Un heuliad e brezhoneg

D’ar 17 a viz Mae e vo skignet war France 3 Breizh eil koulzad an heuliad e brezhoneg penn-da-benn sevenet gant Nicolas Leborgne ha produet gant Lyo Productions ha Tita Productions, Fin ar bed.

Marie (Nolwenn Korbell) hag Anne (Blaithin Allain) – © Ludovic Auger

Ar c’houlzad kentañ en doa graet berzh e 2017 pa oa skignet ar seizh rann 10 munutenn pep hini. Un heuliad eus ar c’hentañ, e brezhoneg penn-da-benn gant komedianed evel Nolwenn Korbell, Roger Stephan pe Kaou Langoet. Tro-dro 150 000 den o doa sellet ouzh ar skinwel pa oa bet tro-dro 400 000 «gweladenn» war ar rouedadoù sokial. Teir flanedenn hag ur «roadtrip» e Breizh, teñval an aergelc’h gant un doare «cliffhanger» e penn pep rann : peadra da reiñ c’hoant da sellet ouzh pep tra da heul.

An eil koulzad

«Filmet eo bet e Brest, ur gêr hag a blij din kalz» eme ar sevener a-raok ouzhpennañ eo bet filmet e-pad 20 devezh e miz Du 2020. «Treiñ e-kerzh ar goañv a dalvez fank, glav ha yenijenn : un aergelc’h a-feson evit an heuliad. N’em boa ket c’hoant kaout un oabl glas.»

Distreiñ a ra Mari (Nolwenn Korbell) ha Klet (Kaou Langoet), an div dudenn bennañ, asambles gant div dudenn nevez, c’hoariet gant Blaithin Allain ha Justine Morvan. Kregiñ a ra an istor pa bellgomz Anne – mamm Klet – da vMarie evit lavarout eo aet he mab diwar-wel. Muioc’h a anaoudegezh a raio an arvesterien gant Marie ha muioc’h c’hoazh zoken a-drugarez d’un nebeud podkastoù – Diabarzh – skignet gant France Bleu Breizh Izel. «Un doare dreist-ordinal da reiñ c’hoant da sellet ouzh an heuliad» eme Morgane Lincy-Fercot, e karg eus ar skignañ evit Tita Productions.

Gellout a reer sellout ouzh an eil koulzad dija war lec’hienn France.TV

NG

  • Ur pennad embannet en niverenn 831 – d’ar 14 a viz Mae 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez