Ur media nevez : Splann !

Daou vloaz zo e oa bet roet lañs d’ar media Disclose gant kazetennerezed ha kazetennerien dizalc’h evit gellout kas da benn enklaskoù war hir-dermen diwar-benn sujedoù a laz foran. Kevranner ebet, na bruderezh. Digoust eo lenn ar pennadoù war o lec’hienn pe sellout ouzh o videoioù embannet war YouTube. Ur media – hep pal gounit – arc’hantaouet gant an dud o deus c’hoant reiñ war o lec’hienn bep miz pe ur wech an amzer.

Setu, daou vloaz war-lerc’h, ganedigezh ar c’hoar vihan : «Splann !», an Disclose rannvroel az a en-dro war memes mod hag emren penn-da-benn. Lañset eo bet gant kazetennerezed ha kazetennerien evel Faustine Sternberg, Gwenvael Delanoë pe c’hoazh Juliette Cabaço Roger. «Ar media kentañ gouestlet penn-da-benn d’an enklaskerezh e Breizh» a skriv ar strollad war o lec’hienn, enlinnen abaoe ar 15 a viz C’hwevrer.

Ur vaeronez brudet

Diouzhtu he deus rannet Inès Léraud ar c’heloù war ar rouedadoù sokial : «Pediñ a ran ac’hanoc’h da vont da zizoleiñ ha da skoazellañ ar raktres ranvroel breizhat awenet gant Disclose.» Gouzout a oar petra a dalvez labourat a hir-dermen : embannet e oa e 2019 hec’h enklask war ar bezhin glas e Breizh, Algues vertes : l’histoire interdite. Ur vandenn-dreset hag a ziskouez al liammoù etre an agro-industriezh hag ar saotradur war an traezhennoù e Breizh. Displegañ a ra penaos eo bet talet ouzh an «omerta» pa ‘z he doa c’hoant goulenn titouroù digant an industriourien pe c’hoazh digant ar melestradurezh.


Dizalc’h

Setu ar pezh en deus c’hoant ober ar strollad «Splann !» : enklask en un doare dizalc’h penn-da-benn war sujedoù a zirenk. «Ur gevredigezh – mod lezenn 1901 – a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg hag e brezhoneg.» Setu ar pezh a c’heller lenn war o lec’hienn. Ur pal o deus lakaet evit an arc’hantaouiñ : tizhout 30 000 € evit gellout labourat war 2 pe 3 enklask. Servijout a raio an arc’hant da baeañ ar gazetennerezed hag ar c’hazetennerien met ivez ar frejoù-hent, ar melestradurezh ha kement zo. An enklask gentañ a zo prest ha dont a raio er-maez e fin miz C’hwevrer pe e penn-kentañ miz Meurzh.

NG

Muioc’h a ditouroù war lec’hienn ar gevredigezh : www.splann.org

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez