efedoù war an endro hervez ar skiantourien : kresk an dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer, diskar ar bevliesseurted, ar c’hleñvedoù pe saotradur an dour, an aer hag an douar c’hoazh. Padal e vo ret kreskiñ produiñ ar boued eus 50 % a-benn 2050 evit magañ ur boblañs bedel ouzhpenn 9 miliard a dud, hervez Ensavadur ar Broioù Unanet evit ar magañ hag al labour-douar, ar FAO. Peadra da vreskaat muioc’h c’hoazh an endro hag an hin, ha gant-se ar surentez a-fed boued. Dav e vo produiñ muioc’h a voued met en un doare disheñvel evel-just. Er studiadenn-se, an hini avañsetoc’h diwar-benn an danvez-se, e ro an enklaskerien da c’houzout eo posupl reiñ boued da ouzhpenn 9 miliard a dud a-drugarez d’ul labour-douar 100 % biologel. Un dae ramzel eo tra ma ne ya ar bio d’ober nemet 1 % eus an douaroù gounezet er bed. Spletoù al labour-douar biologel evit ar yec’hed hag an endro n’int ket mui da ziskouez anat neoazh.

Efedoù mat ha fall ar bio

Gant ul labour-douar 100 % bio vefe un digresk ag ar saotradur. Ne vefe mui implijet produioù lazh-astuz* ha temzoù sintetek evel gant al labour-douar askoridik ha gant-se e vefe laosket nebeutoc’h ag energiezhoù fosilek ivez. An dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer o tont eus al labour-douar bio vefe bihanoc’h eget re al labour-douar askoridik. Met askoradoù al labour-douar bio zo treutoc’h eget re al labour-douar askoridik. Evit strujusaat an douaroù bio eo ret degas azot bio met n’eo ket aes. Diskoulmoù zo evel hadañ legumineged a vir azot an aer met n’eo ket trawalc’h. Keroc’h e vefe ar boued bio eget boued al labour-douar askoridik emichañs. Hag al labourerien-douar pegement e vefent gopret ?

Evit kempouezañ efedoù fall treiñ pep tra war-zu ar bio e fell d’an enklaskerien degas daou cheñchamant bras e-barzh emzalc’hioù ar vevezerien, er broioù pinvidik peurgetket, krennañ war ar re debriñ* ha digreskiñ an debriñ kig. Seurt kinnigoù n’int ket nevez.

Krennañ war an debriñ re

Kalz a dud a zebr re. Ar debriñ re-se a goust arc’hant dezho. Ar bevezour a zispign muioc’h a arc’hant eget na zlefe. Noazus eo evit e yec’hed ivez. Gouzañvet e vez kleñvedoù grevus : teuc’hegezh*, kleñvedoù kalon-gwazhied, krignoù-bev…Ret eo kemer louzeier evit en em louzaouiñ ha neuze dispign arc’hant c’hoazh. Spontus eo sifroù an dismantrañ. Etre 25 ha 30 % eus ar boued produet bep bloaz evit mab-den (da lavarout eo war-dro 1,3 miliard a donennoù) a vez kollet pe dismantret. An dismantrañ boued zo kaoz ivez eus cheñchamant an hin, e efedoù war an endro zo anat. Ma vefe ar 1,3 miliard a donennoù boued dismantret-se produet gant ar memes bro e vefe ar vro-se an trede saotrer brasañ er bed, a-dreñv ar Stadoù-Unanet ha Sina nemet abalamour d’ar saotradur ganet gant produiñ ar boued-se . An diloskadennoù gaz efed ti-gwer en aergelc’h abalamour d’ar boued dismantret a ya d’ober 8 % eus an diloskadennoù gaz efed ti-gwer er bed. An dismantrañ boued zo kaoz eus produiñ lastezhioù ivez.

Implijet e vez 1,4 miliard a hektaroù douaroù – 28 % eus ar gorread er bed – evit produiñ ar boued-se. Evit dourañ an douaroù-se e vez koufonet* 250 km³ dour bep bloaz, kement ha fonnder* bloavezhiek stêr-veur Volga e Rusia pe kement ha teir gwech lennad Leman. Dav eo kontañ ivez an temzoù kimiek hag ar produioù lazh-astuz implijet war-goust hon ekoreizhiadoù. Pa vez dismantret boued e vez foranet arc’hant ivez evel-just. Hervez ar FAO, e koust ar boued dismantret war-dro 900 miliard € ar bloaz. E Frañs e vez taolet 10 miliard a donennoù boued ar bloaz hag a goust 16 miliard €. Ar vevezerien zo kaoz eus 45 % eus an dismantrañ. Pep Gall a daol 108 € er pod-lastez bep bloaz. Debriñ kalz nebeutoc’h a gig vefe un dra vat evit yec’hed an dud hag hini hor planedenn war un dro.

Krennañ war an debriñ kig

Hiziv e vez implijet un drederenn eus douaroù labour ar blanedenn evit pourchas boued da vagañ al loened (soja, maiz, ed…) tra ma c’hellfe an trevadoù-se magañ an dud. Evit bremañ e tebrer div drederenn protein loen hag un drederenn protein plant. Ret e vefe ober ar c’hontrol ha rannañ dre 2 ar c’hementad kig, pesk, vioù ha boued-laezh a zebrer. Gounezet e vefe douaroù-labour ha chomet mod-se hep mont war-goust ar c’hoadegoù. Hag arabat disoñjal eo posupl erlec’hiañ ar protein loen gant protein amprevaned. Hiziv ez eus 2,5 den a zebr amprevaned er bed. Ar FAO a venn diorren ar sevel amprevaned er bed a-bezh er bloavezhioù da zont. A-benn 30 vloaz e vo 2050. N’eo ket re ziwezhat marteze evit d’ar broioù pinvidik ha d’ar re all kemer ar muzulioù ret evit cheñch penn d’ar vazh ha mod-se evit mirout ouzh un dizeur* ekologel ha dengar divuzul.

PLB

*koufoniñ : gaspiller / *fonnder : débit / *askoradoù : rendements / *dizeur : catastrophe / *re debriñ : surconsommation / *teuc’hegezh : obésité

  • Ur pennad embannet en niverenn 752 – d’an 8 a viz Du 2019.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez