Ur murlivadur evit Boneur

Abaoe ar bloaz tremenet ez eus div arzourez dezho ar statud astaler e-touez an 11 kuzulier ti-kêr a zo e Boneur. Gant un trede dilennad o deus savet ur bodad-labour war ar sevenadur.

Ral eo gwelet e Menez Are, hag el lec’hioù-all ivez, un ti-kêr prest da zoujañ ouzh al lezenn a lavar gouestlañ 1/100 eus koust al labourioù da grouiñ un oberenn arzel. Souezhus e oa bet d’ar c’huzul-kêr kozh deskiñ e oa perzh ar sevenadur e PIB ar vro peder gwech uheloc’h eget hini ar sevel kirri-tan. N’eo ket cheñchet an doare e-touez ar pennoù, pa weler e pe stuz emañ an aktourien sevenadurel abaoe deroù ar c’hleñved-red.

A bep seurt

Neuze eo aet ti-kêr Boneur e darempred gant ar gevredigezh « La Fourmi  – ar Verienenn » a sav bep bloaz, abaoe pemp bloaz, ar gouel « In-Cités ». Luskat, brudañ ha broudañ an arzoù a-vremañ e Kreiz-Breizh eo pal ar gevredigezh , en o zouez livadurioù a bep seurt – « Street art » a vez graet eus se peurliesañ – met larkoc’h eo tachenn ar gevredigezh La Fourmi, e gwirionez. Kinnig a ra livañ war a bep seurt mogerioù, pe e vefe en tiegezhioù, er skolioù, en ospitalioù pe forzh pelec’h all…

Gouel

Ar bloaz-mañ e vo degemeret ar  « Gouel In-Cités » e pemp kumun eus Kreiz-Breizh : Karaez, Kallag, Rostrenn, Kastell-nevez-ar-Faou ha Boneur. Ar wech kentañ eo d’ar gouel en em gavout en ur gumun vihan a 230 annezad.

E-pad ur sizhunvezh, e miz Mae, ez aio div arzourez, Stephanie Doroche ha Rachel La Prairie, da sevel ur murlivadur war moger un ti eus kreiz bourk Boneur. Ne oar ket re an ti-kêr petra ober gant an ti kozh-se en doa servijet da di-kêr a-raok bezañ bet implijet gant ar gevredigezh ADDES e-pad ur pennad. Ar raktres-mañ a vo un dro da reiñ un eil buhez d’ar savadur.

Ezhomm skoazell

4 000€ e koust ar raktres evit an ti-kêr. Ur sammad a-bouez dija e budjed ur gumun vihan. El lavarout a ra ar maer Eric Prigent en ur geñveriañ gant budjedoù an tiez-kêr all a gemer perzh er Gouel. Neuze e vo embannet d’ar 1a viz Ebrel war al lec’hienn « Kengo.bzh » ur galv evit arc’hantaouiñ an oberenn ha digreskiñ lodenn an ti-kêr. Spi a zo da c’hounit an hanter eus ar c’houst. A-hend-all e vez arc’hantaouet ar « Gouel In-cités » gant Europa hag ar Rannvro.

Ne ouezer ket c’hoazh petra a vo kinniget gant an div arzourez – kuzh a-walc’h eo – nemet e ouezer e vo al liv glas an hini ar muiañ implijet. D’an 21 a viz Mae e vo lidet ha diskouezet an oberenn da goulz Gouel Breizh, kenaozet gant ar gevredigezh ADDES. Ur marc’had arzourien a vo ivez d’an dervezh-se. Fin, spi ‘zo.

GG

  • Ur pennad hag a vo embannet en niverenn 825 – d’an 2 a viz C’hwevrer 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Spesiadur

Da lenn ivez